Paul Serusier

Eus Wikipedia
Paul Serusier

Paul Serusier , livour gall, ganet e Pariz e 1864 , marvet e Montroulez e 1927 . Livour post-impresionist eo bet da gentan, a-raok sevel ha kas en dro an emsav anvet an " Nabied " (pezh a dalvez kement hag "ar Brofeded" en hebraeg ). E Breizh eo ma kav e hent ha ma ya ar pellan evit kavout e dro-livan : e Pont-Aven da gentan e-lec'h ma tarempredas arzourien evel Gauguin hag e vandennad ha da c'houde e Kastell-Nevez-ar-Faou hag en Uhelgoad . Den a genwerzh oa e dad, a laboure en industriezh ar c’hwezhvad. 1875 e voe degemeret e lise Condorcet e Pariz, ma teskas prederouriezh, gegach, latin kement hag ar skiantou. 1885, e yeas tre en akademiezh Julian. Paotr hegarat anezhan, buan a-walc'h e voe enno kamalad gant ar skolidi hag ar gelenerien. D'ar mare-se e skoulmas liammou gant Maurice Denis, (livour Perroz).

Berrbad voe e dremen en ti pansioun Gloaneg e Pont Aven, e-doug an hanv 1888, ma reas anaoudegezh gant Emile Bernard ha Paul Gauguin. Tostaat a reas dionte ha deskin livan digant Paul Gauguin, ar mestr meur. Gant heman e voe broudet d'en em zizober diouzh rediennou drevezin al livaj, implij liviou glan, birvidik, arabat chom war c’horre, ha dav eo kredin mont en tu-hont dezhi hag klask skeudennin pezh a weler hervez e boell dezhan e unan, a-fed kinklan ha simboliou. Gant Gauguin voe livet an daolenn ≪ an Talisman ≫ gant Seruz e voe kaset da ziskouez da Bariz, en o rouedadig arzourien. Diwar an diviziou maget gant e geneiled, e tivizas neuze Seruzier ober e sonj distrein da pont Aven er bloaz 1889, d’ober e annez gant Gauguin, Charles Filiger ha Meyer De Haan hag ar re all, e ti ar Pouldu, herbec’h Marie Henry a voe treuzfurmet tamm-ha-tamm en ur skwat arzourien.

Ganto e voe savet ar strollad nabis pezh a dalv ≪ diouganer er yezh hebraeg ≫. Asambles e komzet a-zivout teoriennou an arz, simbolism, kevrinouriezh, hag ezoteregezh. Tud oristal o faltazian kludet war ster ar vuhez, perak ar vuhez ? Deus pelec’h omp ? Da belec’h ez eomp ? En diskouezadegou e kemeras perzh ha kas da benn kinkladuriou c’hoariva, e-ser kenlabourat gant "ar gelaouennig wenn". Tro 1896  e voe trenket ar soubenn, ha pep hini a yeas diouzh e du, evit derc’hel da labourat a-zeuvri pep hini war e raktresou dezhan.  

1891 e yeas kuit diouzh Pont aven hag ar Pouldu evit n em stalian en Huelgoat, ma gejas gant Gabriella Zapolska: un aktourez Polonad. Livan a reas pezh-mell tudennou divent ha kadarn breizhad. Kemm a reas e baletenn-liv ha ne voe ket evit ober gant liviou glan ken, tapout a reas ar pleg da veskan, e liviou gant un arliv gris. 1893 en em staljont gant  Gabriella Zapolska e Kastell-nevez-ar-Faou, ma voe e annez pennan adal 1906 betek dibenn e vuhez. Deus e di lezanvet ganto an ≪ Duchenn Glas ≫ e c’helle arvestin ouzh gweledvaou dorgenn pontadig hag ar Menez Du. Gantan e voe kinklet an ti-se, gant livaduriou war dodenn ar relijion, pagan pe ezoterikel.

E Pariz e tremene ar goanvezhiou ma laboure gant e vignon Lugne-Poe, diazezour ar c’hoariva anvet l'Œuvre. Stank e oa an arzourien a laboure war kinkladuriou ar c’hoarivaou d’ar c’houlz-hont. War al labouriou-se e klaske an arzourien eeunaat, sintetizan o huelvennad en o oberennou, dre veur a vod ezteurel.

Da Beuron, en alamagn, ez eas evit ober anaoudegezh gant frered ur gumuniezh kristen. Hervez o doa ar re-man un uhelvennad diwar-benn ar c’hened. Evito ne oa nemet tud soutil, ha lijer a c’helle dispak kunvded ar vuhez. Plijet gant o safar meizadel, e tivizas livan diouzh o deoriennou, ha lakaat e pleustr o c’hredennou diazezet war ar muzulh hag ar jedin pizh. Meur a veaj a reas betek Beuron, evit kas da benn e daoliou arnod war al livan. Enklask a reas war an arz egiptian, arz kentael italian, ha pallennerezh ar grenamzer, a vourre ganto, a-benn sevel oberennou kinklan. En akademiezh e Pariz e kelenne, adalek 1908. Dimezin a reas gant unan eus e skoliadezed bet, Marguerite Gabriel-Claude, brudetoc’h gant al lezanv Marguerite Serusier. Gant Maurice Denis e voe profet ul livadur dezhi, dewezh an eured. 1921 ec’h embannas un ABCD livan evit deskin penaos livan. Ur c’hounskrid eus e studiou diwar-benn : “an arz, hag ar c’hened “ e oa en gwirionez.

Mervel a reas Paul Zeruzier d’ar 7 a viz Here 1927 e straedou Montroulez, diwar un taol kalon, pa oa heman war an hent evit mont da weladennin e wreg gwall glanv en ospital. Ne oa ket brudet an arzour tamm ebet d’ar mare-hont, en abeg da se ne voe ket graet kalz a drouz dewezh e interamant. Ur vaen-kanv a voe treset gant e gamalad Maurice Denis, gant ur bust en arem eus penn Seruzier, hogen kizellet gant Georges Lacombe, ha staliet war e bez.

E oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Ar gouren , 1890-1891, Mirdi Orsay , Pariz
  • Natur divuhez ar c'horz-dour , 1904, Mirdi an Arzou-kaer Andre Malraux, an Havr-Nevez
  • An Degemenn , 1905, Ti-ker Gwengamp
  • Moizez hag ar bod loskidik , 1905, Ti-ker Gwengamp
  • Adorasion an Tri Roue hag ar Vesaerien , 1905, Ti-ker Gwengamp
  • Menez ar Pupli , 1907, Mirdi an Arzou-kaer Andre Malraux, an Havr-Nevez
  • Ar Mesaer Corydon , 1913, Mirdi an Arzou-kaer Andre Malraux, an Havr-Nevez
  • Eva vrezhon pe Melkoni , 1914, Mirdi Orsay, Pariz
  • Badeziant ar C'hrist , 1915, Iliz-parrez sant-Juluan , Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Krist ouzh ar groaz , 1916, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • An Dasorc'hidigezh , 1917, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
  • Diorroidigezh ar Werc'hez , 1918, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .