Piano

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pianoour )

Savet eo ar pennad-man diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Piano Steinway
Henriette Ronner-Knip (1897)

Ar piano a zo ur c'hlav ( benveg-senin ) gant ur c'hlaouier. Renket eo ken e-touez an tosklaviou hag ar c'herdinklaviou skoet . Graet e vez ar son gant kerdin stignet war ur framm dibleg a-us d'an daol-zasson .
Gant morzholigou warno un tamm feltr e vez skoet ar c'herdin diwar bountan war ar stokellou. Daskren ar c'herdin a zo lakaet a-sav gant ur mouger pa vez laosket ar stokell . Dre ur c'hempennadur mekanik, al laoskerez , e vez lezet ar gordenn da daskrenan dieub hag adlanset buan-tre ar son un eil wech.

Eus berradur an droienn italian piano-forte (= dous-krenv) e teu anv ar benveg. Diwar-se e lakaer da intent e teu disoc'hou dishenvel hervez an nerzh a gaser evit stokan ouzh an stokellou.

Istor ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kavadenn ar piano-forte [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skalfad ur piano
Son ur piano

Fardet eo bet ar piano-forte kentan e derou an XVIII vet kantved gant an italian Bartolomeo Cristofori e Firenze ( Italia ) a anvas anezhan piano-forte . Diwar teuziadur klaviou koshoc'h eo bet krouet, ar c'hlavikerdinell ( XV vet kantved ) hag an toskerkerdinell ( Grennamzer ).
N'ouzer ket mat pegoulz eo bet fardet ar piano-forte kentan gant Bartolomeo Cristofori, met diouzh ur renabl graet evit ar Medicis, mistri Cristofori e weler e oa ur c'hlav gantan e 1700 . Sanset eo bet fardet un ugentad piano-forteou gant Cristofori a-raok ma varvas e 1731 hag e chom tri anezho hiziv deiziadet war-dro ar bloavezhiou 1720 .

Piano Cristofori [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1698 , ar fardour klavisim italian Bartolomeo Cristofori a sonjas krouin ur benveg nevez gant ur c'hlavier. E bal a oa fardin ur benveg a c'helle produin soniou nerzhek pe dous kement ha ma c'hell (n'ez eus ket tu da gemm krenvder son ar c'hlavisim). E 1709 en doa echuet an ijinadenn. Anvet eo bet gant Cristofori "gravicembalo col piano e forte" ? klavisim gant arliviou dous ha krenv. Treuzfurmet eo bet an anv-se e "pianoforte" ha berraet e "piano" dibaoe. Cristofori en deus bet kalz a gudennou evit sevel ar benveg. Da skouer, penaos paraat doc'h ar vorzhollenn da adlammat goude bout bet skoet doc'h ar gordenn, ha lakaat anezhi da skein ur wezh c'hoazh ? Kavout a reas un diskoulm : ur wikefre a vez anvet hiriv an deiz an "achap". E 1732 , ar sonaozer Lodovico Giustini a embannas daouzek sonatenn evit ar piano, ar re gentan skrivet evit ar benveg-man. Ar ar skrid en doa skrivet ar lodennou da sonin "piano" pe "forte".
Pianoiou Cristofori o doa div gordenn evit pep notenn (evit lakaat ar soneiz da vont ar gresk). Ar c'herdin a veze skoet get morzholennigou stumm karrezek goloet get ler. Gwan e oa soneiz ar benveg, ar pezh a laouene e gevezerion, fardourion klavisim.

Piano Silbermann [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ijinadenn nevez Cristofori 'n em ledas en estrenvro, hag an obererion benvegou a grogas da fardin pianoiou. E Dresden , en Alamagn , an oberer Gottfried Silbermann a ginnigas e ziwezhan patrom piano da v/Bach mes ne voa tamm 'bet fromet ar sonaozer. Gwan e oa an notennou skiltr, a laras en, ha re bounner eo an touchennou, ar pezh a lakae an oberidigezh da vout skuizhus. Silbermann a selaouas doc'h an evezhiadennou-se hag a gemmas e biano. Ar wezh-man e voe gourc'hemennet pa esaeas ar sonaozer ar benveg evit an eil gwezh.

Ar piano karrez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar pianoiou kentan a oa pianoiou lostek get ur voest a-blaen evit lojin ar c'herdin. Benvegou fichet cheuc'h mes a gemer kalz a blas. Obererion alaman a grouas benvegou bihanoc'h, anvet piano karrez. Doc'h ar c'hiz eo bet ar pianoiou karrez e Bro-Saoz lec'h ma teuas an Alaman Johannes Zumpe, skoliad Silbermann, d'en em staliin e 1760. Brud Zumpe 'n em ledas er bed a-bezh, hag e vinviji a zo bet ezporzhiet e Frans hag e Amerika memes, lec'h ma 'z eo bet e gemmet ur wezh c'hoazh. Kerdin ar pianoiou karrez a zo renket a-blaen, a gleiz da zehou, e gounit plas er mod-se ? ur menoz tennet diar ar c'hlavikerdin.

Ar framm metalek hag ar bedalenn grenv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kerdin ar piano a zo astennet ar ur frammad e stumm un delenn, ar framm. Ar ar benvegou kentan, e oa ar framm-se graet get koad krenvaet get houarn. E rannvroiou zo en Amerika, e distrizhe hag e krize ar c'hoad, a-gaoz d'an hin, ar pezh a zizakorde ar piano. E 1825 an oberer piano Alpheus Babcock a v/boston a sonjas en ur framm metalek hep koad: an houarn na griz ket. Obererion arall a adkemeras e sonjet e-dan berr e voa savet frammou an holl pianoiou er memes mod. Hiriv an deiz, ez eo bras-tre framm metalek ar pianoiou lostek, rak gwask ar kerdin a zo bras kenan: meur a donennad. Ur framme houarn teuzet en ur pezh a ro tu da sevel kredin tevoc'h hag astennetoc'h, a-benn gwellaat ar soneiz. E fin an XVIIIvet kantved, o doa an obererion a Londrez ur plas pouezus. E 1783 firm Broadwood a ijinas ar pezh a zo hiriv an deiz un ag an elfennou pennan ar piano modern: ar bedalenn ≪krenv≫. Nebeut goude e voe savet an holl pianoiou get ar bedalenn-se hag ar-lerc'h e voe ouzhpennet ur bedalenn ≪dous≫. Benvegou 'zo, dreist-holl ar re lostek, o deus un drede pedalenn.

Ar pianoiou a-blom [ kemman | kemman ar vammenn ]

E welet pennvad ar piano karrez, ar farderion o deus klasket fardin ur benveg en deus soneiz a-zoare ar piano lostek mes a gemer nebeut a blas. An aesan diskoulm a zo bet lec'hiin ar piano lostek a-blom ? hag an dra-se eo o deus graet! An disoc'h a zo bet ur benveg uhel ha vil, lesanvet ≪piano jiraf≫. E 1811, an oberer a Londrez Robert Wornum a ijinas unan fetisoc'h a deuas da vout ar piano a-blom, goude bout bet gwellekaet mar a wezh. Bro Frans he deus kemeret perzh e gwellidigezh ar piano a-blom, ec'h implijout ar staliadur e kordennou kroaziet : ar c'herdin bout ha skiltr a oa astennet a dreuz ar re ar ar re arall. Er mod-man e oa tu lojin kerdin brasoc'h en ur boest bihanoc'h ha gwellaat neuze perzhded ha galloudegezh ar son. Da heul ez eo bet graet get an teknik-man evit ar pianoiou lostek, hag hec'h implijet e vez hiriv an deiz.

An anviou bras [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dibaoe Cristofori ez eo 'n em diorroet kalz ar piano. Leun a obererion a oa brudet gwechall ne vez o anavet nemet get o enskrivadur ar o benvegou a chom bev hiriv c'hoazh. Mes tri zi bras, holl krouet e 1853, a gendalc'h da vout hiriv an deiz: Bechstein ha Blutner e Alamagn ha Steinway er Stadou Unanet ? kavet e vez ingal an anviou-se e gwellan sonadegou ar bed a-bezh.

Familh ar C'hlavierou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An Ograou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ijinet eo bet an hini kentan e bro C'hres daou vil vloaz 'zo d'an nebeutan. Anvet 'veze an hydraulos , implij a rae gwask an aer bet krouet get ur bompell dour ha lakaet 'veze da vont en-dro get ur ur bompell a-zorn. Sonet 'veze ag an ograou evit ar lidou pe evit an emgannou gladiatourion get ar Romaned. Kevredet get ar lidou-man, ez eo deuet an ograou da vout ur benveg relijiel, ar-lerc'h un nebeut kantvedou. Hiriv an deiz e vez an ograou a iliz ar brasan benveg a familh ar c'hlavierou: tuellennou an ograou a c'hell tizhout tro 10 metrad a hirder.

Ar C'hlavikerdinell [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar c'hlavikerdinell 'zo bet krouet er XVvet kantved. Ar benveg kentan a familh ar c'hlavierou 'oa e vout implijet get an holl tiegezhiou muziker. Dre ma 'oa bihan a-walc'h, e veze e lakaet ar an daol. Kerdin ar c'hlavikerdinell a veze skoet get laonennigou e laton anvet tangentes . An tangentes a boueze ar ar c'herdin betek ma vehe laosket an douchenn get ar biz. Tu 'oa neuze produin meur a efed e chench gwask ar biz ar an douchenn. Dous-tre 'oa son ar benveg-man daoust ma 'oa div gordenn evit pep notenn a-benn ma vehe krenvoc'h ar son.

Ar Spinetez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar spinetez a zo bet implijet kalz e-kerzh ar XVIIvet hag ar XVIIIvet kantved, e amzer Bach ha Mozart. Dont a ra e anv ag ar ger latin spina, a dalvez draen, dre ma 'z eo he beg hanval doc'h un draen. Ar benveg-man a veze implijet pa veze un nebeut a dud kentoc'h evit ar sonadegou bras dre ma 'z eo gwan he soneiz. Pinset eo ar c'herdin get pezhiou koad o deus ur beg e bluenn anvet : sauteraux . Pa vez pouezet ar un douchenn e sav ar sautereau hag e pins ar gordenn.

Ar C'hlavisim [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur c'hlavisim
Ur celesta
Un harmoniom

E-pad pevar c'hant blez, betek fin an XVIIIvet kantved eo bet ar c'hlavisim ar benveg get ur c'hlavier ar muian implijet. Get mentou a-zoare, alies livet ha kinklet, e son a oa sklaer ha nerzhek. Ar re vrasan o doa daou pe dri c'hlavier, lakaet an eil dreist egile, get gwikefreou dishenvel a-benn chench soneiz. E mare Bach, e voe kavet ar c'hlavisim e lod vrasan ar pezhiou evit ar sonerezh kambr pe evit ar lazou-sonin. Ar memes mont en-dro hag ar spinetez en deus.

Ar Piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-dal penn kentan an XIXvet kantved, eh aas ar piano ag annezou an aristokrated da diegezhiou ar vourc'hizion. E fin ar c'hantved e tizhas bed ar sonerezh jazz hag ar music-hall. E penn kentan an XXvet kanted ez eo en em ledet ar piano en ur bochad familhou. E-touez an holl c'hlavierou ez eo ar piano a c'hell kaout ar muian a soniou, ar bravan arliviou hag en em vellin a ra mat-tre get ar binviou arall. Ar perzhiou mat-se o deus e gaset dreist d'ar c'hlavisim ha d'ar spinetez.

An Harmonium [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1840 e ijinas ur oberer ograou gall ur benveg en doa ar memes mont en-dro evit an ograou, mes get ur c'lavier oc'hpenn. Son an harmonium a deue a krenadennou filennou metalek, an anchennou. Bout 'oa unan evit pep notenn. Krenan a raen e-dan gwask an aer kavet en ur megin a veze lakaet da vont en-dro gras d'ur bedalenn. Buan en em ledas an harmonium en tiegezhiou kement ag en iliziou hag er chapeliou, lec'h ma 'h eus tu klevet son an harmonium hiriv an deiz c'hoazh.

An akordeons [ kemman | kemman ar vammenn ]

El an harmonium ez eo an akordeons ur benveg get anchou. Dont a ra maez ur son pa vez sachet pe bountet ar ar meginou. An dorn dehou a c'hoari an ton ar ar c'hlavier bihan get touchennou pe boutonou, e keit ma lak da vont en-dro an dorn kleiz ar meginou ha meur a vouton a-benn krouin klotadou-boud.

Ar Piano Mekanikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar piano mekanikel kentan a zae en dro get un dornell; ur seurt boest sonerezh e oa 'benn ar fin. E penn komans an XIXvet kantved, e veze savet anezhan ar rodou hag implijet er straedou get ar sonerion. Da heul eo bet ijinet ur wikefre a c'helle bout lakaet ar klavier ur piano ordinal; ur wikefre bizied e koad a boueze ar an touchennou. A-benn ar fin, ez eo bet lakaet ar wikefre-man er piano da vat. Mont a rae en-dro get rollou paper toullet ha meginou ( bet erlec'hiet get ur c'heflusker tredan goude-se). E 1900 eh eus bet graet kenwerzh getan e-dan an anv pianola, hag a zo chomet dezhan ar-lerc'h.

An Ograou Hammond [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar c'hlavier tredanel kentan a zo bet krouet 100 vloaz 'zo e Stadou-Unanet Amerika. Telharmonium a veze graet doc'htan ha pouezin a rae 200 tonennad! E 1939 an ijinour Hammond a grouas an ograou Hammond. Son ar benveg-man a veze krouet get pladennou e dir, a droe e maeziou magnetek. Er bloavezhiou 50 eo bet krouet ar c'hlavierou hezoug, er bloavezhiou 60 ar c'hugou elektronek ? hag ar stokelleg.

Brud a gavas e berr amzer ograou Hammond. En em ledet eo buan en iliziou, er sinemaou hag er studioiou radio kement ag en tiegezhiou.

Ar celesta [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar celesta a hanval doc'h ur piano bihan hag en deus ar memes mont en-dro. An diforc'h eo, e sko ar morzholennou doc'h barrennou houarn, ar pezh a ro d'ar benveg-man ur soneiz skiltr ha kanus. Breouet e Bariz e 1886, ez eo bet implijet ar celesta e meur a sonaozenn laz-sonin.

Ar lazou-binviou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sonerezh evit piano solo [ kemman | kemman ar vammenn ]

Toniaoueg ar piano a zo kalz brasoc'h evit hini n'eus forzh peseurt benveg arall. Er c'hentan plas e vez ar piano er c'hoariadennou (sonadeg roet get un unsoner). Sonaozet eo bet pezhiou evit abadennou skinwel, temou filmou ha sonerezh laz-sonin, e meur a stil evit ar piano. Setu penaos eo bet pinvidikaet c'hoazh un tonaoueg a oa dija bras meurbet.

Daouad evit ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un daouad a zo ur pezh evit daou soner. Dre ma 'z eo frank-tre skeuliad ar piano, ez eo an daouadou sonerezh ur pevar dorn d'ar liesan (daou soner ar ur c'hlavier). Sonaozerion zo o deus skrivet pezhiou get muioc'h a zanvez evit daou biano.

Triadou get ur piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un triad a zo ur pezh evit tri benveg; d'ar liesan e vez ur piano ur violons hag ur gourrebed, el en triad anavet a V/Beethoven: Triad an Arc'hduk.

Pevarad get ur piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar pevarad get ur piano a zo aozet d'ar liesan get ur piano, ur violons, un alto hag ur gourrebed. Mes e Quatuor pour la fin fin du temps ag ar sonaozour Olivier Messiaen (skrivet e 1941, pa 'oa en ur prizoniad brezel) e vez kavet ur piano, ur violons, un dreujenn-gaol hag ur gourebed. An dibab-se 'zo bet graet e-kenver barregezh e gompagnuned a gamp.

Eilan get ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Perzh dibar d'ar piano (hag un nebeut benvegou arall) eh eus tu sonin meur a notenn er memes koulz (klotadou), a pezh a lak anezhe da vout eilerion hag ar choaz. Get ar sonaozerion eo bet implijet kalz ar perzh-man, kement evit eilin benvegou pe unkanerion kement hag aozaduriou bras laz-kanin.

Concerto evit ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar ger ≪concerto≫ a dalveze gwechall evit an holl pezhiou evit meur a venveg. E-kerzh an daou gant hag hanter-kant vlez diwezhan eo daet da vout ar c'honcerto ur sonaozenn evit ur benveg e-unan hag ur laz-sonin. Mozart a zo bet an hini kentan da sonaozin concertoiou evit ar benveg-man, hag evit daou ha tri fiano memes.

Ar piano jazz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammet eo ar piano get ar jazz abaoe ganedigezh ar stil sonerezh-se; e gavet e vez lies e triad, get taboulinou hag ur gitar-boud. Soneiz nerzhek ar piano a glot mat-tre get luskou krenv ar jazz. Ennan e vez kalz a unsonerion el Oscar Peterson . E dalant dezhan n'eo ket nemet e deknik hep par, mes ivez en e varregezh er primaozadennou (sonerezh krouet a-feur m'eman sonet).

Mont en-dro ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tu vehe renkin ar piano get ar benvegou kerdin dre ma deu ar son diar froumou ar c'herdin. Mes renket eo bet bepred get ar reizhad hengounel e toueez ar benvegou get ur c'hlavier. Ar wikefre a lak da vont en-dro ar piano - an touchennou a c'hourc'hemenn ar morzholenou hag ar re-man a sko doc'h ar c'herdin - a vez anvet ar vekanikerezh . Soneiz ar benveg - ront hag unvan pe skiltr ha frapataet - a zepant doc'h ar vekanikerezh dreist-holl. Pouez ar c'hlavier en deus e bouezusted ivez: ret eo d'an touchennou kaout ur gwevnder a-zere get bizied ar soner. Pouezus-tre eo ivez o dhe an holl morzholennou ar memes pouez ha bout kenpell doc'h ar c'herdin, mod arall e zahe notennou 'zo fonnaploc'h evit reou arall. Ar son produet get ar benveg a zo amplaet get ar voest kensoniezh, a geer rolla linenn-gig. Ar pezh arrebeuri e koad a zo ar c'hef-dasson hag a grenva ar son. Tu 'zo digor golo ar c'hef a-benn krenvaat ur wezh ouzhpenn ar son.

