한국   대만   중국   일본 
Stadou-Unanet Amerika - Wikipedia

Stadou-Unanet Amerika

bro eus Norzhamerika
(Adkaset eus SUA )

Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadou-Unanet Amerika ( saozneg : United States of America , teskanv : SUA , saozneg: USA , stumm berr: (ar) Stadou-Unanet , ( the ) United States ). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe derou an XX vet kantved eo ar riez c'halloudusan er bed. 331 milion a annezidi a oa e 2020, trede poblans vrasan ar bed.

United States of America
Stadou-Unanet Amerika
Banniel SUA Siell SUA
Banniel Siell
Kan broadel
The Star-Spangled Banner
"Ar banniel steredek"
Sturienn
Ofisiel?: "In God We Trust"
"E Doue e fiziomp"
Hengounel?: "E Pluribus Unum"
"Diwar lies, unan"
Melestradur
Ker-benn Washington D.C.
38° 53' 42" N 77° 02' 12" W
Ker vrasan New York City
40° 39' 51" N 73° 56' 19" W
Yezhou ofisiel Hini ebet [1] .
Yezh vroadel Saozneg ( de facto ) [2]
Gouarnamant Republik kevreadel
Prezidant?: Joe Biden
( Strollad Demokratel )
Korf-lezennin
Kambre izelan
? Kambr uhelan
Kongres ar Stadou-Unanet
Kambr an Dilennidi
Sened
Dizalc'hiezh
? Diskleriet
? Anzavet
? Bonreizh e pleustr
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
4 a viz Gouere 1776
3 a viz Gwengolo 1783
21 a viz Even 1788
Douaroniezh
Gorread (renk)
? Hollek
? Dour (%)
9 833 517?km² (4 re ) [3]
6,76
Poblans (renk)
( 2019 , brasjedet)
328 239 523 (3 de )
Stankter 33,48 ann. /km²
Armerzh
Moneiz dollar SUA (US$)
PDG ( 2017 )
? Hollek (renk)
? Dre zen (renk)

US$ 19,49 x 10 12 (2)
US$ 59 800 (19)
Feur kreskin gwirion 2,2?% ( 2017 ) (145 vet )
Titourou all
Gwerzhid-eur UTC -5 da -10
? Hanv?: UTC -4 da -10
Kod ISO 3166 US
Pellgomz +1
Kod Internet .us .gov .mil .edu

Internet www.usa.gov

Andon?: (en) CIA - The World Factbook (07 KZU 2018)

Map of USA DC

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian , Amerigo Vespucci . Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro breman. Washington D.C. eo he c'her-benn, war an aod Reter.

Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadou Unanet (ABU) eo hag eman ar sez anezhan e New York , ker vrasan ar vro. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broiou a felle dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinan e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel . Hiziv e vez graet 37% eus dispignou milourel ar bed gant ar SUA, hae e chom al lu stadunanat an hini galloudusan er bed.

Ekonomiezh kentan ar bed o deus ar Stadou-Unanet, a-drugarez da gennadou al labour-douar, ar greanterezh hag ar servijou. An US dollar , ar moneiz stadunanat, eo arouez o galloud ekonomikel. E-touez ar re wellan int ivez war dachenn an imbourc'h skiantel hag an nevezin teknologel.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhou komzet ar muian, met ouzhpenn yezhou an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhou an embroidi, en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XX vet kantved). Ar sevenadur ar muian skignet er bed eo an hini amerikan.

Stadou ar Stadou-Unanet

kemman

Evel ma tiskouez splann an anv ez eo Stadou-Unanet Amerika un unaniezh stadou dishenvel. Abaoe 1960 ez eus 50 anezho.

Ur republik bonreizhel hag ur stad kevreadel eo.

Douaroniezh

kemman

Trede brasan bro ar bed eo ar Stadou-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poblek Sina . An tiriad amerikan, en em led war 7?% eus douarou divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadou-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frans ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frans eo stad Alaska pe hini Texas . Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadou war-bouez Alaska ha Hawaii , a vez anvet ≪? Mainland ?≫ a-wechou, zo dezhan ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500?km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornog) [4] . 2 500?km, a-hend-all, zo etre harzou Kanada hag harzou Mec’hiko. Ar ster Missouri hag ar ster Mississippi a zo 6 000?km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar mainland . Ken hir int o-div hag ar ster Amazon a zo o redek e Suamerika .

