Aostralia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Aostralian )
Commonwealth of Australia

Kenglad Aostralia
Banniel Aostralia Ardamezioù Aostralia
Banniel Ardameziou
Ger-stur : Advance Australia Fair
Kan broadel: " Advance Australia Fair "
Lec'hiadur Aostralia
Lec'hiadur Aostralia
Ker-benn Canberra
35°15′S 149°08′E
Ker vrasan Sydney
Yezh(ou) ofisiel hini ebet ( saozneg er fedou)
Gouarnamant Monarkiezh parlamantel
 - Rouanez Charles III
 - Kentan ministr Anthony Albanse
Gorread
 - Hollad 7,686,850 km² ( 6 )
 - Dour (%) 1
Poblans
 - istimadur 2011 22,607,571 ()
 - Stankter 2,6/km²
FDD   (2010) 0.937 ( Uhel ) ( 2 )
Moneiz Dollar aostralian ( AUD )
Gwerzhid-eur ( UTCeus +8 da +11½)
Kod kenrouedad .au
Kod pellgomz +61

Aostralia ( Saozneg : Australia ), Kenglad Aostralia ( Commonwealth of Australia ) hervez hec'h anv riez , a zo ur vro en Emisferenn ar Su er Gevred da Azia . Endelc'her a ra ar c'hevandir bihanan a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez , e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask . Ar broiou amezek dezhi eo Indonezia , Timor ar Reter ha Papoua Ginea-Nevez en norzh , Inizi Salomon , Vanuatu ha tiriad Kaledonia-Nevez ( Kanaky ) er biz ha Zeland-Nevez er gevred .

E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened ) o vevan er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVII vet kantved . E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwiriou war ar vro goude dilestridigezh James Cook , met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Alouarn en e raok hep na voe embannet an dalc'h en anv ar roue gall Loeiz XV . E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblans ken e krouas ar Saozon trevadennou roueel all a-hed an XIX vet kantved .

E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur . Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblans 20,4 milion a dud, an darn-vuian anezho a zo o vevan er c'heriou bras, an holl anezho war an aodou. Ar c'heriou pennan a zo Sydney , Melbourne , Brisbane , Perth hag Adelaide .

Gerdarzh an anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz . Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezan ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.

Banniel [ kemman | kemman ar vammenn ]

*Gwelet Banniel Aostralia

Banniel Aostralia

Banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur genstrivadeg aozet e 1901 , hag adveret a-c'houde, e 1909 . Ar steredenn vras seizh barr dindan an Union Jack ne oa nemet c'hwec'h barr en orin, a arouez ar c'hwec'h stad ( Aostralia ar C'hornog , Aostralia ar Su , Queensland , Sukembre-Nevez , Tasmania ha Victoria ) hag ar seizhvet barr a arouez an tiriadou ( Tiriad an Norzh , Tiriad ar C'her-benn ...). Ar pemp steredenn da zek eur rik a arouez Kroaz ar Su , ur steredeg eus oabl hanterzouar ar Su .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stadou ha tiriadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur vro gevreadel eo Aostralia, gant seizh stad emren ha tiriadou ouzhpenn.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .