Alan Stivell

Eus Wikipedia
Alan Stivell
Alan Stivell war al leurenn e Kemper (2016).

Anv Alan Cochevelou
Ganet 6  a viz  Genver   1944
Riom
Micher(iou) Saver poziou
Soner
Kaner
Sonaozour
Doare(ou) Sonerezh keltiek , Sonerezh Breizh , Sonerezh a-vreman , Rock , Sonerezh elektronek , Sonerezh sinfonek , World Music , Folk , Fusion , Cross-over
Doare mouezh Tenor
Benveg(ou) Telenn geltiek , biniou , bombard , tin-whistle , klavier
Bloavezhiou oberiant abaoe 1953
Label(iou) Keltia III
Lec'hienn ofisiel alanstivell.bzh

Endro Jim Kerr , Paddy Moloney , Shane MacGowan , Dan ar Braz , Gabriel Yacoub , Kate Bush , Gilles Servat , C'hoarezed Goadeg , Glenmor , Soig Siberil , Youssou N'dour , John Cale , Khaled , Djura , Idir , Angelo Branduardi , Dom Duff

Alan Stivell ( Alain Cochevelou e anv en ti-ker) a zo ur soner breizhat hag ur c'haner brezhonek , ganet d'ar 6 a viz Genver 1944 e Riom en Aovergn , e Bro-C'hall .

Mab e oa da Jord Cochevelou , kargad gall, a oa e familh a orin eus Gourin , hag a zilojas goude da Bariz, ma voe maget ha skoliet Alan.

Soner ha kaner

A-vihanik e oa troet gant Breizh hag ar geltiegezh ha dreist-holl gant ar sonerezhiou liesseurt a gaver e Breizh-Izel , Iwerzhon ha Bro-Skos .

N'eus mar ebet eo ar soner ha kaner brudetan er bed en deus kanet e brezhoneg . Bez' ez eo unan eus an arzourien gentan hag o deus bet mesket binviou sonerezh tredan ha binviou sonerezh akoustik.

Brudet eo evel telennour hag en an hini a zegasas brud d’an delenn geltiek e Breizh hag e meur a vro all, a-raok bout unan eus luskerien brudet ar folk-rock hag ar world music adalek fin ar bloavezhiou 1960 , an hini kentan e Breizh, hag unan eus ar re vrudetan er bed a-bezh.

Roet en deus lans d'ar sonerezh hengounel e Breizh, d'ur mare ma oa ken disprizet, hag e meur a lec'h all. Gant e ganaouennou ivez en deus labouret da ziskar ar vezh a oa en-dro d'ar brezhoneg ha sachet kalz tud d'ar brezhoneg. Anvet e oa bet da brezidant a enor Kuzul Sevenadurel Breizh 2009 [1] .

E vuhez

E yaouankiz ? an delenn he c'herdin nilon, Bagad Bleimor, sonerezh hag sevenadurezh keltiek...

Bagad Bleimor e 1966

Ganet oa d’ar 6 a viz Genver 1944 e Riom (Aovergn), en ur familh a orin eus Gourin ha Pondivi . Tremen a reas e yaouankiz e Pariz.

E dad, Georges Cochevelou ( Jord a skrive ivez), hag a blije ar sonerezh hag an ebenouriezh dezhan, a beurechuas un delenn gant kerdin nilon e penn kentan ar bloaziou 1950. Alain hag a oa krog da zeskin ar piano a grogas da gemer kenteliou telenn gant ar delennourez klasel brudet Denise Megevand . Hag e miz Du er bloaz-se end-eeun e sonas Alain evit ar wezh kentan er "Maison de la Bretagne" e Pariz.

Klevet e voe goude-se gant e delenn e meur a lec'h: Unesco, Iliz-Veur Gwened, etc. E 1957 e tigoras abadenn Line Renaud en Olympia Pariz.

Er bloaziou-se eo e krogas Alain da zeskin brezhoneg ha da senin binviou all neuze (bombard, pib-veur, tin-whistle, etc.). Emezelan a reas ouzh bagad Bleimor e dibenn ar bloaziou 1950 ivez ma teuas pennsoner e derou ar bloaziou 1960.

E 1959 e voe enrollet e bladennig kentan "Musique Gaelique" hag e 1963, e bladenn vras kentan "Harpe celtique".

Amzer

1966-1971 : Eus Alain Cochevelou da Alan Stivell ? an delenn he c'herdin metal

Dilezet gantan e delenn he c'herdin nylon e krog Alain Cochevelou da c'hoari gant un delenn he c'herdin metal. Gwelet e vez alies o kanan hag o senin war leurennou liesseurt (American Center e Pariz, Queen Elisabeth Hall e Londrez, etc). Brudetoc'h-brudetan e teu da vezan war ar gwagennou radio ivez. Er mare-se e choazas Alain Cochevelou ober gant an anv "Alan Stivell", ar c'haner Alan Stivell : gwelloc'h e veze gantan miret e wir anv pa ne rae ken nemet telennin.

E 1968 e sone hag e kane e kastell Felger , dirak tud ar C'hendalc'h Keltiek. Koulskoude eo e 1970 e teuas anv Alan Stivell da vezan brudet gant ur bladenn vihan ma veze klevet ar ganaouenn Broceliande en un tu, hanter e galleg ha hanter e brezhoneg (digomprenus a-walc'h), ha Son ar chistr en tu all.

Goude e teuas e bladenn vras kentan "Reflets", a zeuas er-maez e 1970. Ur bladenn a-bouez a gaver warni meur a zoare sonerezh : Toniou telenn a Vreizh hag a Iwerzhon, kanaouennou brezhoneg hengounel, kanaouennou e galleg awenet gant ar "geltiegezh", ur ganaouenn folk e saozneg. Binviou tredan mesket gant binviou hengounel. An holl draou a roio e vrud da Alan Stivell er bloaziou war-lerc'h.

Ur bladenn vihan all a vo, "Pop-plinn": adkemeret en doa, en un doare "pop" diouzh ar c'hiz, an ton a veze sonet gant Etienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal e festou-noz kanton Boulvriag ma ne rede ket dezho ar yaouankizou c'hoazh.

Setu lanset gantan un doare sonerezh nevez (e Breizh hag er bed a-bezh a lavaro darn) a vo anvet ar "world music" un nebeud bloaziou war-lerc'h : un doare sonerezh awenet gant an hengoun pobl ha digor da levezon ar rock ha ar folk.

A-raok mont pelloc'h war an hent-se, e enroll e 1971 ur bladenn sonerezh gouestlet d'an delenn folk keltiek anvet "Renaissance de la Harpe Celtique" (dindan an anv Alan Stivell-Cochevelou). Ur bladenn holl-vrudet ha mil enoret hag a roas c'hoant da gantou a dud da zeskin c'hoari gant an delenn er bed a-bezh. Ul lodenn vat eus ar bladenn ("Gaeltacht") zo gouestlet da sonerezh Iwerzhon ha Bro-Skos. Gouestlet eo ar bladenn da Denise Megevant ha da Georges Cochevelou. Unan eus ar c'haeran pladennou bet enrollet gant Alan Stivell-Cochevelou hervez meur a gritik.

1972?1976 : Alan Stivell / Gabriel Yacoub / Dan Ar Braz, etc. Ar pop keltiek en e vog

Dan Ar Braz

Etre 1972 ha 1975 e voe embannet peder fladenn hag a zigasas un dispac'h sevenadurel bihan e Breizh.

Teir fladenn folk-rock : " A l'Olympia " da gentan, enrollet war al leurenn e ti brudet an Olympia e Pariz e miz C'hwevrer 1972. Deuet da vezan ur best-seller e meur a vro. "Chemins de terre", enrollet e 1973. Henvel a-walc'h ouzh pladenn an Olympia evit a sell ar stil, met enrollet en ur studio en dro-man. Ur bladenn hag a reas berzh bras ivez. Ha neuze "e Dulenn" enrollet e 1974 hag embannet e 1975. Ur bladenn rockoc'h un tamm-mat (liv an hard-rock a glever war un ton pe zaou). Ur bladenn enrollet war ar leurenn e Dulenn (Iwerzhon). Evit ar wezh kentan e kinnig Alan Stivell kanaouennou blaz "Yann an emsaver" warno ha dreist-holl ur seurt kanaouenn souezhus, "Delivrance", ur seurt barzhoneg e galleg lavaret war don kantik Rostrenn, hag a zisplijo ar poziou eeunik anezhi da lod dud.

Roet e voe ar sonerezh folk-rock nevez-se da glevet da vilionou a dud er bed a-bezh. Ha roet c'hoant da galz anezho e Breizh hag en tu all da Vreizh da zezrevell Alan Stivell hag e strollad ( Tri Yann , Gwendal , Sonerien Du , etc.).

E-pad ar pevar bloaz pouezus-se e oa Alan Stivell ouzhpenn ur c'haner harpet gant sonerien all. Ur strollad e oa, ennan meur a soner barrek-mat : Alan evel-just (kan, telenn, bombard, pib-veur...) met ivez Gabriel Yacoub (kan, gitar, dulsimer, banjo) hep ankouaat Rene Werneer (violons), Dan Ar Braz (gitar), Pascal Stive (klavierou) ha Michel Santangeli (taboulinou).

Ouzhpennan a ranker "e Langoned" (e 1974). Ur bladenn peurakoustik. Liv an hengoun war ar pep brasan eus an toniou. Ur bladenn ma klever "kan ha diskan" ha biniou-kozh evit ar wezh kentan. Homan a awenas a dra sur an dud a faote dezho chom tostoc'h d'ar sonerezh hengounel ha folk ( Kornog , h.a.).

1976?1980 : Alan Stivell an arzour liesdoare

Pa guitaas Gabriel Yacoub , Rene Werneer ha Michel Santangeli ar strollad, e chenchas un tamm-mat ar pezh a oa gant Alan Stivell da rein da selaou d'an dud.

Peder fladenn dishenvel-mat an eil re diouzh ar re all a voe embannet er mare-se. Ne'n doa ket Alan Stivell aon da gemer risklou. Hag a-dra-sur ne glaskas ket plijout d'an holl dre rein sonerezh pop-folk "aes da selaou" bep tro.

E 1976 e voe embannet "Trema'n Inis". Ur bladenn "intimist" ken ha ken gouestlet d'ar varzhoniezh vrezhonek. Etre kanan ha dibunan a ra Alan war ar bladenn-man. Evit a sell ar sonerezh, n'eus nemet telenn (war bouez un ton ma klever gitar Dan ar Bras). Gouestlet eo ar bladenn d'e dad nevez marvet.

E 1977 e voe embannet "Raok dilestra". Ur bladenn gouestlet d'ar welidigezh en deus Alan Stivell eus Istor Breizh ha da stourmou an emsav breizhek. Ur bladenn binvidik ha dedennus kenan evit a sell ar sonerezh, met ur bladenn a vo kavet dipitus gant meur a hini abalamour d'ar poziou savet gant an arzour. Dizolein a reer sell eeunik an arzour war Istor Breizh, ha poziou skrivet en ur brezhoneg kamm da vat.

E 1978 e voe embannet "Un dewezh 'ba 'ger". Ur bladenn siouloc'h da vat hag a denn un tamm da "e Langoned". Ur bladenn blaz ar jazz un disteran warni, ma vez roet plas d'ar "sonerezh hervez an imor" (primaozadennou). Evit ar wezh kentan e tizoloer un ton a Vreizh-Uhel hag ur ganaouenn kanet e Kerneveureg.

"Symphonie celtique", Emvod ar Gelted en Oriant

E 1979 e voe embannet "International tour ? Tro ar Bed". Ur bladenn enrollet "live". Homan zo gwall-zishenvel diouzh an div bladenn "live" all bet enrollet gant Alan Stivell. Kontrol d'an div bladenn-se e kaver war homan toniou ha kanaouennou a gaver war ar pladennou studio kent ("Raok dilestra" dreist-holl). Kalite an enrolladenn n'eo ket eus ar re wellan-holl siwazh. Unan eus pladennou nebeutan gwerzhet hag anavezet Alan Stivell.

E 1979 e enrollas Alan Stivell e "Symphonie Celtique ? Tir na nOg". Ur bladenn doubl ma voe bet pedet un niver bras a sonerien, dezho orinou dishenvel. Savet an holl doniou ha kanaouennou gant Alan e-unan, ha troet e yezhou liesseurt (iwerzhoneg, brezhoneg, saozneg, tibeteg, berbereg, etc). Paotr ar "world music" hag ar sonerezh "cross-over" (jazz-rock, klasel, rock, pop) a gaver aman.

D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadou a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da genver Gouel etrekeltiek an Oriant . Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav.

1981 ? Hiziv an deiz : Variete, New age, Teknno, Elektro

Explore Tour e 2007, Nuremberg

Ur mare nevez a grogas adalek ar bloaziou 80 evit Alan Stivell, ur mare siouloc'h, evel ma tigouezhas da galz a ganerien bet en o bog er bloaziou 70 (daoust d'ar sonedagou stank pe stankoc'h e Frans hag en estrenvro). Aet ar sonerezh folk-rik e-maez ar c'hiz e ergerzhas Alan Stivell ar sonerezhiou nevez a ziwanas er bloaziou 80, 90 ha 2000. "Variete" ? "Variete francaise" a-wezhiou ( Bed an dud vew, 1 douar, Back to Breiz h), New Age ( Harpe du nouvel age, The Mist of Avalon, Au-dela des mots, Mojenn ), Rock keltiek ( Bed an dud vew, Brian Boru ), Tekno ( Brian Boru ), Elektro ha hip-hop ( Explore, 1 Douar ), Folk ar bloaziou 1990 ( Brian Boru ). Meur a hini a baouezas da heulian Alan Stivell adalek ar mare-se. Re zishenvel, a lavaro lod, diouzh Alan Stivell ar bloaziou 70.

Ur gompilasion bennak a voe embannet er mare-se ivez, hag en o zouez e ranker menegin an doare kompilasion "Again" a voe enrollet e 1993. Berzh a reas ar bladenn, a drugarez da labour brudan ti embann Alan Stivell (Keltia III) ha Dreyfus ha d'ar bruderezh graet gant TF1 neuze. Degouezhout a reas kement-se er mare end-eeun ma oa adtommet kalon ar publik bras ouzh ar sonerezh folk hag ar sonerezhiou a Vreizh hag a Iwerzhon. Kentoc'h eget ur gompilasion e oa Again un adenrolladenn eus toniou brutetan Alan Stivell ar bloaziou 70. Pedet e voe sonerien e-leizh da gemer perzh er bladenn-man, en o zouez Dan Ar Braz , Shane MacGowan , Laurent Voulzy , Gilles Servat , Robert Le Gall, Davy Spillane, etc.

Merket eo derou ar 21an kantved gant an albom gant binviou hepken, En tu-hont d’ar c’homzou  ?  Au-dela des mots , al levr  Telenn, la harpe bretonne,  kenskrivet gant Jean-Noel Verdier, hag an Dvd  Parcours  ( Fox - Pathe ), deuet da vezan Dvd aour buan-tre.

E 2009 e tegas sonj Emerald (Emrodez) eus ar bloavezhiou kentan folk-rock, met doare ar bloavezhiou 2000.

E 2012 e lider 40vet deiz-ha-bloaz e sonadeg istorel en Olympia e Pariz. Universal a embann ar Best of Ar Pep Gwellan . War Frans tri eo skignet un teulfilm, Au-dela des frontieres , diwar e fenn. En derou hanv 2013, e c’hall an dud dizolein ar sonadeg-se end-eeun, gant ur Cd-Dvd, 40th Anniversary Olympia 2012 (Universal). War-lerc’h e teu ul levr nevez kenskrivet gant Alan Stivell, Sur la route des plus belles legendes celtes , embannet gant Arthaud-Flammarion.

E 24e albom, AMzer a zeuio er-maez e Gwengolo 2015.

Alan Stivell, Paotr al leurenn pe paotr ar studio?

Alan Stivell hag an Emsav

Alan Stivell hag ar brezhoneg

Stivell e Naoned

N'eo ket war ar sonerezh hepken e santer efed berzh Alan Stivell ar bloavezhiou 1971?1974 e Breizh. War ar brezhoneg ivez. Daoust ma n'eo ket ar brezhoneg ur yezh mestroniet re vat gant an arzour e-unan (pouez-mouezh galleg, gallekaduriou ha faziou stank) en deus sikouret ha brudet ar brezhoneg muioc'h eget den all ebet er bed en e raok, dre rein anezhan da glevet er bed-holl ha dre-se dedennan milierou a dud d'ar brezhoneg. Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a bennou brezhoneg hag a lavar bezan kroget da studian ar yezh war-lerc'h bezan bet boemet gant e sonerezh.

Alan Stivell hag ar "sonerezh keltiek"

Rebech a ra sonerien hag arbennigourien zo da Alan Stivell komz eus " sonerezh keltiek " pa zlefed komz eus sonerezhiou liesseurt ha dishenvel o orin a gaver er broiou keltiek.

Trivia

  • Ar ganaouenn "M.J." ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e wreg Marie-Jo.
  • Ar ganaouenn "Ewan" ("Raok dilestra") zo gouestlet d'e vab kentan, Ewan.
  • Ar ganaouenn "Raok mont d'ar skol" ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e eil mab.
  • Breur eo da Ifig Cochevelou, aet da skolaer brezhoneg e Kreiz-Breizh goude bezan bet desket ar yezh.
  • Ober a reas ar fentigellour gall Pierre Desproges fent gant Alan Stivell en unan eus e " requisitoires" [2] .

Enoriou

E 1994 e voe roet Kolier an Erminig dezhan en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg.

Pladennou bras

Dibab toniou

Olympia 2012 gant Bagad Quic-en-Groigne
  • 1975  : Grand Succes d'Alan Stivell
  • 1993  : Again (N'eo ket ur gwir gompilasion avat, toniou kozh brudet bet adenrollet kentoc'h)
  • 1993  : 70/95 Zoom
  • 1997  : Routes
  • 1999  : Vers l'ile
  • 2004  : Parcours (CD ha DVD)
  • 2012  : Ar Pep Gwellan (+ Olympia 1972)
  • 2013  : 40th anniversary Olympia 2012 (CD ha DVD)

Kanaouennou, toniou na c'haller ket kavout aes

  • Ur bladennig 45 tro (1986), warni div ganaouenn e brezhoneg, unan da c'hoapaat an dud o doa berzet outan kanan en iliz-veur Kemper ("Delirium"), hag un all da ganan meleudi da Stad Brest (ar skipailh football).
  • "Levenez" (poziou gant Gawain ; sonerezh gant J.Cochevelou) a gaver war ur bladenn vras anvet "Skoazell Vreizh - soutien aux familles des detenus politiques Bretons". Ur ganaouenn gouestlet da Yann-Kel Kernalegenn a varvas gant e vombezenn en anv an F.L.B.
  • Ur bladennig arc'hant (1998) da vrudan donedigezh "1 Douar". Warni daou don telenn "Mintin Sioul" ha "Stivellou kozh"
  • "Eliz Iza" kanet gant ar c'hoarezed Goadeg , Alan Stivell-Cochevelou ouzh an delenn (1972). War ar bladenn "1er festival pop-celtic, Kertalg 72" (chant du monde)

Pennadou kar

Liammou diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

  1. "Conseil culturel de Bretagne. Le premier president elu", Le Telegramme, 7 a viz Gouere 2009 https://www.letelegramme.fr/toute-l-information-de-la-bretagne/spanconseil-culturel-de-bretagnespan-le-premier-president-elu-553167.php
  2. (fr) Accuse : Alan Stivell ! . France Inter (1982).