Harzou gant broiou all

kemman

12 034?km harzou [5] :

Douaroniezh fizik

kemman
 
Traonienn ar Marv , al lec’h izelan ha tomman eus ar Stadou-Unanet

Un nebeud lec'hiou dibar:

  • Ar beg uhelan ?: Denali en Alaska (6 168 metr)
  • Al lec’h izelan ?: Badwater e Traonienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr)
  • Ar ster bennan ?: ar Missouri - Mississippi zo ouzhpenn 6 000?km hed dezhi.
  • Gorread ?: 9 826 676?km² (en trede plas war-lerc'h Rusia ha Kanada)
  • Aod : 19 924?km
  • An uhelderiou pellan : - 86 m > + 6 194 m

Torosennadur

kemman
 
Snake River ha Grand Teton , Wyoming

Liesseurt eo torosennadur ar Stadou-Unanet. En em led a ra a norzh da su dreist-holl. Er C'hornog eman ar Meneziou Roc'hellek ( Rocky Mountains ), al Lammou-dour hag ar Sierra Nevada , 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez eman plateiziou ha diazadou Colorado . Plaenennou ha plateiziou bras-ec’hon kreiz ar Stadou-Unanet zo hollad ar steriou Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douarou enno ivez. Er reter ez eus meneziou kozh, an Appalachou o anv ( Appalaches ), dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennou strizh zo e-touez ar meneziou-se hag ar Meurvor Atlantel.

Meneziou-tan

kemman
 
Menez Hood, Oregon

An darn vrasan eus ar meneziou-tan bev zo er c’hornog, en Alaska hag en enezeg Hawaii?:

An holl zoareou hinou a ren war ar Stadou-Unanet, eus ar yenan ( hinad pennahelel en Alaska) d'an tomman ( Traonienn ar Marv ), eus ar glepan (Gwalarn, Stad Washington ) d’ar sec’han (hinad krin ha gouelec’hiou er Mervent). Gant an hinou hag an torosennaduriou a bep seurt zo bet er Stadou-Unanet ez eus bet stummet maeziou ha rannvroiou liesseurt enno.

Steriou

kemman
 
Grand Canyon

Lennou

kemman
 
Skeudenn dre loarell eus al Lennou Bras

Gorread hollek al Lennou Bras zo war-dro 250 000?km², bezet an hanter eus gorread Frans ar c’hevandir.

 
Lenn Powell, Utah

Douaroniezh denel

kemman
 
Gourhentou pennan ar Stadou-Unanet

Dasparzh an annezidi

kemman

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodou ha tro-dro d’al Lennou Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornog, betek ar Meurvor Habask hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur ger zistro bennak hag ivez e Kalifornia . Kalifornia zo ar Stad stadunanat ma'z eus an niver brasan a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachan an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadou-Unanet.

Keriou ha niver an dud enno

kemman

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e ker er Stadou-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro. Roll an tolpad-keriou pennan eus ar Stadou-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno [6] ?:

 
Los Angeles, Kalifornia
 
Chicago, Illinois
 
San Francisco, Kalifornia
  1. New York (New York)?: 24 112 176
  2. Los Angeles (Kalifornia)?: 18 313 809
  3. Chicago (Illinois)?: 11 318 384
  4. Washington (DC) - Baltimore (Maryland)?: 8 026 607
  5. San Francisco (Kalifornia)?: 7 159 693
  6. Philadelphia (Pennsylvania)?: 5 951 797
  7. Dallas - Fort Worth (Texas)?: 5 931 956
  8. Detroit (Michigan)?: 5 905 754
  9. Miami (Florida)?: 5 726 495
  10. Houston (Texas)?: 5 280 752
  11. Atlanta (Georgia)?: 5 034 362
  12. Boston (Massachusetts)?: 4 411 000

Istor berr SUA

kemman

An Indianed e oa bet an dud kentan o chom er Stadou-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenaduriou dishenvel o doa. N’ouzer ket kalz a draou diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar poblou kantreat.

Er XVI vet kantved hag er XVII vet kantved e voe an Indianed o tarempredin Europiz evit ar gwechou kentan. Diazezan a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Fransizien en norzh hag en draonienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’heriadenn gentan, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennou niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth , Boston , Salem , Williamburg . D'ar mare-se e voe krog da harluan ha da werzhan tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegou kotons er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmou.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hlenvedou-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadou a Indianed all a voe lazhet en ur vrezelian gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasan ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadou ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementin gorread an douarou a oa dalc'het ganto betek ar mare-se.

