Jordana Brewster

Eus Wikipedia
Jordana Brewster
den
Reizh pe jener plac'h   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet , Brazil , Panama   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Jordana Brewster   Kemmañ
Anv-bihan Jordana   Kemmañ
Anv-familh Brewster   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 26 Ebr 1980   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Ciudad de Panama   Kemmañ
Tad Alden Brewster   Kemmañ
Mamm Maria Joao   Kemmañ
Pried Andrew Form   Kemmañ
Bugel Julian Form-Brewster , Rowan Brewster-Form   Kemmañ
Yezh vamm saozneg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet portugaleg , saozneg , spagnoleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg   Kemmañ
Micher aktour , aktour sinema   Kemmañ
Tachenn labour Sinema , acting   Kemmañ
Bet war ar studi e skol-veur Yale , Berkeley College   Kemmañ
Lec'h annez Los Angeles   Kemmañ
Derou ar prantad labour 2001   Kemmañ
Liv ar blev blev du   Kemmañ

Jordana Brewster , ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1980 , zo un top model hag aktourez stadunanat . C'hoariet he doa en ul lodenn eus ar stirad skinwel All My Children e 1995 ha goude-se e c'hoarias ar roll alies a Nikki Munson er stirad skinwel As the World Turns . Lakaet e voe he anv war ar renk evit an Outstanding Teen Performer e-pad ar Soap Opera Digest Award e 1997 . Ar c'hentan roll c'hoariet ganti en ur film a voe er film spont skiant-faltazi gant Robert Rodriguez anvet The Faculty hag embannet e 1998.

Brudet e voe da vat pa grogas da c'hoari roll Mia Toretto er film The Fast and the Furious (2001). Adkemeret he deus ar roll er filmou da heul en heuliad, Fast & Furious (2009), Fast Five (2011), Fast & Furious 6 (2013), ha Furious 7 (2015). E-touez he filmou all eman an drama The Invisible Circus (2001), ar film fent D.E.B.S. (2004) hag ar film spont The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning (2006).

Brewster a zo bet gwelet er stirad skinwel Dallas etre 2012 ha 2014. C'hoariet he deus ivez e pemp lodenn ar stirad skinwel American Crime Story (2016). C'hoariet he deus an doktor Maureen Cahill er stirad skinwel Lethal Weapon (2016?2018) war ar chadenn Fox .

Filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sinema [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bloavezh Titl Roll Notennou
1998 The Faculty Delilah Profitt
2001 The Invisible Circus Phoebe
2001 The Fast and the Furious Mia Toretto
2004 D.E.B.S. Lucy Diamond
2005 Nearing Grace Grace Chance
2006 Annapolis Ali Halloway
2006 The Texas Chainsaw Massacre: The Beginning Chrissie
2009 Fast & Furious Mia Toretto
2011 Fast Five Mia Toretto
2013 Fast & Furious 6 Mia Toretto
2014 American Heist Emily VOD hag embann bihan niver
2015 Home Sweet Hell Dusty VOD hag embann bihan niver
2015 Furious 7 Mia Toretto
Da vezan embannet Random Acts of Violence Kathy Filman

Skinwel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bloavezh Titl Roll Notennou
1995 All My Children Anita Santos 1 lodenn
1995?2001 As the World Turns Nikki Munson Roll alies, 104 lodenn
1999 The '60s Sarah Weinstock Ministirad
2007 Mr. and Mrs. Smith Jane Smith Lodenn pilot diembann
2008?2009 Chuck Jill Roberts 4 lodenn
2010 Dark Blue Maria 3 lodenn
2010 Gigantic Celebrity 2 lodenn
2012?2014 Dallas Elena Ramos Roll penn
2016 American Crime Story Denise Brown Roll alies, 5 lodenn
2016 Secrets and Lies Kate Warner Roll penn (koulzad 2)
2016? Lethal Weapon Dr. Maureen Cahill Roll penn
2018 Diana Jane Fellowes, Baroness Fellowes Film skinwel