Pezhiou ar piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Ar Framm  : Gras d'ar framm metalek eh eus tu astenn ar muian posupl ar c'herdin a-benn gwellat ar soneiz hag parout d'ar c'herdin d'en em zizakordin.
  • Ar Brochou ton e dir : Bout eh eus unan dre gordenn.
  • Ar Brochou stagin  : e dit int ha lec'hiet e traon ar c'hef. Aze emaint evit strapennin ar c'herdin.
  • Ar Savadenn e kerdin kraziet  : Savet a-groaz ez eo hiroc'h ar c'herdin neuze e froumont gwelloc'h, ar pezh a well ivez a son. Ar savadenn a-groaz a servij ivez da ingalin ar stennadur skoret get ar framm.
  • Ar Morzholennou  : Pa 'vez pouezet ar un douchenn e sav ar morzholenn evit skoin doc'h ar gordenn. Mentou dishenvel a c'hellont kavit e-kenver ar piano. Graet in get bazhiou hir ha fin e koad. Lurellet int get meur a devder feltr gwasket ha peget doc'h ar c'hoad.
  • Ar Vougerion :Ur wezh skoet ur gordenn e c'holo ar mouger ar grdenn evit paouez ar froumou ha neuze ar son.
Pedalennou
  • Ar Bedalenn dous (ar bedalenn a gleiz) : Hennezh a dosta ar morzholennou doc'h ar c'herdin a-benn m'o dehe nebeutoc'h a nerzh pa skoont doc'hte, ar pezh a gwana ar son.
  • Ar Bedalenn grenv (ar bedalenn a zehou) : Hennezh a bell ar vougerion doc'h ar c'herdin, memes ma vez pouezet ar an touchennou. Er mod-se eh eus tu derc'hel hir amzer un notenn goude bout bet laosket an douchenn.
  • An touchennou  : graet int get koad tener kalfichet un ur plankenn gwez sapin pe tilh. Gwechall e veze goloet an touhennou gwenn get ivor olifant hag ar re zu get koad ebena. Hiriv an deiz eo bet erlec'hiet an danveziou rall-se get plastik.

Farderezh ur piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Keidan ur piano

Bout 'zo pianoiou a veur a stil hag a veur a vent, ag ar piano a-blom modern a glot get an implij en tiegezhiou betek ar pianoiou sonadegou. Ar pezh boutin d'an holl: ar memes elfenn eo hag a zo ar brasan : ar framm e houarn. Ar vekanikerezh eo kalon ar piano. Pep elfenn enni a rank mont en-dro ag ar gwellan ha bout reizhet resis-tre. An holl danveziou implijet e farderezh ar benveg a rank bout a-zoare evit ma badehe hir amzer. Ar piano a rank bout kedoniet en un doare reoliek. Ar c'hendoner a reizh stennadur ar c'herdin e stardin pe e distardin ar brochou ton.


  • Ar C'hef pe ar Pezh arrebeuri  : graet eo get pannellou e kod derv. A waezhou e vez lakaet dir pe houarn get ar c'hoad.
  • Ar Voest kensoniezh  : ur pezh bras e koad spruns ag 1cm a devded. Un tamm krommet eo ha staget a-blom doc'h ar frammadur.
  • Ar Varc'hou-koad  : e koad kalet int savet. Lakaat a reont ar c'herdin hag ar voest kensoniezh da zarempredin. Staget int get vinsou ha peg.
  • Ar pedalennou  : urzhiet int get loc'hou ha pipedou.
  • Ar Framm e houarn  : ur stumm amreizh 'zo dezhan, teuzet eo en ur bezh hepken ha lakaet e plas dre sikour boulonou.
  • Ar C'herdin  : staget int en tu get ar brochou ton ha d'an tu arall get ar brochou stagin. Trement a reont dreist d'ar varc'hou-koad.
    • Ar c'herdin boud : e dir int graet get kouevr ha laton tro-dro. Er mod-se int krenvaet hep ma ne gollehent o gwevnder. Dalc'het e vez neuze kalite ar son.
    • Ar c'herdin kreiz : div grodenn a vez dre notenn a-benn krenvaat ar soneiz.
    • Ar c'herdin skiltr : teir gordenn a vez dre notenn a-benn kempouez dasson an notennou boud.

