한국   대만   중국   일본 
Vallabhbhai Patel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Vallabhbhai Patel

Eus Wikipedia
Sardar Vallabhbhai Patel

Vallabhbhai Jhaverbhai Patel (distaget [ ??ll?b?b?aːi p???eːl ] en hindi) a oa ur politiker eus India hag unan eus saverien Republik India evel stad dizalc'h. Unan eus pennou Kendalc'h Broadel India ( Indian National Congress ) e oa hag ur plas bras en deus bet er stourm evit an dizalc'hiezh. Lesanvet e voe Sardar , ur ger hag a dalvez "penn", "rener" en hindeg hag en ourdoueg .

Ganet e voe d'an 31 a viz Here 1875 ha tremen a reas e yaouankiz e Gujarat . Mont a reas da Vro-Saoz da studian ar gwir . Dont a reas da India en-dro da labourat evel alvokad e Ahmedabad e 1913. Harp a roas da stourmou ar beizanted e Gujarat hag evel-se e teuas da vezan un den a bouez er vro-se. Buan a-walc'h e tapas kargou uhel e Kendalc'h Broadel India ha gantan e voe aozet kabalerezh ar gostezenn e 1934 hag e 1937. Meur a wech e voe harzet gant ar Saozon abalamour d'e obererezh politikel ha toullbac'het e voe d'an 9 a viz Eost 1942 abalamour d'e gabalerezh evit al luskad "Quit India Movement" a glaske lakaat ar Saozon da guitaat India.

Pa zeuas India da vezan ur stad dizalc'h e voe anvet da Vinistr an Diabarzh e gouarnamant Jawaharlal Nehru . Er garg-se e reas war-dro ar repuidi a guitae Pakistan da zont da India ha harp a roas da adlakaat ar peoc'h da ren er vro, goude an troc'h etre an div vro nevez, India ha Pakistan. Gantan e voe aozet unvaniezh ar stadou dishenvel a oa en Indez, stadou ar prinsed, gant ar "Raj", ar vro a oa bet e dalc'h Impalaeriezh Breizh-Veur . Kalz a nerzh a lakaas e-barzh al labour unvanin-se hag abalamour da se e tapas al lesanv a "Iron Man of India". A-drugarez dezhan, evit ul lodenn vat, ne zirollas ket ar brezel-diabarzh er vro goude muntr Gandhi . Gantan ivez e voe aozet melestradurezh nevez India.

Klanv e oa avat ha mervel a reas d'ar 15 a viz Kerzu 1950 , e Mumbai . Pa voe devet e gorf, e oa ur milion a dud o kemer perzh el lid hag en o zouez ar C'hentan Ministr, Jawaharlal Nehru, ha Prezidant ar Republik, Rajendra Prasad .

Un devezh e koun Patel, anvet "Rashtriya Ekta Diwas" , a vez lidet en India abaoe 2014, da zeiz e c'hanedigezh, an 31 a viz Here.