Ronan Leprohon

Eus Wikipedia

Ronan Leprohon (Roger e wir anv-bihan) a oa ur politikour breizhat, bet ganet d'an 22 a viz Meurzh 1939 hag aet da Anaon d'an 23 a viz Eost 2017 .

Unan eus diazezerien Unvaniezh Demokratel Breizh eo bet, a-gevret gant Loeiz ar Beg , Yann-Cheun Veillard , Jean Gwegeniad ... Kelennet en deus istor e Skol-veur Breizh-Izel e Brest . Bet eo eil-maer e Brest ha kuzulier rannvroel. Un ezel eus ar Strollad Sokialour Gall e voe adalek 1982 hag e-pad pemzek vloaz kent dont en-dro da UDB. Ezel eus ar burev politikel eo bet ha ren a rae ar gelaouenn viziek Le Peuple Breton .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da vare stourm Plougon e 1979-80, e oa enebet, er c'hontrol d'ar PCF , ouzh sevel ur greizenn nukleel eno.

Oberenn [ kemman | kemman ar vammenn ]