Leo Weisgerber

Eus Wikipedia
Leo Weisgerber
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Alamagn   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Leo Weisgerber   Kemmañ
Anv ganedigezh Johann Leo Weisgerber   Kemmañ
Anv-bihan Leo   Kemmañ
Anv-familh Weisgerber   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 25 C'hwe 1899   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Metz   Kemmañ
Deiziad ar marv 8 Eos 1985   Kemmañ
Lec'h ar marv Bonn   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet alamaneg   Kemmañ
Micher yezhoniour , kelenner skol-veur , kelener pe kelennerez eilvet derezh   Kemmañ
Tachenn labour yezhoniezh   Kemmañ
Implijer University of Bonn , University of Marburg , Pedagogic Academy Bonn , University of Rostock   Kemmañ
Lec'h labour Bonn , Rostock , Marburg   Kemmañ
Priziou resevet honorary doctor of the Catholic University of Louvain , Konrad-Duden Prize , Officer's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany   Kemmañ

(Johannes) Leo Weisgerber ( 25 a viz C'hevrer , 1899 , Metz - 8 a viz Eost , 1985 , Bonn ) a zo ur yezhoniour alaman ganet e Loren , un arbennigour war yezhoniezh ar yezhou keltiek . Implijet eo bet en aozaduriou ar Stad Nazi evel sonderfuhrer , ofiser ispisialour, e Roazhon eus 1940 da 1944 .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

E dad a oa rener skol Sant-Visant e Metz e-lec'h ma krogas gant ar studi hag a veze graet en alamaneg en ur ger a oa neuze en Impalaeriezh alaman . Mervel a reas e vamm pa oa pemp bloaz hag e dad pa oa pevarzek vloaz. Mont a reas da lise Metz. E 1917 ez eas da vrezelin da Flandrez evel soudard . Goude ar Brezel-bed kentan ne c'hellas ket distrein d'e ger c'henidik a oa deuet da vezan gall. Mont a reas da skol-veur Bonn d'ober e studiou. Sevel a reas e dezenn doktorelezh diwar-benn ar skridou kembraek a gont istor an haroz Peredur .

Kelenner eo bet e Skol-Veur Rostock (1927-1938). Da neuze en doe bec'h gant ar pennadurezhiou nazi pa voe divizet ganto serrin eno ur skol gatolik a oa e vugale enni. Gras a gavas o vont kuit eus Rostock da skol-veur Marburg (1938-1942). Goude-se ez eo en-dro da hini Bonn (1942-1946), da hini Tubingen (1946-1952) ha da hini Munchen (1952-1967). War e leve ez eas e 1967 .
Goude trec'h an Nazied en Europa ez eas da Sonderfurher (penn arbennigour), ur grad e framm an NSDAP hag e voe karget eus renerezh Radio-Rennes e 1942 , da lavaret eo evezhian ur melestradur a oa ar Wehrmacht o paean e c'hopridi evel pep aozadur mediaou er broiou aloubet gantan. Kredet e vez gant lod en deus pouezet evit ma vefe savet an emglev war doare-skrivan ar brezhoneg e 1941 . E penn ar bloaz 1944 e tistroas Leo Weisgerber da Skol-Veur Marburg hag eno e tegemeras Roparz Hemon e miz Here pa oa ar skrivagner o klask achap diouzh al luou kevredet.

Hollc'hermanegezh hag hollgeltiegouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1936 e oe diazezet Kevredigezh alaman ar studiou keltiek ( Deutsche Gesellschaft fur Keltische Studien ) gant un nebeud politikourien ( Werner Best ha Gerhard Von Tevenar ) ha gant un nebeud arbennigourien evel Weisgerber. Enkorfet e oe ar gevredigezh e-barzh an Ahnenerbe , kevredigezh enklaskou ha studiou renet gant Heinrich Himmler hag ar Waffen-SS . Eno e veze maget teoriennou diboell ha dibennachou war ar ouenn alaman hag hini o c'hendirvi kelt, p'o defe bet blev melen d'o fennou bras er penn-kentan an Istor.

Mennozhiou pennan war ar yezhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre forzh studian kudennou degaset gant an troidigezhiou e talc'has da brouin e vez frammet spered an dud gant framm o yezhou. Teorienn ar sprachliche Zwischenwelt (Gweled ar bed dre ar yezh) eo hag e heulie Teorienn ar yezhoniezh jeneral a oa bet embannet gant Ferdinand de Saussure nevez oa. Hervez Weisgerber, pep kumuniezh yezhel he deus he savboent dezhi war ar bed ha ne c'hell ket bezan henvel-rik ouzh re ar strolladou-tud all.Pouezan a rae war an troiou-lavar arbennik ha perzhel a vez kavet e pep yezh ken ez eus adsteriou dishenvel ha pa vefe kavet eztaoladuriou henvel e div yezh. Ar c'hodou yezh a vefe ar framm pennan e kerz an dud evit intentin ar bed.

Radio-Roazhon dindan e renerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur skingomz dindan ar Stad e oa Radio-Roazhon, ur skourr da Radio-Pariz , staliet e vureviou e-barzh Palez ar C'henwerzh e solieraduriou-nec'h an Ti-Post kreiz. Pa oa an Nazied o ren goude aloubadenn Bro-C'hall e 1940 e lakajont an arigrap war kement media a oa : kelaouennou , skingomziou , amseziou kelaouin, tiez-embann hag all.
Gant un aozadur kreiz, anvet ar Propaganda Abteilung e veze kontrollet ha paeet ar c'hopridi. Dre gontou al lu alaman e tremene an arc'hant.
Anvet e voe Leo Weisgerber gant Werner Best evel rener politikel ar skingomz e Roazhon e Gwengolo 1940 hag e klaskas lakaat sevel abadennou brezhonek evel m'en doa erbedet en e levr Das Bretonentum... (Ar vreizhadelezh... 1940) ha ne oa ket anezho e Breizh betek-hen.
En a zivizas goulenn digant Roparz Hemon bezan atebek war an abadennou-se hag ez eas da Vrest d'e gaout e miz Meurzh 1941 . Dilezel a reas Roparz Hemon e labour kelenner lise e dibenn ar bloavezh-skol hag e teuas da vezan sekretour an abadennou brezhonek. Da gentan e chomas gopret gant an Deskadurezh-Stad ken na voe nac'het hen ober ganti. Gant pouez Leo Weisgerber e voe diskoulmet an dra pa voe prestet Roparz Hemon d'an "aotrouniezh aloubin", dezhi da baean e c'hopr.
Roparz Hemon a lavaras evit en em zifenn e 1945 e oa bet resisaet gant Weisgerber e vije da sevel abadennou brezhonek, hep live politikel ha prezegennou, diwar-benn ar sevenadur brezhon, istor ha douaroniezh Breizh enno.
Hervez Reun Kreston e-unan, Leo Weisgerber, diwar c'houlenn Roparz Hemon ha Fransez Debeauvais , a vefe deuet a-benn da sachan eus an toull-bac'h an arzour harzet gant ar Gestapo e miz C'hwevrer 1941 .

Leo Weis****, laer pe salver ar brezhoneg en ur romant savet gant Roparz Hemon? [ kemman | kemman ar vammenn ]

E barzh Diamantou Keroulaz , ur romant-polis savet war-dro 1959 gant Roparz Hemon ez eus anv eus ul Leo Weismann a glask skrapat un dro-c'houzoug gant diamantou hag a ya da labourat er-maez eus Breizh dindan un anv faos a zo Lenoir .
Ne c'hell ket bezan diabeg ma ra Roparz Hemon gant hanter anv-familh un den en deus darempredet stank 3 bloavezh-pad. Ha memestra evit ar c'hoari-geriou : wei(s) = gwenn ha Lenoir = Du . Petra a glask lavaret Roparz Hemon? Ha du eo deuet da vezan an den a oa gwenn a-raok? Pe ne oa ket ken du ha ma veze sonjet?
Tomaz Jacquet en deus klasket diskouez eo ar brezhoneg gwir pennabeg ha sujed kuzh ar romant hag e vefe an diamantou arouez ur yezh re viret ha goude-se lakaet da vezan frouezhusoc'h evel m'o deus klasket tud Walarn ober.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Das Bretonentum nach Raum, Zahl und Lebenskraft , 1940
  • Muttersprache und Geistesbildung , 1929 (troet e japaneg , koreeg ha ruseg )
  • Die Stellung der Sprache im Aufbau der Gesamtkultur , 2 levr., 1933-1934
  • Die volkhaften Krafte der Muttersprache , 1939
  • Die Entdeckung der Muttersprache im europaischen Denken , 1948
  • Von den Kraften der deutschen Sprache , 4 levr., 1949-1950
  • Das Tor zur Muttersprache (1954)
  • Sprachenrecht und europaische Einheit (1959)
  • Ubersetzungsfehler im Sudtirol-Konflikt (1961)
  • Die vier Stufen in der Erforschung der Sprachen (1963)
  • Zweimal Sprache (1973).

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]