Urzhiataer

Eus Wikipedia
urzhiataer
invention
Anv ????????   Kemmañ
Levezonet gant MUSASINO-1   Kemmañ
Studiet gant stlenneg   Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet 1945   Kemmañ
Dezverket dre computer configuration , class of computers , computer performance , computer interface   Kemmañ
A implij elektronek , mechanical energy , tredan   Kemmañ


An IBM PC savet e 1981
Un urzhiataer hezoug (2010)

Un urzhiataer a zo un aveadur stlennek a ro an tu da veran hag implijout stlennadou hervez heuliadou kemennadou pe brogrammou .

Stlenneg a reer eus an diskibliezh a bled gant damkaniezh, fardan, hag implij an urzhiataeriou.

Pennaennou hollek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da gentan penn e veze implijet an urzhiataeriou evit jedin (niverou anterin, diwezhatoc'h niverou skej finvus).

  • Evelato ne c'haller ket o henvelekaat ouzh jedereziou  : evit gwir, treterezh un urzhiataer a c'hell disoc'hin war ur steudad sifrou met ivez war ur programm all evit an urzhiataer-se (pe evit unan all).
  • Gant adeiladezh von Neumann ez eo boutinekaet ar roadennou, ha gallout a reer sellet outo ken buan all evel niverou, kemennou, talvoudou poell pe ne vern pe arouezenn termenet diwar did (ul lizherenn, da skouer).

Evel m'hen diskouez e anv e talvez un urzhiataer da ≪ urzhian ≫ ar roadennou, da lavaret eo o lakaat en urzh, o rumman hag o renkan, hervez ur poell bet dibabet.

An urzhiataeriou kentan, an ENIAC savet er Stadou Unanet pe ar Mark I savet e Breizh-Veur , a zo bet roet dezho an anv saoznek ≪  computer  ≫ [1] a dalveze da gentan-penn evit an den a ra jedadennou niverel gant skoazell ardivinkou evel ar voulleg, ar reolenn-jedin pe ar jederez vekanek.
Daoust da gresk barregezh an urzhiataeriou dibaoe, hag a ya kalz pelloc'h eget jedin, ez eus bet dalc'het d'ar ger saoznek memestra. E galleg ez eo diwar goulenn skourr gall an embregerezh IBM ez eo bet kinniget ar ger ≪  ordinateur  ≫, a zo testeniekaet evel anv-gwan e geriadur meur Emile Littre o talvezout evit ≪ Doue o lakaat urzh er bed≫, gant ar yezhoniour Jacques Perret. Kavout a rae d'ar renerien e oa kalz re strizh ar ger ≪  calculateur  ≫ ? kevatal da ≪  computer  ≫ ? e-skoaz barregezhiou o ardivinkou. Diwar un hevelep patrom eo bet krouet er bloavezhiou 1960 ar ger brezhonek ≪ urzhiataer ≫, en deus graet berzh daoust d'ar ger dazeilat ≪ kompoder ≫ bezan bet kinniget e derou ar bloavezhiou 1990 .

N'eo ken nemet e derou ar bloavezhiou 1970 he deus lezet ar vekanografiezh he flas d'ar stlenneg .

  • N'eo ar jedin nemet unan eus an arloadou a c'hall bezan. En degouezh-man e vez sellet ouzh ar roadennou evel niverou.
  • Implijet eo ivez an urzhiataer evit e barregezhiou da framman ar stlennad , da skouer war drobarzhellou stokan gwarellek. E diwezh ar bloavezhiou 1980 ez eus bet jedet e vije ezhomm eus ar boblans c'hall en he fezh ken nemet evit ober labour tiez-bank ar vro, paneve an urzhiataeriou.
    • Ar barregezh-se da framman ar stlennadou en deus ledet implij ar skridtreterezh e-touez an dud ;
    • meran diazou roadennou darempredel a ro ivez an tu da adpakan ha da nershaat stlennadou dasparzhet gwelet gant an implijer evel meur a daolenn zizalc'h.

Diwar krouadur an nevezc'her e tiwanas troidigezhiou lies eus troiennou evel supercomputer , goururzhiataer pe c'hourgompoder, ha quantum computer , urzhiataer kwantek pe gompoder kwantek. En degouezh diwezhan-man ez eo soulwerzhet implij ar ger "urzhiataer" just a-walc'h dre m'eman pell ar barregezhiou a c'haller rakwelet evit ar jedin kwantek diouzh liesvarregezh un "urzhiataer".

Gant ar skiant-prenet ez eus bet tapet digemman daou arvez en un urzhiataer, a oa bet ispriziet an eil hini anezho en derou :

Un urzhiataer araokaet-kenan a-fet teknik diouzh ar mare evel Gamma 60 ar gompagnunezh Bull na reas ket berzh evel a oa gortozet, ken nemet en arbenn ma oa nebeut a zoareou da lakaat e pleustr aes e varregezhiou teknikel. Ar meziantou ? hag o c'hlokadur ar servijou (stummadur, trezalc'h, h.a.) - a ya d'ober abaoe kreiz ar bloavezhiou 1980 ar braz eus koustou an aveadur stlennek, tra m'eo bihanoc'h lodenn an dafar.

Mont en-dro un urzhiataer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwel tarzhet eus un urzhiataer personel.

Kemmet a-galz eo an teknologiezhiou lakaet e pleustr dibaoe ar bloavezhiou 1940 , ha deuet int da vezan un teknologiezh da vat ? da lavarout eo un teskad greantel aozet tro-dro da deknikou ? adalek ar bloavezhiou 1970. Kalz anezho a implij c'hoazh ar c'healiou termenet gant John von Neumann , daoust m'eman an adeiladezh-man war gilan : ar programmou n'en em gemmont mui nemeur o-unan (ar pezh a vije sellet outan evel un doare siek da brogrammin), hag an dafar a gemer kement-man e kont en ur zispartian fraezh hiziv mirout ar c'hemennou hag ar roadennou, er c'hrubuilhou hag all.

Hervez Adeiladezh von Neumann , peder lodenn zo en un urzhiataer :

  1. An unvez aritmetikel ha lojikel (UAL) pe unvez-tretan : sevenin an oberiadennou diazez, un tamm evel a rafe ur jederez, eo he roll.
  2. An unvez-kontrollin (UK) : a c'haller arouezian evel bizied o kas ar jederez en-dro.
  3. Ar vemor , a zo ennan kenkoulz roadennou hag ar programm a lavaro d'an unvez-tretan pesort jedadennou ober gant ar roadennou-se. Dasparzhet eo ar vemor etre memor aezhidik (programmou ha roadennou war sevenin) ha memor padel (programmou ha roadennou diazez an ardivink).
  4. An trobarzhellou enkas-diskas , anezho gwikefreou evit kehentin gant ar bed diavaez.

UAL hag UK [ kemman | kemman ar vammenn ]

An unvez aritmetik ha lojikel (UAL) eo an hini a ra an oberiadennou diazez ( sammaduriou , lamaduriou ...), an oberiadennou poell (HA, PE, NA...) hag an oberiadennou-kenverian (da skouer ur genveriadenn-gevatalted etre daou dakad-memor). An UAL an hini a seven jedadennou an urzhiataer.

An unvez-kontrollin (UK) a gemer he c'hemennou er vemor. Ar re-man a ziskouez dezhi petra urzhian d'an UAL, ha penaos e vo ret dezhi efedin diouzh ret, hervez an disoc'hou a vo pourvezet gant homan. Ur wezh echu an oberiadenn, an unvez-kontrollin a ya pe d'ar c'hemenn a heuilh, pe d'ur c'hemenn all e-lec'h ma vo urzhiet dezhi en em skourran gant ar programm.

Aesaat a ra an unvez-kontrollin ar c'hehentin etre an unvez aritmetik ha lojikel, ar vemor hag an trobarzhellou. Meran a ra ar braz eus ar c'hemennou sevenet en urzhiataer.

Memor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E framm ar reizhiad, ar vemor a c'heller gwelet evel un heuliad kelligou niverennet pep a dammig stlenn enno. Ar stlenn-se a c'hall servijout da ziskouez d'an urzhiataer ar pezh a zo goulennet digantan ober ( kemennou ) pe delc'her roadennou da dretin. Gant ar braz eus an adeiladezhiou stlennek ez eo ar memes memor a dalvez evit an daou arc'hwel.
Evit a sell ouzh ar jedereziou a-stur a-vras e tegemerer zoken e yafe kemennou programmou da erlec'hian lod all e-kerzh an oberiata gant ma tegas muioc'h a efedusted. Gwechall e oa kemend-all un doare boas d'ober, hogen rediou a helennded an ijinerezh meziantel o deus graet dezhan mont war rouesaat, panevet en degouezh resis-man, abaoe meur a zekvloaziad.

Gallout a reer adskrivan ar vemor-se kel lies gwezh ha mar bez ezhomm. Ment bloc'hou ar vemor hag an teknologiezh implijet o deus kemmet hervez ar c'houstou hag an ezhommou : 8 bit evit ar pellgehentin, 16 bit evit an ardivinkan ( DEC ) ha 64 bit evit pikolou jedereziou skiantel ( Control Data ). Ur c'henasant zo bet kavet tamm-ha-tamm gant an okted da unanenn haezadus, ha kemennou war ur vent a 4 pe 8 okted.

En holl zegouezhiou e chom haezadus an okted , ar pezh a eeuna ar skrivan programmou.

E-touez an teknikou implijet evit oberian ar vemoriou e kaver azhenteriou tredantreloc'hel, korzennou dre vevargant a veze ganet en o ser gwagennou klev, transistoriou hiniennel, korennou ferrit , hag en diwezh amredou enframmet enno milionou a dranzistoriou.

Enkas-Diskas [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar gwikefreou enkas/diskas a laka an urzhiataer e-tailh da gehentin gant ar bed diavaez. Ur c'halz anezho zo, eus an douchennaoueg betek ar skramm .

Perzh boutin an holl trobarzhellou enkas eo amdrein ar stlenn tapet ganto en diavaez e roadennou a c'hello an urzhiataer ober e vad ganto. Padal an trobarzhellou diskas a zigod ar stlenn pourchaset gant an urzhiataer e seurt ma vefe spletus evit an implijer.

Bus [ kemman | kemman ar vammenn ]

Al lodennou dishenvel-se a zo liammet etrezo gant tri bus , bus ar chomlec'hian, bus ar roadennou ha bus an urzhiadou.
Ur bus a zo ouzh e ober un niver bennak a neudennou tredan a sav ul liamm evit treuzdougen stlenn binarel kodet war veur a vit.

  • Bus ar chomlec'hian a dreuzkas ar chomlec'hiou ganet gant an Unvez Kreiz Tretan (UKT) evit diuzan ul log memor pe ur marilh diabarzh en unan eus ar bloc'hou. Diouzh ar c'hementad a vemor a ranker haezin eo niver ar bitou treuzkaset gant ar bus-se.
  • Bus ar roadennou a dreuzkas ar roadennou eskemmet etre elfennou dishenvel ar reizhiad.
  • Bus an urzhiadou a dreuzkas an arhentou kempredin liesseurt ret da vont en-dro ar reizhiad : arhent lenn (RD), arhent skrivan (WR), arhent diuz (CS : Chip Select ).

Adeiladezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-drugarez d'ar munutaat e c'haller enframman an UAL hag an unvez-kontrollin e-barzh un amred enframmet hepken a reer mikroprosesor anezhan.

  • En degouezh skoueriek e vez lec'hiet ar vemor war amredou enframmet tost d'ar prosesor, ul lodenn eus ar vemor, ar vemor grubuilh , a c'hall bezan lec'hiet war an hevelep amred enframmet hag an UAL.
  • Klokaet vez an hollad war ar braz eus an adeiladezhiou gant un horolaj da reolian lusk ar prosesor. Evel-just e fell d'an den e labourfe heman ar buanan ar gwellan, hogen n'haller ket kreskin e dizh diharz evid daou abeg :
    • ar priman ma vo an horolaj, ar muian e tommo ar prosesor evel an traou a-hend-all, diouzh karrez e dizh ? ur wrez re uhel a c'hallfe e wastan ;
    • bez' ez eus un talm ma teu ar prosesor da vezan distabil  ; faziek e teu e emzalc'h da vezan, diwar se alies e c'hoarvez ar sac'hadennou .
  • Hervez un tuadur a c'haller merzout abaoe 2005 e laker meur a UAL er memes prosesor, ha zoken meur a brosesor er memes krug. Evit gwir, ar munutaat a-dammou (gwelet Lezenn Moore ) hel laka posupl hep na goustfe kement-all kerroc'h. Un tuadur all, abaoe 2006 e ti ARM , a zo gant mikroprosesoriou dihorolaj : dont a ra un hanter eus an distrewin gwrez eus an arhentou horolaj pa ya ar prosesor en-dro ; a zo muioc'h, ur mikroprosesor dihorolaj a zo kazi null e vevezerezh pa ne ya ket en-dro : an arhent horolaj tonket da freskaat ar memoriou eo an hi rekis nemetan neuze. Pouezus eo an atoud-se evit ar patromou hezoug.
  • An diforc'h arc'hwelek pennan hiziv e-kenver patrom Von Neumann zo, war adeiladezhiou a zo, bezans div rakvemor zishenvel : an eil evit ar c'hemennou hag eben evit ar roadennou, tra ma spisae patrom Von Neumann ur vemor voutin evit an daou. Abeg ar forc'hadenn-man eo e vez sellet breman ouzh kemman e gemennou dezhan e-unan gant ur programm (panevet war an ardivinkou a-stur a-vras) evel un doare da zisteurel. Diwar neuze, ma rank endalc'had ar grubuilh roadennou bezan adskrivet er vemor bennan pa 'z eo kemmet e ouzer ne vo biken an degouezh gant hini ar grubuilh gemennou, alese e vez eeunaet an amredou ha gounezet war an digonusted.

Kemennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar c'hemennou a c'hell un urzhiataer intent n'int ket re lavar mab-den . An ardivink ne oar sevenin ken nemet un niver bevennet a gemennou termenet-mat. Seurtou kemennou intentet gant un urzhiataer a zo traou evel ≪ kopian endalc'had ar gellig 123 hag el lakaat e-barzh ar gellig 456 ≫, ≪ samman endalc'had ar gellig 321 ha hini ar gellig 654, ha lakaat an disoc'h e-barzh ar gellig 777 ≫, ha ≪ m'eo endalc'had ar gellig 999 kevatal da 0, sevenin ar c'hemenn a zo e-barzh ar gellig 345 ≫. Met daou zakad a vez oc'h ober ar braz eus ar c'hemennou : an eil o tiskouez petra ober, a reer ar c'hod oberiadenn anezhan, hag egile o tiskouez pelec'h e ober, a reer oberantenn anezhan.

E-barzh un urzhiataer, ar c'hemennou a glot gant kodou ? 001 e vo kod ar c'hopian, da skouer. An teskad kemennou degemeret gant un urzhiataer, a reer anezhan e lavar-ardivink , zo un heuliad sifrou binarel dre ma n'eus ken nemet 0 (zero) hag 1 (unan) ouzh ober ar c'hemennou hag ar roadennou a vez intentet gant ar unvez-tretan :0 = "Ne dremen ket ar red tredan", 1 = "Tremen a ra ar red tredan".

Peurvuian ne implij mui ar brogrammourien lavarou a seurt-se, ober a reont kentoc'h gant ar pezh a anver ul lavar a live uhel , a vezo amdroet da c'houde e lavar binarel gant ur programm arbennik (ur jubenner pe ur c'hempuner , diouzh an ezhommou). Da heul an treterezh-man, ar programmou a vo meizadus gant an urzhiataer en e lavar genidik.

Lavarou-programmin zo, al lavar gronnan da skouer, a vez graet ≪  lavarou a live izel  ≫ anezho, rak ar c'hemennou implijet ganto a chom tost-tre da re an urzhiataer. Da heul ez eo bet diorroet evitan ar programmou skrivet gant al lavarou-se a zo liammet-krenv gant ar savenn. Al lavar C , kalz aesoc'h da adlenn eget al lavar gronnan, a ra d'ar brogrammourien bezan ampletusoc'h. Setu perak ez eus bet graet gantan muioc'h-mui a-feur ma tigreske koust ar periant ha ma kreske gopr ar brogrammourien.

Meziantou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Par da vellou rollou kemennou roet d'un urzhiataer eo ar meziantou , a zo programmou niverus a gaver enno milionou a gemennou, lod anezho adsevenet dizehan. Meur a vilmilion a gemennou dre eilenn a vez sevenet gant un urzhiatazer personel bet kenderc'het e 2006 .

Abaoe kreiz ar bloavezhiou 1960 ez eus bet ijinet urzhiataeriou ha reizhiadou a-benn ma c'hallfent sevenin meur a brogram war un dro. Graet e vez " lies-trevell " eus ar barregezh-se. An degouezh eo gant an holl urzhiataeriou ha reizhiadou a-vreman.

E gwirionez ne seven ar prosesor ken nemet ur programm war un dro, en ur dremen eus an eil d'egile bewezh ma c'hall. Mar deo uhel a-walc'h tizh ar prosesor e-skoaz an niver a drevellou da sevenin e kavo d'an implijer ez eus meur a brogramm o sevenin war un dro. Gant ar reizhiad korvoin , peurvuian, e vez meret ar malluster roet da bep programm.

Reizhiad korvoin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar reizhiad korvoin eo ar programm-kreiz ennan an elfennou diazez ret da vont en-dro reizh an urzhiataer.

Ar reizhiad korvoin a zeverk loazou fizikel an urzhiataer (amzer prosesor, memor, h.a.) d'ar programmou liesseurt war sevenin. Pourchas a ra ivez ostilhou d'ar programmou all (evel ar sturierou) a-benn aesaat implij an holl drobarzhellou , kuit dezho da gemer e kont munudou fizikel ar re-man. Setu da heul ar reizhiadou korvoin pennan :

Seurtou urzhiataeriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Diwar ar ger latin computus , "ar jedin".