Keidan ur piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un eizhvedenn er skeulenn diatonek adal an Do kreiz (Do4_C4)
Un eizhvedenn er skeulenn gromatek adal an Do kreiz

Bez' ez eus 88 pouezell e klavier ur piano boutin. Pep pouezell a son un notenn hepken, a rank bezan kentonet e-kenver an notenn La 440 Hz he zalm , a zo 6 vet notenn naturel ar pevare eizhvedell, a anver La4 pe A4.
Kendonet e vez ar benveg hervez ar skeulenn geidesaouek a implijer er sonerezh kornogel. Ar pouezellou gwenn a son an notennou anvet "naturel", a zo re ar skeulenn diatonek  ; ar pouezellou du a son an notennou ouzhpenn, a dro ar skeulenn diatonek d'ar skeulenn gromatek .
Rannet eo pep eizhvedell e 12 notenn eus an notenn voutan d'an hini skiltran, hag ingal e vez an esaou (½ tonenn) etre div notenn da-heul.

Da skouer, gant un eizhvedell Do n ? Do n + 1  :

8 notenn an eizhvedell ziatonek Do Re Mi Fa Sol La Si Do
12 notenn ar skeulenn gromatek Do Do#
Re♭
Re Re#
Mi♭
Mi Fa Fa#
Sol♭
Sol Sol#
La♭
La La#
Si♭
Si

An notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu aman taolenn holl notennou ur piano boutin, 88 pouezell en e glavier.
An notenn voutan (La0_A0) eo ar bouezell gentan e penn kleiz ar c'hlavier ; er penn dehou ez eo Do8_C8 an notenn skiltran, sonet gant ar bouezell ziwezhan.

Anviou an notennou kornogel
Yezhou romanek La Si Do Re Mi Fa Sol
Yezhou germanek A B C D E F G
Eizhvedell 0 Eizhvedell 1 Eizhvedell 2 Eizhvedell 3 Eizhvedell 4 Eizhvedell 5 Eizhvedell 6 Eizhvedell 7 Eizhvedell 8
Anv Talm (Hz) Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm Anv Talm
1 A0 27,50000 4 C1 32,70320 16 C2 65,40639 28 C3 130,8128 40 C4 = kreiz 261,6256 52 C5 523,2511 64 C6 1046,502 76 C7 2093,005 88 C8 4186,009
2 A#0_B♭0 29,13524 5 C#1_D♭1 34,64783 17 C#2_D♭2 69,29566 29 C#3_D♭3 138,5913 41 C#4_D♭4 277,1826 53 C#5_D♭5 554,3653 65 C#6_D♭6 1108,731 77 C#7_D♭7 2217,461
3 B0 30,86771 6 D1 36,70810 18 D2 73,41619 30 D3 146,8324 42 D4 293,6648 54 D5 587,3295 66 D6 1174,659 78 D7 2349,318
7 D#1_E♭1 38,89087 19 D#2_E♭2 77,78175 31 D#3_E♭3 155,5635 43 D#4_E♭4 311,1270 55 D#5_E♭5 622,2540 67 D#6_E♭6 1244,508 79 D#7_E♭7 2489,016
8 E1 41,20344 20 E2 82,40689 32 E3 164,8138 44 E4 329,6276 56 E5 659,2551 68 E6 1318,510 80 E7 2637,020
9 F1 43,65353 21 F2 87,30706 33 F3 174,6141 45 F4 349,2282 57 F5 698,4565 69 F6 1396,913 81 F7 2793,826
10 F#1_G♭1 46,24930 22 F#2_G♭2 92,49861 34 F#3_G♭3 184,9972 46 F#4_G♭4 369,9944 58 F#5_G♭5 739,9888 70 F#6_G♭6 1479,978 82 F#7_G♭7 2959,955
11 G1 48,99943 23 G2 97,99886 35 G3 195,9977 47 G4 391,9954 59 G5 783,9909 71 G6 1567,982 83 G7 3135,963
12 G#1_A♭1 51,91309 24 G#2_A♭2 103,8262 36 G#3_A♭3 207,6523 48 G#4_A♭A 415,3047 60 G#5_A♭5 830,6094 72 G#6_A♭6 1661,219 84 G#7_A♭1 3322,438
13 A1 55,00000 25 A2 110,0000 37 A3 220,000 49 A4 = dave 440,000 61 A5 880,0000 73 A6 1760,000 85 A7 3520,000
14 A#1_B♭1 58,27047 26 A#2_B♭2 116,5409 38 A#3_B♭3 233,0819 50 A#4_B♭4 466,1638 62 A#5_B♭5 932,3275 74 A#6_B♭6 1864,655 86 A#7_7♭1 3729,310
15 B1 61,73541 27 B2 123,4708 39 B3 246,9417 51 B4 493,8833 63 B5 987,7666 75 B6 1975,533 87 B7 3951,066

Sonin piano [ kemman | kemman ar vammenn ]

Laret e vez ez eo ar piano ar romantelan benveg e-touez an holl re dre ma c'hell troin e stumm sonerezh lan a sonjou, a fromou hag a skeudennou.

Klavier ur piano
  • Staccato  : Ar ger italian-se a dalv : distaget. E yezh ar sonerezh e vez komprenet ar staccato el distagin un notenn d'an hani d'he heul. An teknik-man a zo tu implijout get tost an holl benvegou. Efedus eo dreist-holl get ar piano pa vez skanv ha dilammus an ton.
  • Legato  : Dalvezout a ra ar ger-man : liammet. Kontrol mik ar staccato eo. Rankout a ra an notennou bout liammet hep toull tre pep hini. Implije eo kalz ar legato get ar piano. Dont a ray da vout brav meurbet mare legato ur pezh ma 'z eo sonet mat.
  • An azez  : Aliet eo get an holl gelenerion bout azezet mat diak ar c'hlavier memes ma ne chom soner piano ebet - deraouer pe barrek-tre - difinv penn da benn e-pad m'eman e sonin.
  • Una Corda  : An dro-lar italian-man a dalv :ur gordenn. Laret a ra ez eo ret sankin ar bedalenn dous. Ar benvegou get ur c'hlavier kentan o doa div gordenn dre notenn. Ar pedalenn dous a zilec'he ar vekanikerezh ar ar c'hostez a-benn ma ne skoehe pep morzholenn ar ur gordenn hepken, evit gwanaat ar son. Er benvegou modern e vez kavet ar memes mekanikerezh (an notennou boud get ur gordenn n'int ket finvet). Implijet 'vez ar mod-man get ar sonerion a-benn gwanaat ha doussat ar soneiz.
  • Ar Bedalenn grenv  : Get sonaozourion 'zo e vez meneget ar ar skrid-sonerezh pegourz eo ret he sankin mes d'ar liesan ez eo ar soner a choaz pegourz ober doc'hti. Pinvidikaat a ra ar bedalenn grenv soneiz ar piano. Hepti e vehe bet dibosupl tizhout efedou fellet da sonaozerion an XIX vet hag XX vet kantved.
  • Ar Vizerezh  : Ar re a grog get ar sonin piano a gav enoeus deskin ar vizerezh. Mes n'haller ket ober hepti a-benn bout ur mailh ar ar sonin. Ar sonerion piano a vicher a oar en a-raok get peseurt biz 'vo c'hoariet bep a notenn. Kalite an c'hoari a zipand dreist-holl ag ur vizerezh desket mat.
  • An Eizhvedellou  : O implijet e vez lies get an dorn kleiz a-benn krenvaat ar boud. Lies e vez daouarn ar sonerion yaouank re vihan evit sonin an eizhvedellou. An diaester-se a za kuit pa vrasa ar bugel.
  • Ar C'hlotadou  : Ar re a gomans, a c'hoari un notenn en un taol er penn kentan hag e c'hoariont klotadou goude. Sonet e vent d'ar liesan get an dorn kleiz a eil an ton sonet get an dorn dehou. Lod vrasan an deraouerion o deus poan da sevel bizied 'zo e sonin get bizied arall an dorn dehou. Dont a reont a-benn ag an deknik buan a-walc'h memestra.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]