 
Diskleriadur Dizalc'hidigezh ar Stadou-Unanet

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776 . Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadou-Unanet Amerika e 1787 . Ar vonreizh kentan bet degemeret e broiou ar c'hornog. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Diskleriet e voe ar Brezel Diabarzh e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegou fall an armerzh er Stadou-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadou a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIX vet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornog pa voe diorret an hentou-houarn ahont.

En XX vet kantved eo deuet ar Stadou-Unanet da vezan galloudusan bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dreist-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed ), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viet-nam . Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikou Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadou-Unanet ar vro dreistgalloudekan nemeti er bed, evit a sell ar galloud milourel peurgetket.

Politikerezh

kemman
 
An Ti Gwenn , Washington DC

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn?: ur c'hevread eo.

Ar Stadou-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezennin, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile.

Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhian hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadou-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl?: ar Strollad Republikan hag ar Strollad Demokratel .

 
Kartenn Stadou ar Stadou-Unanet

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadou-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. E 2009 e voe Barack H. Obama , eus ar strollad demokratel, dilennet da prezidant. Dilennet eo bet Donald Trump (Strollad Republikan) da brezidant d'an 8 a viz Du 2016 .

Al lez-veur eo ensavadur uhelan ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

Ar feiz

kemman
 
An Iliz-veur katolik roman Sant Padrig e New York

Gouarnamant ar Stadou-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-man gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz kredin. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet ( Daveou a vank ) . Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn ≪?Engel a-enep Vitale?≫.

Enklaskou prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75?% ha 90?% eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44?% o lavaret o deus chenchet relijion ur wech da nebeutan en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennou.

Ar brotestanted eo ar re niverusan, met a-raok pell e vint dindan 50?%. Ur c'hard eus an Amerikaned zo katoliked roman . Bez' ez eus ivez tud dizoue (16%), yuzevien (1,7%), boudisted (0.7%), muzulmaned (0.6%), hindouisted ha kement zo.

Amerikaned brudet

kemman

Skiantourien

kemman

Lenn ar pennadou er Rummad:Skiantourien SUA .

Milourien

kemman

Livourien

kemman

Lenn pennadou ar Rummad:Livourien SUA .

Luc’hskeudennerien

kemman

Lenn pennadou ar Rummad:Luc'hskeudennourien amerikan .

Istorourien

kemman

Politikourien

kemman

Lenn ivez ar pennad Prezidanted Stadou-Unanet Amerika

Sonerien

kemman

Gwelet Sonerezh Stadou-Unanet Amerika

Filmaozerien

kemman

Lenn pennadou ar Rummad:Filmaozerien SUA .

Lennegezh

kemman

Lenn ar pennad Lennegezh amerikan .

 
King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwiriou keodedel

Gizourien

kemman

C'hoarierion echedou

kemman

Tud all

kemman

Un nebeud sifrou

kemman
  • Dispignou an armeou?: 400 miliard a USD (e 2004)
  • Linennou pellgomz?: 268 milion a USD (e 2003) [2]
  • Pellgomzeriou hezoug?: 219 milion a USD (e 2005) [2]
  • Skingomzeriou?: 575 milion a euroiou (e 1997)
  • Skinweleriou?: 219 milion a euroiou (e 1997)
  • Pellgomzeriou?: 659 evit 1000 annezad
  • Implijerien Genrouedad?: 205 milion a USD (e 2005) [2]
  • Pourchaserien moned war ar Genrouedad?: 7 800 (en 2000)
  • Hentou?: 6 407 637?km (en o zouez 4 164 964?km hentou terduet) (e 2004) [2]
  • Hentou-houarn?: 226 605?km (en 2004) [2]
  • Hentou?: 41 009?km (en 2004) [2]
  • Niver a aerborzhiou?: 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennou terduet) (e 2006) [2]

Notennou

kemman
  1. Ar saozneg eo yezh ofisiel 28 Stad da nebeutan, hervez ar ster a roer d'ar ger "ofisiel". Saozneg ha hawaieg zo ofisiel e Stad Hawaii .
  2. Ar saozneg eo de facto yezh gouarnamant SUA hag ar yezh nemeti a vez komzet er ger gant 80% eus an Amerikaned koshoc'h eget 5 bloaz. Ar spagnoleg eo an eil yezh komzet ar muian.
  3. Goude Rusia , Antarktika ha Kanada . Gorread jedet diwar an 50 Stad + District of Columbia , hep an tiriegezhiou diavaez.
  4. J.-Y. Cleach [...], “La puissance americaine” p.104
  5. Andon?: CIA - The World Factbook
  6. Andon?: populationdata.net

Gwelet ivez

kemman

Liammou diavaez

kemman

Lec’hiennou ofisiel: