Witiges

Eus Wikipedia
Brezel ar C'hoted , 535?540

Witiges a voe roue an Ostrogoted en Italia adal 536 betek e varv e 540 .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ne oa ket un den a ouenn uhel, met jeneral e oa en arme an Ostrogoted. Mougan a reas un emsavadeg e ker Locri . E 534 e voe dilennet da roue e-lec'h Teodato. E 535 edo Belisarius e kreisteiz Italia, o vont da aloubin Sikilia , gant lu Justinian , Impalaer ar Reter . Witiges a voe anvet roue an Ostrogoted.


E 536 e tegouezhas Belisarius e Roma.

Witiges a vuntras Theodahad , mab-kaer da Teodorig Veur , goude marv e vamm-gaer hag anvet e voe da roue e-kreiz ar Brezel Gotek . Savet e oa ar C'hoted a-enep Theodahad peogwir n'en doa ket kaset soudarded da zifenn Naplez diouzh arme Belisarius.

Lakaat a reas lazhan anezhan war an hent etre Roma ha Ravenna , ker-benn Rouantelezh an Ostrogoted ha kemer a reas e lec'h e Ravenna.

E 536 e timezas da verc'h nemeti ar rouanez Amalasunta , anvet Matasunta , hag evel-se ce krouas ul liamm gant tiegezh ar roue kozh Teodorig Veur , un doare da grenvaat e grog war ar galloud. Ur panegirik a voe graet neuze evit o eured, gant Cassiodorus , ar prefed pretorian , ha deuet eo ar skrid betek ennomp : ur boelladenn a retorik roman a roe ton d'an Dierniezh ostrogot.


Brezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 537 e savas Witiges un arme, hag a lakaas seziz war Roma. Lakaat a reas troc'han an dourbontou a gase dour da Roma. E meurzh 538 avat e rankas dilezel ar seziz evit distrein da hanternoz italia abalamour ma oa ar jeneral Iohannes o tostaat ouzh Ravena, ker-benn an Ostrogoted. E 540 e lammas Belisarius war ravena ha tapout a reas Vitiges a voe kaset da Gergustentin, a-gevret gant e wreg. Eno e varvas Witiges, ha bugel ebet n'en doa. Matasunta a gavas da addimezin da Germanus Justinus , niz d'an Impalaer, pa oa mab d'e c'hoar Vigilantia .

En e raok:
Theodahad
Rouaned an Ostrogoted
War e lerc'h:
Ildibad