M.I.A.

Eus Wikipedia
M.I.A.
M.I.A.

Anv Mathangi Arulpragasam
Ganet 17 a viz Gouere 1975
e Londrez
Doare(ou) sonerezh elektronek , hip-hop , dancehall
Bloavezhiou oberiant 2000
Label(iou) XL Recordings , Interscope Records
Lec'hienn ofisiel miauk.com

M.I.A. ( 17 a viz Gouere 1975 e Londrez ), anv gwir Mathangi ≪Maya≫ Arulpragasam , a zo ur sonaozerez, kanerez, raperez ha produerez pladennou [1] . A orin tamoul ( Sri Lanka ) eo. En he sonerezh e vesk elfennou grime , hip-hop , ragga , dancehall , elektro ha funk . E-touez dodennou he c'hanaouennou e kaver ar politikerezh hag ar vuhez sokial.

He buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa oa 6 miz e kuitaas Bro-Saoz hag ez eas da Sri Lanka gant he zud hag he c'hoar Kali [2] . Seno e teuas he zad da vezan brudet war dcahenn ar politikerezh hag unan eus krouerien EROS (Eelam Revolutionary Organisation of Students) e voe. Un aozadur studierien dispac'hel e oa e bal stourm evit dizalc'hidigezh an Ilam tamoul [3] . Bloaz goude ez eas da Jaffna gant he mamm hag he c'hoar, eno e vo ganet he breur Sugu [3] . Pa grogas ar brezel diabarzh ez ejont da Chennai , en India [3] . Distrein a rejont da Jaffna met abalamour d'ar brezel diabarzh e rankjont distrein da India ha goude-se ez ejont da repuin da Londrez [3] . 11 vloaz e oa Maya ha deskin a reas saozneg hag e krogas da vezan dedennet gant ar sonerezh hip-hop [3] . Degemeret e voe e Central Saint Martins College of Art and Design Londrez, ma teskas an arzou-kaer, ar sinema hag ar video [3] .

E 2001 e voe aozet he diskouezadeg kentan e Portobello Road Londrez , hag e voe embannet ul levr titlet M.I.A. , ennan hec'h oberennou [3] . Goude-se e reas ur videoklip eviut ar strollad Elastica hag a oa gant un droiad [3] . Kejan a reas ouzh Peaches , ma teskas dezhi penaos implijout ur sampler Roland MC-505 ha sed penaos e stagas Maya gant ar sonerezh [3] . Pa zistroas da Londrez e prenas ur sampler eil-dorn hag ec'h enrollas c'hwec'h ton [3] . Plijet e voe an DJed gant he fladenn single Galang , bet embannet 500 skouerenn anezhi [3] . E 2004 e teuas da vezan brudet, dreist-holl en toullou-nioz hag en internet. Tapout a reas Priz Mercury 2005 gant he fladenn Arular ha lakaet e voe M.I.A. El luskad nu rave [4] . Brudetoc'h c'hoazh e teuas da vezan pa voe implijet he c'hanaouenn Paper Planes (pladenn Kala ) er film Slumdog Millionaire . E 2009 e voe e roll ar c'hant den levezonusan hervez skipailh Time .

D'ar 26 a viz Ebrel 2010 e voe embannet videoklip he c'hanaouenn nevez titlet Born Free a oa da zont er-maez en deiz goude. Ur videoklip feuls nav munutenn-pad savet gant Romain Gavras eo. Un nebeud eurvezhiou goude ma vefe bet embannet e voe tennet eus Youtube, hag adlakaet goude gant strishaduriou [5] . He zrede albom a zeuas er-maez e Japan d'an 23 a viz Ebrel 2010.

D'an 11 a viz Mae 2010 e voe skignet an ton XXXO war internet. Single kentan he zrede albom eo [6] . En deiz a-raok e oa bet skignet gant BBC Radio One [7] .

Lesanv [ kemman | kemman ar vammenn ]

M.I.A. a dalvez daou dra [8]  :

  • Missing In Acton , liammet ouzh anv karter Londrez ma kasas e bugaleaj ennan.
  • Missing In Action , a vez lavaret e saozneg diwwar-benn ar soudarded marvet e-pad emgannou.

He fladennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Albomou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pladennou single [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .