Ford Motor Company

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

The Ford Motor Company pe Ford war eeun a zo ur saver-kirri amerikan lec'hiet e Detroit , savet gant Henry Ford e 1903 . Gwerzhan a ra kirri e bed a-bezh, met dreist holl er Stadou-Unanet hag en Europa , dindan e anv Ford met ivez kirri chioc'h dindan an anv Lincoln . Produin a rae ivez traktouriou gwezhall. Perc'henn a ra perzhiou eus saverien-kirr all, Mazda e Japan (2,1%), Aston Martin er Rouantelezh-Unanet (15%) ha Jianglin e Sina (49%). Kontrollet eo c'hoazh an embregerezh gant ar famailh Ford, doust ma'z int perc'hennerien a nebeud perzhiou.

Deskrivet eo bet gant Forbes evel "an embregerezh pouezusan en istor ar Stadou-Unanet". Lakaet eo bet ganti hentennou nevez da bleustrin, evel an taylorismiezh , un doare nevez da aozan al labour en embregerezhiou en deus aotreet ar saver-kirri da broduin evit ar wezh kentan meur a garr en un dro.