Ar
skridvarnerezh
eo obererezh an hini a varn ar skridou
lennegel
, pe a lavar pegen talvoudus int.
Kavet e vez oberennou skridvarnerezh e kement stumm
moulet
, rak ne c'hell ket mont pell ar c'helaouenner-skridvarner a zispak e venozhiou er
skingomz
pe er
skinwel
. Ar skridvarnerezh gwellan a vez aozet gant
skolveuridi
e
levriou
pe e
kelaouennou
embannet gant ar skoliou-meur. Kavet e vez
pennadou
er c'helaouennou lennegezh 'zo pe er c'helaouennou boutinoc'h ivez.
Ar skridvarnerezh nevesan a c'hell bezan levezonet gant
teorienn al lennegezhiou
, met n'eo ket labour ar skridvarner hini an
teorienner
.
Skridvarnerezh brezhonek
kemman
Rouez-tre eo ar pennadou skridvarnerezh brezhonek pa n'eus ket kalz a skrivagnerien, hag ar re-se n'o deus ket kalz a lennerien. Klemmet o deus un nebeud skrivagnerien ne glevent heklev ebet eus an degemer graet d'o levriou (
Youenn Drezen
ha
Mikael Madeg
en o zouez). Strivou a zo bet graet gant skipailhou
Aber
,
Al Liamm
,
Al Lanv
ha
Brud Nevez
evit embann pennadou gwir skridvarnerezh. N'eus ket a skridvarnerezh brezhonek savet er skoliou-meur.
Un nebeud skrivagnerien vrezhonek o deus dalc'het da sevel skridvarnadennou diles?:
Youenn Olier
,
Reun ar C'halan
,
Pierrette Kermoal
... memestra.
Fanch Broudig a skriv pennadou skridvarnerezh en e gelaouenn Brud Nevez abaoe pell. Kamaraded dezhan o deus bet graet ivez: Kadiou, Merser, ha meur a hini all. Mikael Madeg en deus bet embannet pennadou hir, goude ma vezent alies diwar e benn e-unan.
Istor ar skridvarnerezh
kemman