한국   대만   중국   일본 
Danmark - Wikipedia

Ur vro eus hanternoz Europa eo Danmark . War-dro 5,8 milion a dud zo o chom enni. Ur vro gompez a-walc’h eo, pa n’eus ket a veneziou?; kalzik inizi zo avat, e Mor an Hanternoz emaint kazi holl. Ur rouantelezh eo, Kopenhagen (a-wechou Kopenhag ) he c'her-benn .


Unaniezh Europa
Kongeriget Danmark
Rouantelezh Danmark
Banniel Danmark Skoed-ardamez Danmark
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur?: Guds hjælp, Folkets kærlighed, Danmarks styrke (ger-stur ar familh roueel)
Kan broadel: Kong Christian
Lec'hiadur Danmark
Lec'hiadur Danmark
Ker-benn
(ha?ker vrasan)
Kopenhagen
55°43′N 12°34′E
Yezh(ou) ofisiel Daneg
Gouarnamant Rouantelezh
?- Rouanez Frederik X
?- Ministr Kentan Mette Frederiksen
Gorread
?- Hollad 43,094 km² ( 134 )
?- Dour (%) 1.6²
Poblans
?- istimadur 2008 5,475,791 ()
?- Stankter 129.16/km² ( 78 )
PDK ( PGP ) 2007 (istimadur)
?- Hollad $198.5 milliard?( 45 )
?- Keidenn $57,261?( 6 )
FDD ??() 0.943?( uhel )?( 14 )
Moneiz Kurunenn dan ( DKK )
Gwerzhid-eur ( UTC +1)
+2
Kod kenrouedad .dk
Kod pellgomz +45

Bro an Daned e talvez anv Danmark?: ur bobl c’herman gozh e oa an Daned ha mark a dalvez marz . Ouzh Rouantelezh Danmark eo stag an Inizi Faero er Meurvor Atlantel , ha Greunland e Norzhamerika . En div vro-se ez eus poblou all, dezho yezhou dishenvel diouzh an daneg .

Trevadennou he deus bet Danmark ivez evel broiou bras Europa, gwelout Impalaeriezh trevadennel Danmark .

Douaroniezh

kemman

An hini vihanan eus broiou Skandinavia eo Danmark. Er su dezhi eman Alamagn , er reter eman Sveden , hag en norzh Norvegia . Kelc’hiet eo ar vro gant ar mor pe dost. Er gevred eman ar Mor Baltel , er c’hornog Mor an Hanternoz , en hanternoz strizh-mor ar Skagerrak , hag er biz strizh-mor ar c’h- Kattegat .

Ul ledenez eo douar-bras Danmark, er c’hornog , ha Jylland a reer anezhi. Al lodennou all eus ar vro zo inizi ?: 79 anezho zo tud o chom warno. Pelloc’h er reter eman enez Bornholm er Mor Baltel .

Kompez a-walc’h eo ar vro, gant torgennou izel, lennou, koadou, hag aodou troc’h-didroc’h ha kammigellek. Ne vezer gwech ebet gwall bell diouzh ar mor.

Melestradur

kemman
 

Disrannet eo Danmark e pemp rannvro ( daneg regioner ) ha 98 keoded; Krouet e voe ar rannvroiou d'ar c'hentan a viz Genver 2007 e-kerzh adframmadur Adreizhadur ar C'heodedou evit erlerc'hian an 38 kontelezh hengounel. Er memes amzer e voe kendeuzet asambles ar c'heodedou bihan. Eus ar surentez sokial, ar sevenadur hag an deskadurezh eo karget ar rannvroiou?; ar c'hontelezhiou kozh n'o doa ket gwir da sevel tailhou.

Sevenadur

kemman

E-touez an Daned a zo brudet dre ar bed a-bezh e c’heller menegin ar skiantour Ole Rømer , an den a oa bet kavet ha jedet gantan tizh ar goulou, ar prederour Søren Kierkegaard hag ar skrivagner Hans Christian Andersen .

Anviou un nebeud tud vrudet all, genidik eus Danmark?:

Daneg eo ar yezh a gaozeer e Danmark. Kalz tud er vro a oar saozneg ivez. An anaoudegezh eus an alamaneg zo ledet a-walc’h ivez, dreist-holl er c’hreisteiz.

En Inizi Faero e komzer faeroeg , hag e Greunland e kaozeer greunlandeg . E kreisteiz Jylland (Slesvig) ez eus tud a gomz alamaneg .

Kar-nes eo an daneg d’ar yezhou a gomzer e Norvegia hag e Sveden.