Marevezh ar Stadou Brezelour

Eus Wikipedia

Marevezh ar Stadou Brezelour , sinaeg 戰國時代, pinyin zhan guo shi dai [1] a reer en Istor Sina eus ur marevezh a badas eus 475 KJK betek 221 KJK [2] .
Eil hanterenn ren ar remziad Zhou ar Reter (770-221) eo marevezh ar Stadou Brezelour, da heul ar predad 770-475 a anver marevezh an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou .

Ar Seizh Stad Vrezelour a reer eus Stadou a oa bet gwas d'ar rouantelezh Zhou kent diarbennin ar roue hag emgannan a-benn delc'her ar brasan galloud. Kontet e vez Chu , Han , Qi , Qin , Wei , Yan ha Zhao . Un eizhvet Stad a veneger a-wezhiou : Yue , er Gevred pellan, e-kichen ar Shanghai a-vreman.

Goude dibenn marevezh ar Stadou Brezelour ha ren ar remziad Zhou e teuas ar remziad Qin (秦朝, qin chao , "remziad Qin") a unanas ar Stadou hag a ziazezas un impalaeriezh a voe anvet Qin ( [t???n] ) evel-just, alese Sina .

An andoniou istorel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ul labour istorek pouezus, ar Zhan Guo Ce (戰國策, Zhan Guo Ce , "kadoniezh ar Stadou brezelour"), zo deuet betek ennomp. Meur a zorn a voe ouzh e skrivan da veur a bredad en Istor ; gant ar c'hadoniour SU Qin (380-284) ? a vevas e-kerzh marevezh ar Stadou Brezelour ? e voe peuzechuet, ha gant ar gouizieg konfusian Liu Xiang (79 ? 8 KJK) e voe staliet an embannadur a anavezomp.

Un eil andon eo ar Shiji (史?, sh? ji , "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur SIMA Qian (~145-~86 KJK). E korf ar Shiji eman tregont levrenn ar Shijia ma tanevell an istorour marevezhiou an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou hag ar Stadou Brezelour .

Red an Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Stadou Brezelour
war-dro ar bloavezh 260 KJK
  • Ar bloavezh 481 eo derou marevezh ar Stadou Brezelour evit lod istorourien, peogwir ez eo ar bloavezh diwezhan meneget er 春秋 Ch?n Qi? , Bloazdanevellou an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou ar Stad Lu .
  • Ar bloavezh 475 eo hervez an darn vuian, rak er bloavezh-se e e krogas ren ar beskont ZHAO Xiang, Zhao o vezan unan eus ar Stadou a vo ganet e 453.
  • Ar bloavezh 453 eo kentoc'h, eme lod all, pa darzhas ar Stad Jin .

Daoust da roueed ar remziad Zhou ar Reter bezan anavezet evel kefridiourien an Nenv [3] galvet da ren war an Douar e voent rediet a-hed ar c'hantvedou da anaout mui-ouzh-mui a c'halloud gant o gwizien, dre reizhiad ar c'hladdalc'helezh .
Pa grogas marevezh an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou, e 775, ne oa mui roue Zhou evit ren war ur c'hant hanter-kant gwaz bennak.

Tamm-ha-tamm e voe ar wizien grenvan trec'h war o amezeien, ha war-dro ar bloavezh 550 ne chome nemet peder Stad krenv en-dro da Zhou : Chu , Jin , Qi ha Qin . Pa oa rener pep Stad anvet 公爵 gong jue , "dug" ez-hengounel da verkan e oan gwizien da roue Zhou e krogjont d'em envel 王 wang , "roue" a-benn sevel a-live gant o mestr.

Er bloavezh 453 e voe ar Stad Jin rannet e tri ziriad : Han , Wei ha Zhao.
Er bloavezh 403 e voe ar Stadou Han, Wei ha Zhao anavezet ez-ofisiel gant ar roue Zhou ? ar bloavezh-se eo derou gwirion marevezezh ar Stadou Brezeleour, hervez un nebeud istorourien.

Etre 450 ha 400 ez eo gant Wei e voe an tu krenvan er c'hoari gwezboell, dre grenvder he lu hag ampartiz ar jeneral WU Qi (440-381) ; pa voe heman diskaret ha harluet e 401 e voe gopret gant Chu, a zeuas mestrez d'he zro war an tachennou-emgann.

Dizehan e voe brezeliou etre 350 ha 256 ; er bloavezh diwezhan-se, pemp bloaz ha tregont kent dibenn marevezh ar Stadou Brezelour, e voe ar roue Zhou, ne oa mui nemet un arouez anezhan, diskennet a-ziwar e gador. Adal neuze e vrezelias Qin ouzh an holl Stadou all betek o lonkan, hag e 221 e voe derou ren ar remziad Qin war ar pezh a oa deuet da vezan un impalaeriezh.

Kevredigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kleze houarn ha dou gleze arem
Marevezh ar Stadou Brezelour

A-hed marevezh ar Stadou Brezelour e voe ar c'hemmou bras a oa c'hoarvezet e dibenn marevezh an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou sanket-don e buhez Sinaiz da zont.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pep hini eus ar seizh Stad c'halloudus a glaske brasaat diwar goust he amezeien, ha pep hini anezho a rene he folitikerezh dezhi da-genver an aferiou diabarzh hag an aferiou diavaez. Kement a nerzhiou a zegasas kemmou brasoc'h c'hoazh er vuhez politikel, armerzhel , kevredigezhel ha speredel. Betek hiziv an deiz e c'haller merzout an efedou anezho.

Brezel ha labour-douar e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok, da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat.
A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadou Brezelour e kreske skod an emgannou, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou, em gannan dilezenn ha didruez dre armeadou seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadou Brezelour.
Gant kement a droaderien da duta, da stumman, da derkan ha da voueta e teskas ar renerien diskoulman kudennou lec'havein, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennan ar muian a splet eus pinvidigezhiou o Stad a reas berzh war an tachennou-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos trein o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hin tud, pourveziou hag armou, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredou lidel, an hengoun : sujet da ezhommou ha rediou ar brezel e oa pep tra.
Boulc'het-mat e oa patrom an Impalaeriezh, kent ma vije ganet an Impalaerieh zoken. Diwar doareou ar Stadou Brezelour e voe staliet gouarnamatou ar remziadou Qin ha Han e gwirionez.

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da vare ar Stadou Brezelour, evel ma c'hoarvez bewezh ma vez brezel bras, ez eas an deknologiezh war-raok ha diorren a reas ar c'henwerzh .

Tamm-ha-tamm e kemeras an houarn lec'h an arem da fardan armou, evel-just, ha binviou al labour-douar a-benn kenderc'hin muioc'h a voued da vagan an armeadou.
Pezhiou- moneiz a voe fardet, setu ma voe aeset an eskemmou kenwerzhel a oa o stankaat en abeg da ezhommou ar vrezelourien.

Labouriou meur a voe boulc'het : kanouc'hellou, saviou-mein da herzel ouzh al linvadou, mellou mogeriou en-dro d'ar c'heriou ha war harzou an Norzh ? diwezhatoc'h, adal ren ar remziad Qin war an Impalaeriezh nevez, e vo savet ar Voger Veur .

Prederouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tremen-hent engravet war arem
Marevezh ar Stadou Brezelour

Marevezh ar Stadou Brezelour e voe kavell ar brederouriezh sinaat, pa glaskas sonjerien kavout diskoulmou da zistabilded ar bed ma oant o vevan.

Peogwir e oa renerien ar seizh Stad Brezelour o klask andoniou ha nerzhiou nevez a-benn brasaat o c'halloud, ha peogwir e oa anat dezho e oa an doareou kozh o kas ar rouantelezh Zhou da goll, e oant darev da zegemer kement mennozh nevez o sikourje da dizhout o fal.

Mennozhiou war vale [ kemman | kemman ar vammenn ]

Klask a voe neuze war sonjou nevez, alese ganedigezh ur vicher nevez : 游說 you shui , "kendrec'her kantreer" [4] .
Mibin o spered, distag diouzh kement rener, kaset gant ar c'hoant da skignan o mennozhiou ha d'o c'hrenvaat war-an-dro e yae an dud-se da vale bro a Stad da Stad a-benn kelenn ar renerien ? kargidi, dileuridi, pennsoudarded, gouizien hag all ? hag o lakaat da gemman o folitikerezh. Ampart e oant da isan ar renerien an eil ouzh egile gant arguzennou lemm pe lemmoc'h [5] .
Hep mar e c'haller lavaret e voe ar gendrec'herien gantreer an dud kentan o lakaat al lobbying e pleustr.

Kant Skol ar Prederian [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kement a vennozhiou nevez a voe ganet da varevezh an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou ha da hini ar Stadou Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, zh? z? b?i ji? , Kant Skol ar Prederian .
Div skol-brederouriezh pennan a oa da vare ar Stadou Brezelour : hini Gonfusius (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini MO Zi (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.

Hervez Konfusius e ranke ar renerien chom renerien, hag o sujidi chom sujidi. Ret e oa avat d'ar renerien bezan disi hag ur skouer evit o sujidi, ha pep sujed a c'hallje bezan rener d'e dro mar bije ur junzi (un den a enor, un denjentil) anezhan.
Un heulier da Gonfusius e voe MENG Zi (372-289), a zisklerias madelezhusted mab-den dre natur. Dre-se neuze ne c'hallje ket ur roue ren hep asant tav e sujidi, ha mar deuje da vezan argazhet gant ar bobl e kollje Kefridi an Nenv .
Enebourien e oa heulierien Konfusius ha re Vo Zi, pa ne c'halle ket, da skouer, ar Gonfusianed gouzanv heulierien Mo Zi pa lavarent e rankje an den karout tad e amezeg kement ha karout e dad dezhan.
Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanou d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechou d'o mistri pa oant o fazian en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuziou ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhan o amezeien dre gas brezel dezho.

Prederourien all avat a oa degemeret mat gant ar renerien, peogwir e oa o mennozhiou politikel diouzh doare marevezh ar Stadou Brezel. En o zouez e oa SHEN Buhai (385-337), SHEN Dao (350?-275 ?) ha HAN Fei (~280-233), a stalias un doare disi ? hervezo ? da ren war ur Stad : al Lezennouriezh , a oa diazezet war ur reizhiad lezennou strizh lakaet e pleustr gant ur melestradur a heulie didruez ar reolenn "gopret pe gastizet".

Ker pouezus e oa tu politikel ar brederouriezh da vare ar Stadou Brezelour ma kaver en Dao De Jing , skrid-diazez an Daoegezh bet savet gant LAO Zi hervez an hengoun, un nebeud doareou da lakaat kelennadurezh an Dao e pleustr war an dachenn bolitikel.

Oadvezh Aour Sina a reer eus marevezh ar Stadou Brezelour, da heul hini an Nevezamzeriou ha Diskar-amzeriou , petra bennak ma c'houzanvas ar poblou a-hed ma oa an Impalaeriezh e go.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
  2. http://lcweb2.loc.gov/cgi-bin/query/r?frd/cstdy:@field(DOCID+cn0015) (Library of Congress, Washington D.C., SUA)
  3. Gwelit ar pennad Konfusius
  4. http://www.mandarintools.com/worddict.html
  5. LU, Xing, 1998

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Dictionnaire de la Civilisation chinoise , Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
  • LOEWE Michael & SHAUGHNESSY Edward L, The Cambridge History of Ancient China , Cambridge University Press, Cambridge, R-U, 1999. ISBN 978-0-521-47030-8
  • LU, Xing. Rhetoric in Ancient China Fifth to Third Century B.C.E. : A Comparison with Classical Greek Rhetoric , University of South Carolina Press, Columbia, South-Carolina, SUA, 1998, ISBN 978-1-57003-216-5
Stadou Brezelour
Zhan Guo Ce
  • CRUMP James Irving, Legends of the Warring States: Persuasions, Romances, and Stories from Chan-kuo Ts'e, University of Michigan, Ann Arbor, Michigan, SUA, 1998, ISBN 978-0-89264-129-1

Kenrouedad [ kemman | kemman ar vammenn ]


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat  ? ?到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadou a denn d'ar bed sinaat.