Profed

Eus Wikipedia
Ar profed Malac'hi , unan eus profeded ar yuzevegezh

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue , pe evel un diouganer , pe c'hoazh evel un divinour .
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφ?τη? profetis "jubennour un doue", dre al latin - iliz popheta , henvelster.
Evel kannad un doue e teu, sanset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskulian ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reou o relijion , ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue eman ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhiou e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennou ha danjerou da ziwall dezho.

E metou ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levriou ar Brofeded a gaver e Bibl , e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien ). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester ???? nabi .
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levriou-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted .

Profeded ar yuzevegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Profeded ar gristeniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jezuz Nazaret zo ur profed gant an islam, nemet gant ar gristenien ez eo "Gwir Doue ha Gwir den", eil person an Dreinded , Jezuz ar C'hrist, da lavarout eo an hini olevet, an Emmanouel hag ar Mesiaz hirc'hortozet gant diouganerien (pe brofeded) an Testamant Kozh.

En Testamant Nevez , en Aviel , e kaver anv dre veur a wech eus Yann-Vadezour , ha lavaret e vez ur profed anezhan : ur wech e lavar Lukaz (II- 36-38) eus ar brofedez Hannah (Anna) ha hi un intanvez kozh o prezegennin e-barzh Templ Jeruzalem diwar-benn Jezuz-Krist.

Meur a wech e vez kaoz eus profeded dizanv : hervez ar gristenien o dije bet resevet donezonou ar Spered santel .

Pa vez kaoz eus profeded all eo eus re an Testamant Kozh e vez kaoz.

Profeded an islam [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er penn-kentan e kaver Mohammed, a lavar eo-en "siell ar profeded", ar profed diwezhan neuze, p'en deus lakaet ar C'horan da vezan diskuliet.

N'eus nemet 25 profed ha roet o anv er C'horan. En ur hadith (bomm-lavar Mohammed pennaouet goude e varv) eo bet meneget ez eo bet ur profed evit pep pobl ha 124 000 en holl. Ada eo bet an hini kentan ; Noe , Abraham , Moizez ha Jezuz eo bet ar re veur a-raok Mohammed.
Meur a rasul ( rasoul , "kannad") zo meneget er C'horan ivez, en o zouez patriarked ha n'int ket gwelet evel profeded er Bibl.

Er sourated XXI ( Ar Brofeded ), IV ( Ar maouezed ), et III ( `Imran ) eo bet meneget profeded e roll an "dud reizh" (???????????? [a?-??li??n]).

Ar profed Mohammed o tegemer lavar an doue digant an arc'hael Jibril (Gabriel) ? Garskeudenn, 1307 .
Ada (profed) (III; 33)
(??? [?dam])
Enok (XXI; 85)
(????? [idr?s], Idris )
Noe (VII ; 61)
(??? [n??], Nuh )
Abraham (XIX ; 41)
(??????? [ibr?h?m], Ibrahim )
Ismael (IV ; 163)
( ??????? [ism?`?l], Isma`il )
Lot (XXVI ; 162)
(??? [l??], Lut )
Izaak (XXXVII ; 112)
(????? [is??q], Ishaq )
Yakob (IV ; 163)
(????? [ya`q?b], Ya`qub )
Jozef (XII)
(???? [y?suf], Yusuf )
Moizez (VII ; 104)
(?????? [m?s?], Musa )
Aaron (IV ; 163)
(????? [h?r?n], Harun )
Job (IV ; 163)
(?????? [ayy?b], Ayyub )
Jonaz (XXXVII; 139)
(???? [y?nas], Yunas )
Salaun (IV ; 163)
(????????? [sulaym?n], Sulayman )
David (IV ; 163)
(????? [d?w?d], Dawud )
Iliaz (XXXVII ; 123)
(???????? [ily?s], Ilyas )
Elize (VI; 86)
(???????? [al-y?s`a], al-Yas`a )
Ezekiel (XXI; 85)
(??? ??????? [δ?'l-kifl], Dhu'l-Kifl )(
  • Meneget evel profeded en Testamant nevez nemetken :
Zakaria (tad da Yann-Vadezour) (XXI; 89)
(?????????? [zakar?y?])
Joachim (III)
(????? [`imran], `Imran )
Yann-Vadezour (III; 39)
(????? [ya?y?], Yahya )
Jezuz Nazaret (III; 49)
(????? [`?s?], `Isa )
  • Profeded arab a zo, un nebeud anezho meneget er Bibl, ha pep hini a zo bet profed evit ur meuriad arab.
Hud profed an `Aded (VII; 67)
(??? [h?d])
Jethro profed ar Vadianed (VII; 85)
(??????? [?u`ayb],: Chu`ayb )
Salih profed an Thamud (VII; 73)
(???? [??li?])
  • Setu aman stad ar profed Mohammed en islam :

 Mohammed eo an hini diwezhan. Pep profed a zo bet skarzhet eus e gumuniezh ha distrujet eo bet homan gant Doue... Biskoazh n'hon eus kastizet ur bobl a-raok m'hor bije kaset ur profed dezhi.  ? Koran (XVII ; 15)


Un nebeud profeded all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]