Hankyoreh
(
hangeul
: 한겨레, "Ar vroad korean", pe "Ar vroad") zo ur gazetenn bemdeziek
sukorean
anvet
Hankyoreh Shinmun
(hangul : 한겨레新聞 ;
hanja
: 韓係來新聞 Keleier korean"") en niverennu kentan. Savet eo bet d'ar 15 a viz mae
1988
gant kazetennerien ar c'hazetennou
Dong-a Ilbo
ha
Chosun Ilbo
.
Er bloaz 1988 e oa kontrollerezh ar
Stad
milourel sukorean o vont war wanaat da-genver lezenn met chom a rae krenv birvidik levezon ar Stad war ar
media
sukorean. Lavaret e veze e oa hentet pep tra gant sell Ministrerezh ar
sevenadur
hag ar
c'hleweled
, ha pep kazetenn e Su Korea en em gave gant an hevelep doare pennadou war an hevelep pajennou. Pa 'z eo bet krouet ar gazetenn Hankyoreh Shinmun ez eo bet lavaret gant e grouerien e oa "ar gazetenn gentan dre ar bed o vezan frank a-wir gant ar bed
politikel
ha hini ar
c'hevala
bras".
Evit talan ouzh kement-se, strollad an Hankyoreh Shinmun a voulc'has un hent frank, a-gleiz ha
broadelour
korean, pell diouzh ar c'hleweled sukorean dre vras a oa a-du gant tro-spered kerwerzhel ha kevalaour
SUA
a-enep adunvanin Korea.
Broadelourien Korean an Hankyoreh Shinmun
[
kemman
|
kemman ar vammenn
]
Er bed
enepkomunour
a-grenn ar [|bloavezhiou 1980]] levezonet-dall gant SUAe oa tud an Hankyoreh o klask bezan broadelourien Korean wirion o stourm evit Korea nemetken. Evit diskouez o dibarelezh hag o broadelouriezh korean gwirion ez eo nac'het ar skritur hanja (skritur a orin
sinaek
) : Hankyoreh e voe ar gazetenn gorean gentan oc'h implijout ar skritur hanjun hepken. Ouzhpenn da se e oa bet chomet en ur implij an nebeutan ar gwellan ar skritur
latin
hag ar geriou estren. Kement ha mont ganti e voe dibabet skrivan a-blaen e-lec'h skrivan a-blom.
Dre ma oant broadelourien gorean, tud Hankyoreh o deus sevenet un enklask don hag onest a-zivout lazhadegou soudarded al lu sukorean, an
SMRK (Strollad Marines Republik Korea)
dreist-holl, e-pad
Brezel Viet Nam
war Vietnamiz nannsoudard ha dizarmet. Labouret ez eus bet ivez war ar wallgudenn
Lai đ?i Han
, tud bet ganet gant koubladou tad sukorean ha mamm vietnamat, lod anezho o vezan bet palforset gant soudarded Su Korea.