Yasser Arafat

Eus Wikipedia
Yasser Arafat
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stad Palestina   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den ???? ?????   Kemmañ
Anv ganedigezh ???? ???? ??? ?????? ??? ?????? ?????   Kemmañ
Anv-bihan Yasser , Mohamed , Abdel , Raouf   Kemmañ
Anv-familh Arafat   Kemmañ
Moranv ???????, ??? ????   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 4 Eos 1929   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Kaero   Kemmañ
Deiziad ar marv 11 Du 2004   Kemmañ
Lec'h ar marv Hopital d'instruction des armees Percy   Kemmañ
Abeg ar marv cerebral hemorrhage , autoimmune thrombocytopenic purpura   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Mukataa   Kemmañ
Breur pe c'hoar Khadija Arafat , Fathi Arafat   Kemmañ
Pried Suha Arafat   Kemmañ
Yezh vamm arabeg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet arabeg , saozneg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg   Kemmañ
Micher politiker , civil engineer   Kemmañ
Karg Chairman of the Palestine Liberation Organization , President of the Palestinian National Authority , president of the State of Palestine , Q117225148   Kemmañ
Bet war ar studi e Cairo University   Kemmañ
Lec'h annez Mughrabi Quarter   Kemmañ
Strollad politikel Fatah   Kemmañ
Bet war ar renk da vezan dilennet 1996 Palestinian general election   Kemmañ
Strollad etnek Arabed   Kemmañ
Relijion Islam sunnit   Kemmañ
Grad milourel pennkomandant   Kemmañ
Brezel 1948 Arab?Israeli War   Kemmañ
Ideologiezh politikel Arab nationalism , Arab socialism   Kemmañ
Kunya Abu Ammar   Kemmañ
Yasser Arafat e 2001

Ganet eo Yasser Arafat (???? ?????), d'ar 24 a viz Eost 1929 e Kaero (???????) Egipt ha marvet eo d'an 11 Du 2004 e Clamart (92) ( Frans ). E anv melestradurel a oa Mohamed Abdel Raouf Arafat al-Qudwa al-Husseini (???? ??? ?????? ?????? ???????) met Abou Ammar (|??? ?????) a veze graet anezhan ivez, diouzh e anv brezel. Ur stourmer hollvrudet evit difenn gwiriou pobl Palestina zo bet eus Yasser Arafat, hag en bet o ren ar stourm kuzh a-raok bezan e penn ar vro.

Unan eus krouerien ar Fatah eo bet er bloaz 1959 hag e penn an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina (ODB) eo bet ivez etre 1969 hag e varv. Dre e vrud hag e obererezh e lak anavezout stourm pobl Palestina er bed a-bezh. Diouzh he zu, Israel a ra spontour anezhan en abeg d'ar stourmou kalet a ren pe a lez ober. Er bloavezhiou 1990 ez eus anezhan dileuriad Palestina en divizou da glask mont war-du ar peoc'h gant Israel. Sinan a ra emgevliou Oslo e 1993 gant Yitzhak Rabin , kentan ministr Israel ha Bill Clinton , prezidant SUA . Dont a ra da vezan kentan prezidant riez nevez Palestina ha resev a ra Priz Nobel ar Peoc'h e 1994 asambles gant Shimon Peres ha Yitzhak Rabin .

Adalek 2001 , er bloaz m'eo dilennet Ariel Sharon kentan ministr Israel, betek 2004 eo rediet Arafat gant Israel da chom e ker Ramallah . Daou vloavezh-pad betek e varv eo lakaet da chom sparlet er Mouqata'a , (bureviou gouarnamant Palestina, e Ramallah). Goude un hir a sez lakaet gant arme Israel war ar Mouqata'a betek Here 2004 eo kaset Abou Ammar war ar prim, hag en klanv bras dija, da ospital an arme gall e Clamart ma varv un nebeud deiziou goude d'an 11 a viz Du.