Muqdisho

Eus Wikipedia
Porzh Muqdisho e 1992

Ker-benn ofisiel Somalia eo Muqdisho ( somalieg : Muqdisho , ivez Xamar ; arabeg : ??????? Maqad?sh? ; swahilieg Mogadishu ) war aod Meurvor Indez . Hervez sifrou ar Broadou Unanet e oa war-dro 1,2 milion a annezidi enni e 1990 .

Er XVI vet kantved e voe dindan veli Portugal . E 1871 e voe aloubet ar vro tro-dro gant Sultan Zanzibar . Kregin a reas Italianed d’en em stalian eno hag e 1905 e voe prenet ker gant Italia . Dont a reas da vezan ker-benn an drevadenn italian anvet Somalia italian .

Abaoe marv an diktatour Syaad Barre e 1991 ez eus emgannou etre kostezennou dishenvel e Somalia ha ne c’heller ket sellout ouzh ar ger-se evel sez ur galloud en defe aotrouniezh war ar vro a-bezh. E diwezh ar bloavezh 2006 eo deuet gouarnamant da c'hortoz Somalia d'en em stalian e Muqdisho. Unan eus lec’hiou danjerusan ar bed eo ar ger, etre daouarn bandennadou armet a stourm an eil re a-enep ar re all.

Daoust da se e chom oberiant porzh Muqdisho. Lec’hiet-mat eo ker e kroashent hentou a gas da Genya hag Etiopia . Ur greizenn genwerzhel a bouez eo c’hoazh evit ul lodenn vat eus Somalia.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .