한국   대만   중국   일본 
Unix - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Unix

Eus Wikipedia
(Adkaset eus UNIX )
Hiladur reizhiadou Unix ha Unix-henvel

Unix ( UNIX® eo ar merk marilhet ent ofisiel, a vez skrivet a-wezhiou Unix , pe Unix ® gant pennlizherennou bihan) a zo ur reizhiad korvoin evit an urzhiataeriou diorroet da gentan-penn adalek 1969 hag a-hed ar bloavezhiou 1970 gant ur strollad implijidi eus ar c'hevredad AT&T en arnodvaou Bell Labs Murray Hill en New Jersey ( Stadou Unanet ), en o zouez Ken Thompson , Dennis Ritchie ha Douglas McIlroy . Reizhiadou Unix a-vreman a zo dasparzhet etre skourrou diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.

Ar merk marilhet UNIX® a zo hiviziken (e 2007 bepred) perc'henniezh The Open Group , ur c'hengevread reoladou greantel. Reizhiadou kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) ouzh Spizadur eeun UNIX eo ar re nemeto a c'haller ober "UNIX®" anezho (ar re all a reer "Reizhiadou Unix-henvel" pe " Unix-henvel " anezho).

E-kerzh dibenn ar bloavezhiou 1970 ha derou ar bloavezhiou 1980 , levezon Unix er metou skolveuriek en deus graet dezhan bezan degemeret a-vras(dreist-holl ar varienn BSD , a zeu eus Skol-Veur Kalifornia, Berkeley ) a-berzh plog embregerezhiou, Sun Microsystems eo an hini heverkan anezho. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadou testeniekaet diouzh Unix, reizhiadou korvoin "Unix-like" (Unix-henvel) evel Linux ha BSD zo deuet da vezan boutin-kenan.

A-wezhiou e c'haller implijout ar meneg Unix hengounel evit deskrivan un Unix pe ur reizhiad korvoin dezhan dezverkou eus Unix Aozadenn 7 pe UNIX System V .

Alberz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Reizhiadou korvoin Unix a vez implijet stank ken war servijeriou ken war staelou labour . An endro Unix hag ar patrom programmin arval-servijer a voe elfennou kreiz evit diorren ar Genrouedad hag adframman an urzhiataerezh war-zu rouedadou kentoc'h eget war-zu urzhiataeriou hiniennel.

Ken Unix ken al lavar programmin C a voe diorroet gant AT&T ha dasparzhet da ensavaduriou gouarnamant ha skolveuriek, pezh a reas dezho o daou bezan douget war muioc'h a seurtou familhou ardivinkou eget forzh pe reizhiad korvoin all. Da heul ez eas Unix da gevatal eus " reizhiadou digor ".

Empentet eo bet Unix e seurt da vezan hezoug , lies-trevell ha lies-implijer en ur c'hefluniadur amzer rannet . Dezverket eo ar reizhiadou Unix gant kealiou liesseurt : implijout ar skrid plaen evit stokan roadennou ; ur reizhiad restrou urzhazel ; ober diouzh gwikefreou ha seurtou kehentin etre-argerzhou (IPC) zo evel restrou ; hag ober gant un niver bras a brogrammou bihan a c'haller erean etrezo dre-benn d'ur jubenner linenn urzhian en ur implijout saniou-stlenn , neket implijout ur programm unpezh enlakaet ennan an holl arc'hweliou war un dro. Ar c'healiou-se a reer Prederouriezh Unix anezho.

Dindan Unix, ar "reizhiad korvoin" a zo ouzh e ober kalz eus ar mavegou-se a-gevret gant ar programm reolian mestr, ar graonell . Ar graonell a bourchas servijou evit loc'han ha paouez programmou, embreger ar reizhiad restrou ha trevellou boutin all a "live uhel" rannet gant ar bras eus ar programmou, ha, pouezusat tra marteze, a steunva diraez d'ar periant evit tremen hep enebiezh ma klask daou brogramm diraezin an hevelep danvez pe wikefre. E sell da hanteran ar seurt diraez, e voe roet gwiriou dibar d'ar graonell war ar reizhiad, pezh a vroudas d'an disparti etre egor an implijer hag egor ar graonell .

Gant ar gorrgraonell ez eus bet klasket eilpennan kresk dizehan ment ar c'hraonellou ha distrein d'ur reizhiad e-lec'h ma vez sevenet ar bras eus an trevellou gant mavegou bihanoc'h. D'ur mare ma veze un urzhiataer "boas" ouzh e ober ur bladenn galet evit stokan hag un dermenell roadennou evit enkas ha diskas (E/D), ez ae madik a-walc'h ar patrom restrou Unix dre ma oa "lineel" ar bras eus an E/D. Padal, reizhiadou modern a gaver enno gwikefreou nevez rouedad hag all. Deskrivan un etrefas implijer grakikel renet war-bouez ul logodenn en un doare "bleniet gant an degouezhiou" na gerzhe ket ken mat gant ar patrom kozh. Da heul al labour war reizhiadou a enframme ar gwikefreou nevez-se er bloavezhiou 1980 e tisoc'has peadra evit E/D nann-stoc'hus , doareou kehentin etre-argerzhou all eget saniou-stlenn hepken, war un dro gant eztennan arc'hweliou evel protokolou rouedad diwar ar graonell.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur roll diglok eus argerzhiou o sevenin kevadek war ur reizhiad UNIX.

Er bloavezhiou 1960 ar Massachusetts Institute of Technology , AT&T Bell Labs , ha General Electrics a laboure war ur pikol raktres a reizhiad korvoin , Multics e anv ( Mult iplexed I nformation and C omputing S ervice). Tonket e oa ar reizhiad-se d'ar meururzhiataer GE-645 , e sell d'e werzhan, met ne reas ket berzh. Multics a oa ur reizhad etregwezhiat ennan nevezadennou a-bouez, en o zouez ar surentez. Ar raktres a zisoc'has war aozadennou produin, ar re gentan anezho gwall dreut o barregezhiou avat.

AT&T en em dennas hag a lakas e beadra war raktresou all. Unan eus diorroerien skipailh arnodvaou Bell, Ken Thompson , a zalc'has da ziorren evit ar meururzhiataer GE-645, hag evitan e skrivas ur c'hoari Space Travel e anv [1] , anezhan darvanerezh ur veaj a-dreuz koskoriad an Heol . Koulskoude e kave dezhan ez ae re c'horrek ar c'hoari war an ardivink GE hag e kouste re ger, 75 $ evit un amzer sevenin rouez [2] .

Neuze ec'h adskrivas Thompson ar c'hoari e lavar gronnan evit ur c'hrennurzhiataer PDP-7 digant Digital Equipment Corporation gant skoazell Dennis Ritchie . An ober-se, a-gevret gant e labour war ar raktres Multics, a vroudas Thompson da embreger ur reizhiad korvoin nevez evit ar PDP-7. Thompson ha Ritchie a rene war ul laz diorroerien er Bell Labs, en o zouez Rudd Canaday, ha pleustrin a raent war ur reizhiad restrou war un dro gant ar reizhiad korvoin lies-trevell e-unan. Enlakaat a rejont ur jubenner linenn urzhian hag ur maveg bihan bennak [3] .

Oc'h aozan ur skript shell gant an aozer ed . An arouezenn dollar e laez ar skramm eo ar c'houvi diskwelet gant ar shell. Bizskrivet eo bet 'ed' evit loc'han an aozer, a lans diwar ar poent-se war-zu traon ar skramm.

Bloavezhiou 1970 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1970 e voe graet Unics eus ar raktres (berradenn Un iplexed I nformation and C omputing S ystem) hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg. Brian Kernighan a ijinas an anv en ur zavein (hag enebin war un dro) da Multics ? Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur da Unix .

Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouin ar bromesa da ouzhpennan barregezhiou skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivink PDP-11/20 . Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentan e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoin Unix ent ofisiel ha sevenin a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennan a raed ur programm furmadin skrid anvet roff hag un aozer skrid . An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnan PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouin-se, a zegouezhe eus Unix, roff, hag an aozer, evit skridtreterezh ar goulennou breouiou . Roff a amdroas buan e troff , ar programm embann elektronek kentan gant ur varregezh skriverezan gwirion. Dornlevr ar Programmer UNIX a voe embannet d'an 3 a viz Du 1971 .

E 1973 e voe adskrivet Unix el lavar programmin C , enep meno an holl d'an ampoent a gave dezho "un dra ken kemplezh hag ur reizhiad korvoin, hag en deus da bledin gant darvoudou arvarus a-fet amzer, n'haller e skrivan ken nemet e lavar gronnan". [4] . Tremen eus al lavar gronnan d'al lavar a live uhel C a zisoc'has gant ur meziant hezougoc'h a-galz, e-lec'h ma ne chome ken ur c'hementad bihan a-walc'h a god diouzh an ardivink da erlec'hian pa veze douget Unix war ur savenn all.

AT&T a lakas Unix e kerz skoliou-meur ha kevredadou kenwerzhel, war an dro gant Gouarnamant ar Stadou Unanet hervez kendivizadou aotre. Ar c'hendivizadou aotre a endalc'he ar c'hod tarzh en e bezh kontet ennan al lodennou eus ar graonell diouzh an ardivink, hag a oa skrivet e lavar gronnan PDP-11. Skouerennou notennet eus ar graonell Unix diouzh an ardivink a veze kavet stank e diwezh ar bloavezhiou 1970 dindan stumm ul levr eilet-kenan gant John Lions eus the Skol-Veur Su-Kembre-Nevez , al Lions' Commentary on UNIX 6th Edition, with Source Code , a vroudas kalz da zegemer Unix evel reizhiad korvoin kelennadus.

Aozadennou eus ar reizhiad Unix a raed dave outo gant embannaduriou e dornlevr implijer, e seurt ma talveze (da skouer) "Pempvet Embannadur UNIX" kement ha "UNIX Aozadenn 5". War emledan ez eas an diorren, gant Aozadennou 4, 5, ha 6 a zeuas er-maez a-benn 1975. Gant an aozadennou-man e teuas meiziad ar saniou-stlenn (pipes), a gasas da ziorren un diaz kod muioc'h molladel, ha da heul un tizh diorren brasoc'h c'hoazh. Aozadenn 5 ha dreist-holl Aozadenn 6 a zisoc'has war ur yoc'h aozadennou Unix dishenvel ken e-barzh ken e-maez Bell Labs, en o zouez PWB/UNIX , IS/1 (an Unix kenwerzhel kentan), ha doug Skol-Veur Wollongong d'an Interdata 7/32 (an Unix kentan nann-PDP).

E 1978 e voe embannet UNIX/32V , evit ar reizhiad VAX . D'ar mare-hont, en tu-hont da 600 ardivink a sevene Unix en un tu bennak. Unix Aozadenn 7 , an aozadenn diwezhan eus Research Unix da zont er-maez war ur skeul vras, a voe embannet in 1979. Aozadennou 8 , 9 ha 10 a voe diorroet e-kerzh ar bloavezhiou 1980 met kaset e voent d'un nebeud skoliou-meur hepken, petra bennak m'o deus ganet pennadou evit deskrivan al labour nevez. Disoc'hin a reas an imbourc'h-man war ziorren Plan 9 eus Bell Labs , ur reizhiad hezoug dasparzhet nevez.

Bloavezhiou 1980 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur burev Unix e stil diwezh ar bloavezhiou 80 o lakaat mont en-dro an etrefas grafek implijer Reizhiad X Window . Diskouezet eo un toullad arloadou arval boutin da zasparzhadenn MIT X Consortium, en o zouez Merour prenestrou Tom , un Termenell X , Xbiff , xload, hag ur merdeer grafikel pajennou dornlevr

AT&T a werzhe aotre UNIX System III , diazezet dre vras war an Aozadenn 7, evit un implij kenwerzhel. An embann kentan anezhan a zeuas er-maez e 1982, hag ennan e kaved ivez skor evit ar VAX. AT&T a zalc'he da werzhan aotreou evit aozadennou koshoc'h Unix. A-benn echuin gant ar c'hemmesk etre holl e aozadennou diabarzh dishenvel, AT&T o c'hendeuzas e-barzh UNIX System V Embann 1. Ennan e voe degaset un nebeud arc'hweliou evel an aozer vi ha curses digant skourr Berkeley Software Distribution eus Unix diorroet e Skol-Veur Kalifornia, Berkeley . Ouzhpennet e oa ivez skor evit ar rummad ardivinkou Western Electric 3B.

Dre ma ne oa ket an aozou aotre kenwerzhel UNIX nevez ken spletus evit un implij skolveuriek eget gant aozadennou koshoc'h Unix, imbourc'herien Berkeley a zalc'has da ziorren Unix BSD evel un dazeilad da UNIX System III ha V, da gentan-penn war an adeiladerezh PDP-11 (an embannou 2.xBSD, betek an hini 2.11BSD) ha diwezhatoc'h evit ar VAX-11 (an embannou BSD 4.x). Degasadennou niverus da Unix a voe gwelet da gentan war embannou BSD, pergen ar C shell gant kontroll an trevellou (diwar batrom ITS ). E-touez ar strivou diorren BSD, bezan ouzhpennet kod ar rouedad TCP/IP d'ar graonell Unix pennan a voe moarvat an hini heverkan. Strivou diorren BSD a zisoc'has war meur a embann talvoudus enno kod rouedad : 4.1cBSD, 4.2BSD, 4.3BSD, 4.3BSD-Tahoe (lec'h m'eo "Tahoe" lesanv adeiladerezh Computer Consoles Inc. Power 6/32, bet an embann kentan nann-DEC eus ar graonell BSD), Net/1, 4.3BSD-Reno (evit klotaat gant an anvadur "Tahoe", ha gant ma tenne an embann-se eus ur c'hlaoustre tamm pe damm), Net/2, 4.4BSD, ha 4.4BSD-lite. Ar c'hod rouedad enklozet en embannou-se a zo an hendad eus kalzig eus ar c'hod rouedad TCP/IP en implij hiziv, en o zouez ar c'hod a voe embannet diwezhatoc'h en UNIX System V gant AT&T hag aozadennou abred Microsoft Windows . An API Socketou Berkeley a zeu a-gevret a zo ur standard de facto evit APIou rouedad hag eilet eo bet war meur a savenn.

Kevredadou all a grogas da ginnig aozadennou kenwerzhel eus ar reizhiad UNIX evit o krennurzhiataeriou hag o staelou labour dezho. Ar bras eus an argemmou nevez-se a voe diorroet adalek un diaz System V hervez un aotre digant AT&T ; evelato, lod all a voe diazezet kentoc'h war BSD. Unan eus diorroerien pennan BSD, Bill Joy , a yeas da genziazezer Sun Microsystems e 1982 hag a grouas SunOS (breman Solaris ) evit o staelou labour . E 1980, Microsoft a gemennas e Unix kentan evit korrurzhiataeriou 16-bit Xenix e anv, a voe douget e 1983 war ar c'hewerier Intel 8086 gant Santa Cruz Operation (SCO), hag a-benn an diwezh e troas Xenix da SCO UNIX e 1989.

Un nebeud bloavezhiou-pad d'ar mare-se (a-raok na gemerfe urzhiataeriou kenglotus ouzh ar PC gant MS-DOS o c'hrenv), arsellerien ar greanterezh a oa engortoz ez afe UNIX da reizhiad korvoin standard ar c'horrurzhiaeriou, dre-benn d'e barregezhiou pinvidik ha gant an hezoug ma oa [5] . E 1984 meur a gevredad a savas ar c'hengevread X/Open da bal dezhan krouin spizadur ur reizhiad digor diazezet war UNIX. Goude an araogennou abred, ar striv reolata a gouezhas e poull ar " brezeliou Unix ", gant kevredadou liesseurt o stumman strolladou reolata kevezer. Ar reolatadeg a reas ar berzh brasan en diwezh a voe spizadur POSIX digant an IEEE , empentet evel un EPA (API) a dreuzemglev enkorfet didorr ken war savennou BSD ken war re System V, embannet e 1988 ha dizale endalc'het gant Gouarnamant ar Stadou Unanet evit kalz eus e reizhiadou dezhan.

AT&T a ouzhpenas arc'hweliou liesseurt e-barzh UNIX System V, evel prennan ar restrou , meran ar reizhiad , froudadou , stummou nevez a KEA , ar Reizhiad Restrou A-bell hag an EGT . Kenlabourat a reas AT&T gant Sun Microsystems hag etre 1987 ha 1989 e voe teuzet arc'hweliou eus Xenix , BSD, SunOS, ha System V e-barzh System V Release 4 (SVR4), ent-dizalc'h diouzh X/Open. An embann nevez-se a sonnas an holl arc'hweliou kent en ur pakad hepken, ha skeudennin a reas diwezh an aozadennou kevezer. Kreskin a reas war un dro ar gounidou aotren.

E-pad ar mare-se e krogas meur a bourvezer en o zouez Digital Equipment, Sun, Addamax ha re all da sevel aozadennou diogel eus UNIX evit meziantou uhel o surentez, empentet dreist-holl evit arloadou milourel ha sevenin al lezenn.

Ar Common Desktop Environment pe CDE, ur burev grafek evit Unix ken-diorroet er bloavezhiou 1990 gant HP, IBM, ha Sun e framm an intrudu COSE.

Bloavezhiou 1990 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1990 ec'h embannas an Open Software Foundation OSF/1, lakaet e pleustr ennan o Unix reolataet ; diazezet e oa war Mach ha BSD. Ar Bonsavadur a zo bet roet lans dezhan e 1988 hag arc'hantaet e oa gant lies embregerezh liammet gant Unix ha mennet da zizarbenn kenlabour AT&T ha Sun war SVR4. Da heul, AT&T hag ur strollad aotreidi all a savas ar strollad " UNIX International " e sell da zizarbenn an OSF. Diwar ar maread-se ma kreske an enebiezh etre pourvezerien kevezer e reas berzh adarre an droienn " brezeliou Unix ".

E 1991, ur strollad a ziorroerien BSD (Donn Seeley, Mike Karels, Bill Jolitz, ha Trent Hein) a zilezas Skol-Veur Kalifornia evit diazezan Berkeley Software Design, Inc ( BSDI ). BSDI a zanzeas un aozadenn genwerzhel hollarc'hwelek eus BSD Unix evit ar savenn Intel marc'hadmat hag hollvezant, pezh a lakaas ur mor a dud d'ober fed ouzh implij periantou marc'hadmat en urzhiataerezh a genderc'h. Bill Jolitz a guitas BSDI nebeut goude ma voe bet diazezet, evit kendelc'her dasparzh 386BSD , anezhan hendad meziantel digoust eus FreeBSD , OpenBSD , ha NetBSD .

A-benn 1993 ar bras eus pourvezerien kenwerwhel UNIX o doa kemmet o argemmou eus Unix evit o diazezan war System V gant meur a arc'hwel BSD ouzhpennet war-c'horre. Krouidigezh eus an intrudu COSE er bloavezh-se gant aktourien pennan Unix a verk diwezh maread heverkan ar brezeliou Unix, hag heuliet e voe gant kendeuz UI hag OSF e 1994. An ensavadur kevredet nevez, hag a viras an anv OSF, a baouezas da labourat war OSF/1 er bloavezh-se. D'an ampoent a oa Digital ar pourvezer nemetan en implije, hag a gendalc'has d'e ziorren evitan e-unan, en ur gemman merk e brodu da Digital UNIX e derou 1995.

Nebeut goude bezan kenderc'het UNIX System V Release 4 e werzhas AT&T he holl wiriou war UNIX da Novell . (Dennis Ritchie a genverias kement-man gant istor Esau er Bibl a werzhas e wir a henaour evit ar " pladad fer " hollvrudet [6] .) Novell a ziorroas hec'h aozadenn dezhi, UnixWare , en ur deuzin he NetWare gant UNIX System V Release 4. Klask a reas Novell implijout kement-man evit stourm ouzh Windows NT , met gwallgaset spontus e voe he fennmarc'had.

E 1993 e tivizas Novell da dreuzkas ar merk marilhet UNIX® hag ar gwiriou testeniekaat d'ar c'hengevread X/Open [7] . E 1996 e teuzas X/Open gant an OSF pezh a grouas The Open Group . Meur a reolad digant the Open Group a dermen breman petra eo ha petra n'eo ket ur reizhiad korvoin "UNIX", pergen an Spizadur eeun UNIX a-c'houde 1998.

E 1995 e voe gwerzhet gant Novell da Santa Cruz Operation an obererezh meran ha skoazellan an aotreidi UNIX beziat, hag ar gwiriou da ziorren pelloc'h diaz kod System V. [1] Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un dro ar gwrirou eilan, setu breman danvez ur breud (gwelet a-is).

E 1997, Apple Computer a glaske un diazez nevez evit reizhiad korvoin e Macintosh ha dibab a reas NEXTSTEP , ur reizhiad korvoin bet diorroet gant NeXT . Kalonenn ar reizhiad korvoin, a oa diazezet war BSD hag ar graonell Mach , a voe adanvet Darwin goude bezan bet prenet gant Apple. Bezan skignet Darwin e-barzh Mac OS X a ra eus heman diwezhan, gouez da zisleriadur un implijad eus Apple dirak ur c'hendalc'h USENIX , ar reizhiad diazezet war Unix ar muian implijet e marc'had an urzhiataeriou burev .

2000 betek hiziv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un endro burev Unix modern ( Solaris 10 )

E 2000 e werzhas SCO e obererezh UNIX hag e gaoudou a-bezh da Caldera Systems, hag a gemmas diwezhatoc'h e anv da The SCO Group. An aktour nevez-man a grogas neuze gant un ensav gwiraouel enep da lies implijer ha pourvezer eus Linux. SCO a lakae en a-raok e vez kavet e-barzh Linux kod Unix miret strizh e wiriou ha perc'hennet breman gant The SCO Group. E-touez al lakadennou all ez eus gwalladur sekredou-kenwerzh gant IBM , pe gwalladuriou kevrat a-berzh arvalien gozh Santa Cruz a zo tremenet da Linux dibaoe. Neoazh e savas Novell a-enep da SCO pa embanne heman edo en e gerz gwiriou eilan diaz kod UNIX. Hervez Novell, SCO (ha da heul the SCO Group) a zo e gwirionez oberataerien franchizet ouzh Novell ; en e berc'henniezh e vije ivez ar gwiriou eilan pennan, gwiriou veto war obererezhiou aotrein SCO da zont, ha 95% eus korvoder ar gwiriou aotre. Dinac'h a reas The SCO Group kement-se, ha dont a reas an dael da vezan ar breud SCO vs. Novell .

E 2005, Sun Microsystems a embannas ar bras eus kod e reizhiad Solaris (diazezet war UNIX System V Release 4) en ur raktres tarzhiou digor OpenSolaris e anv. Technologiezhou Sun OS nevez evel ar reizhiad restrou ZFS a zo breman embannet da gentan evel kod tarzhiou digor dre ar raktres OpenSolaris ; e 2006 heman diwezhan en doa roet lans da lies dasparzhadenn nann-Sun evel SchilliX , Belenix , Nexenta ha MartuX.

Freuz ar Brokerezh war ar Genrouedad en deus bet da zisoc'h tolpan ar raktresou Unix. Diwar an argemmou kenwerzhel niverus eus Unix a voe ganet er bloavezhiou 1980, n'eus ken Solaris , HP-UX , hag AIX hag a ra mui pe vui berzh c'hoazh er marc'had, daoust ma talc'has IRIX eus SGI evit ur pennadig c'hoazh. En o zouez eo lodenn Solaris an hini brasan, ha galloud a rafe mont da vrudetoc'h dre-benn d'e skalfad arc'hweliou hag ivez gant ma 'z eus breman un aozadenn tarzhiou digor anezhan [8] .

Reoladou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un embregadeg evit reoliata ur reizhiad korvoin digor, loc'het e diwezh ar bloavezhiou 1980 hag anavezet breman dindan an anv POSIX , a bourchasas un diaz boutin evit an holl reizhiadou korvoin ; an IEEE a savas POSIX tro-dro d'ar framm boutin en argemmou kevezer pennan eus ar reizhiad Unix, hag a embannas ar reolad POSIX kentan e 1988. E derou ar bloavezhiou 1990 un embregadeg distag hogen henvel-kenan a voe loc'het gant ur c'hengevread greantel, an intrudu COSE , a zeuas en diwezh da vezan an Spizadur eeun UNIX meret gant The Open Group . Adalek 1998 the Open Group hag an IEEE a roas lans da Strollad Austin , a-benn pourchas un termenadur boutin eus POSIX hag an Spizadur eeun UNIX.

En un embregadeg war-du ar c'hlotusder, e 1999 lies pourvezer reizhiadou Unix en em glevas evit lakaat Executable and Linkable Format SVR4 (ELF) da reolad evit ar restrou binarel hag ar kod traezenn. Gant ar furmad boutin-man eo kenglotus restrou binarel diwar lies reizhiad Unix adal ma sevenont war ar memes adeiladurezh UKT.

Krouet ez eus bet ar Reolad Urzhaz ar Reizhiad Restrou evit pourchas un aozadur kavlec'hiou dave evit ar reizhiadou korvoin Unix-henvel, Linux pergen. Ar seurt reolad-man a zo danvez daelerezh avat, ha n'eo ket degemeret gant an holl na dost e-ser kumuniezh Linux paneveken.

Parzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar reizhiad Unix a zo ouzh e ober lies parzh a vez peurvuian pakadet a-gevret. En ur enlakaat ? ouzhpenn ar graonell eus ar reizhiad korvoin ? an endro diorren, al levraouegou, an teuliou, hag ar c'hod-tarzh hezoug, hegemm evit an holl barzhiou-man, Unix a oa ur reizhiad meizantel emendalc'het. Kement-man a voe unan eus ar pennabegou o deus graet dezhan bezan degemeret evel ur benveg kelenn ha deskin a-bouez ha bezan bet ul levezon ken krenv.

Enlakaat ar parzhiou-se n'en deus ket graet d'ar reizhiad bezan tolzennek ? an dasparzhadur UNIX V7 orin, ouzh e ober eiladennou eus ar restrou binarel kempunet mui ar c'hod tarzh hag an teuliadur klok a save e dolzennad da neubeutoc'h eget 10Mo, hag a veze kaset war ul lurell warellek 9-roudenn hepken. An teuliadur moullet, skridaozet diwar ar restrou tarzh en-linenn, a zalc'he e korf div levrenn.

Kemmet eo bet forzhig anv parzhiou Unix hag o lec'hiadur er reizhiad restrou a-hed istor ar reizhiad. Evelato, an enkorfadur V7 a vez sellet outi gant paot-mat a dud evel an hini he deus ar framm kanonel abred :

  • Kernel ? kod tarzh e /usr/sys, ouzh e ober lies is-parzh :
    • conf ? lodennou keflunian ha diouzh an ardivink, en o zouez ar c'hod loc'han
    • dev ? sturierou gwikefreou evit reolian ar periant (hag un dam-beriant bennak)
    • sys ?"kraonell" ar reizhiad korvoin, a intent eus meran ar vemor, steunvin an argerzhou, galvou reizhiad, h. c'h.
    • h (pe include ) ? restrou reollin, a dermen etrefasou pennan gant ar reizhiad ha digemmennou a-bouez dibar d'ar reizhiad
  • Endro Diorren ? Aozadennou abred eus Unix a gaved enno un endro diorren e-tailh da grouin en-dro ar reizhiad a-bezh diwar kod tarzh :
    • cc ? Kempuner al lavar C (deuet war wel gant Unix V3)
    • as ? Gronner e lavar-ardivink diouzh ar prosesor
    • ld ? Liammer, evit kenstrollan restrou traezenn
    • lib ? Levraouegou kod-traezenn (staliaet e /lib pe /usr/lib) libc , al levraoueg reizhiad gant ar skor sevenin C, a oa al levraoueg diazez, met a-viskoazh e eus bet levraouegou ouzhpenn evit traou evel kevrennou matematik ( libm ) pe moned d'an diazou roadennou. Unix V7 a zegasas an aozadenn gentan eus stdio , al levraoueg modern "Standard I/O", evel lodenn eus al levraoueg reizhiad. En aozadennou da-heul e voe lieskementet a-zevri an niver hag ar seurtou levraouegou.
    • make ? Ar merour oberian (degaset gant PWB/UNIX ), evit emgefren ent-efedus an argerzh oberian
    • include ? Restrou reollin evit diorren meziantou, a dermen peurvuian etrefasou reoliat ha digemmennou ar reizhiad
    • Lavarou all ? Unix V7 a gaved ennan ur c'hempuner Fortran-77, ur jederez programmadus tidel e spister ( bc , dc ), hag al lavar "skriptadus" awk , hag aozadennou ha enkorfaduriou diwezhatoc'h a endalc'h kempuneriou ha teskadou ostilhou evit meur a lavar all. Gant an embannadennou abred BSD e kaved ostilhou Pascal , ha kalz a reizhiadou Unix modern a gaver ivez enno an dastumad kempuneriou GNU kement ha, pe e-lec'h, ur reizhiad kempunan perc'henn.
    • Ostilhou all ? en o zouez ur merour diellou kod-traezenn ( ar ), ur roller taolenn-arouezou ( nm ), ostilhou evit diorren kempunieriou (da sk. lex & yacc ), hag ostilhou dizraenan.
  • Urzhiadou ? Unix ne zigej ket nemeur etre urzhiadou (programmou eus al live implijer) evit korvoin ha ratrean ar reizhiad (da sk. cron ), urzhiadou a dalvoudegezh hollek (da sk. grep ), hag arloadou a zezev hollekoc'h evel ar pakadou furmadin ha skriverezan testenn. Evelato, ar rummadou pennan a zo :
    • sh ? Ar jubenner urzhiadou programmadus "shell" ("krogenn"), an etrefas implijer diazez war Unix a-raok na zeufe reizhiadou prenester war wel, ha zoken da c'houde (e framm ur "prenestr urzhian").
    • Mavegou ? boestad-ostilhou kreiz eus teskad urzhian Unix, ennni cp , ls , grep , find ha meur a hini all. E-touez an isrummadou :
      • Mavegou reizhiad ? osthilou melestradurel evel mkfs , fsck , ha meur a hini all
      • Mavegou implijer ? ostilhou evit meran an endro evel passwd , kill , hag all.
    • Furmadin teuliou ? reizhiadou Unix a zo bet implijet adalek an derou evit prientin ha skriverezan teuliou, hag enno e kaved meur a brogramm liammet evel nroff , troff , tbl , eqn , refer , ha pic . Reizhadou Unix modern zo a gaver ivez enno pakadou evel TeX ha Ghostscript .
    • Grafikou ? An isreizhiad plot a bourchase peadra da grouin tresadou sturiadel eeun en ur furmad distag diouzh neb gwikefre, gant jubenneriou dibar d'ur gwikefre evit diskwel ar seurt restrou. Er reizhiadou Unix modern e talvez ivez peurvuian X11 da reizhiad prenestrin reoliat ha da EIG , ha kalz anezho a enkorf OpenGL .
    • Kehentin ? reizhiadou Unix abred n'o doa ket a gehenterezh etre-reizhiad, met dont a raent gant ar programmou kehentin etre-implijerien mail ha write . Gant V7 e voe gwelet ar reizhiad kehentin etre-reizhiadou abred UUCP , ha reizhiadou adalek BSD embannadenn 4.1c a gaved enno mavegou TCP/IP .
Gant an urzhiad 'man' e c'hall an den diskwel ur 'bajenn dornlevr' evit kement urzhiad zo war ar reizhiad, zoken man e-unan.
  • Teuliadur ? Unix a voe ar reizhiad korvoin kentan a zalc'he ennan e-unan e zeuliadur klok en-linenn en ur stumm lennadus gant an ardivink. An teuliadur a oa ouzh e ober :
    • man ? Pajennou dornlevr evit pep urzhiad, parzh levraoueg, galv reizhiad, restr reollin, ha c'h.
    • doc ? Teuliadou hiroc'h a zeskriv isreizhiadou pennan, evel al lavar C ha troff

Skog [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur skog heverk en deus bet ar reizhiad Unix war reizhiadou korvoin all.

Skrivet eo bet en ul lavar a live uhel, neket en ul lavar gronnan (pezh a sonjed e oa ret evit enkorfan reizhiadou war an urzhiataeriou abred). Petra bennak ma heulie kement-man skouer Multics ha Burroughs , Unix an hini eo en deus ledet ar mennozh.

Ur patrom restrou eeunaet a-galz en doa Unix e-skoaz paot-mat a reizhiadou korvoin kempred, en ur ober diouzh an holl seurtou restrou evel taolennou oktedou, tra ken. En urzhaz ar reizhiad restrou e kaved servijou ha gwikefreou ardivink (evel moullerezed , termenellou , pe lenneriou pladennou ). Kement-man a bourchase un etrefas unvan, met eus un tu all e redias da gaoud diouzh an dro gwikefreou ouzhpenn evel ioctl ha bannielou mod a-benn haezin keweriusteriou ar periant na glotent ket gant ar patrom eeun "froudad oktedou". Ar reizhad korvoin Plan 9 a gasas ar patrom-se pelloc'h c'hoazh, kement-man hep gwikefre ouzhpenn.

Gant Unix e voe brudet ivez ar reizhiad restrou urzhazel gant iskavlec'hiou kempret ent tidel, a oa bet degaset en derou gant Multics. Reizhiadou korvoin boutin all eus ar maread a oa ganto doareou evit rannan un ardivink stokan e meur a gavlec'h pe lodenn, met un niver digemm a liveou o doa, alies ul live hepken. Lies reizhiad korvoin perc'henn a-bouez a ouzhpennas en diwezh un tu d'ober gant iskavlec'hiou askizel diazezet ivez war patrom Multics. An urzhaz "strollad, implijer" eus RSX-11M gant DEC a droas da gavlec'hiou VMS , pezhiennou CP/M a droas da iskavlec'hiou MS-DOS 2.0+, hag an urzhaz group.account eus MPE gant HP ha SSP ha reizhiadou levraouegou OS/400 gant IBM a zisoc'has war reizhiadou restrou POSIX galloudusoc'h.

Ober eus ar jubenner urzhiadou ur programm boutin eus al live implijer, gant urzhiadou ouzhpenn pourvezet evel programmou distag, a voe un nevezadenn all eus Multics brudet gant Unix. Ar Shell Unix a implije ar memes lavar evit urzhiadou etregwezhiat hag evit skriptou ( skriptou shell ? ne oa ket a lavar kontrollan an dleadou distag evel ar JCL gant IBM). Gant ma oa eus ar shell hag an urzhiadou RK "ur programm all, tra ken", e c'halle an implijer dibab (pe zoken skrivan) e shell dezhan. Urzhiadou nevez a c'halled ouzhpennan hep kemman ar shell e-unan. Ereadur nevezadus al linenn-urzhian Unix evit krouin chadennou argerzhou produer-bevezer ( saniou-stlenn ) a reas d'ur paradigm programman galloudus ( kedroudennadou ) bezan hegerz a-vras. Meur a jubenner urzhiadou dre linenn urzhian krouet war-lerc'h a zo bet awenet gant ar shell Unix.

Ur bennaenn ziazez eeunadus eus Unix a oa bezan lakaet e pleustr an destenn ASCII evit tost an holl furmadou restrou. Ne oa ket a aozer "binarel" en aozadennou orinel eus Unix ? ar reizhiad a-bezh a veze kefluniet en ur implijout skriptou urzhiadou shell mod-testenn. An anver boutin er reizhiad E/D a oa an okted ? neket evel ar reizhiadou restrou "dre enrolladenn" . Bezan kreizennet war an destenn evit enkorfan tost pep tra en deus graet d'ar saniou Unix bezan talvoudus-tre, ha broudet en deus da ziorren ostilhou simpl hag hollek a c'hellfed kenstrollan aes evit kas da benn trevellou ad hoc luzietoc'h. Bezan degemeret an destenn hag an okted en deus lakaet ar reizhiad e-tailh da vezan kresket ha douget muioc'h eget reizhiadou all. Gant red an amzer, an arloadou diazezet war an destenn o deus graet berzh ivez e tachennou evel al lavarou moullan ( PostScript ), hag e gwelead an arloadou eus Protokolou ar Genrouedad , da sk. Telnet, FTP, SSH, SMTP, HTTP hag SIP.

Gant Unix e voe brudet un ereadur evit an troiennou reoliek en deus kavet un implij ledan. Etrefas programmin Unix zo deuet da vezan sichenn ur reolad etrefas reizhiadou korvoin lakaet e pleustr a-vras (POSIX, gwelet a-us).

Al lavar programmin C na voe ket pell oc'h en em ledan pelloc'h eget Unix, ha breman eman hollvezant e programmadur ar reizhiadou hag an arloadou.

Diorroerien abred Unix a voe bras o fouez evit degas damkaniezh ar molladusted hag an adimplijusted e doareou an ijin meziantel , dihadet o deus ul luskad evit an "Ostilhou Meziantel".

Unix a bourchasas ar protokol rouedad TCP/IP war urzhiataeriou marc'hadmat a-walc'h, pezh a vroudas da gevrean ardivinkou ar bed-holl betek berzh marzhus ar Genrouedad . Talvezout a reas da ziazez evit hel lakaat e pleustr war meur a savenn all. (Gant se ivez e voe lakaet anat frailhou surentez niverus en enkorfaduriou rouedad.)

Tuadur Unix da bourchas an teuliadur klok en-linenn ha moned (bloavezhiou pad) ouzh kod tarzh ar reizhiad a-bezh a reas d'ar brogrammourien bezan war-c'hed eus un endro gwelloc'h eget kent, ha disoc'h a reas da lansan luskad ar meziantou frank e 1983.

Gant red an amzer, diorrerien pennan eus Unix (hag ar programmou a ya en-dro warnan) o deus savet un teskad a reoladou sevenadurel evit diorren meziantou, ha deuet eo ar reoladou-se da gemer kement a bouez hag a levezon ha teknologiezh Unix e-unan ; kement-man eur boas d'ober ar brederouriezh Unix anezhi.

Draen 2038 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant Unix e vez stoket variennou eur ar reizhiad evel an niver a eilennou tremenet abaoe hanternoz d'ar 1 an a viz Genver 1970 (ar " c'houlz Unix ") e variennou eus ar seurt time t , termenet ent istorel evel "anterin 32-bit sinet". D'an 19 a viz Genver 2038 , an eur red a winto eus ur zero heuliet gant 31 unan ( 01111111111111111111111111111111 ) da un unan heuliet gant 31 zero ( 10000000000000000000000000000000 ), pezh a adderaouo an eur d'ar bloavezh 1901 pe 1970, diouzh an enkorfadur, dre ma eilpenno ar bit sin . O vezan ma implij meur a arload roudennadou eus levraouegou ar RK evit jedin an deiziad, skog kement-man a c'hellfe anadin kalz abretoc'h eget 2038 ; da skouer e c'hellfe ur prest war gampi 30 bloavezh-pad bezan jedet direizh adalek ar bloavezh 2008 .

O vezan m'eo ral a wezh eztaolet e furmad an eur Unix deiziadou a-raok 1970, un diskoulm posupl, hag a zo kenglotus ouzh ar furmadou binarel bezant, a vefe adtermenin time_t evel "anterin 32-bit ansinet". Koulskoude, un dalfasadenn evel-henn ne rafe ken nemet dreistlec'hian ar gudenn d'an 7 a viz C'hwevrer 2106 , hag e c'hallfe silan drein e meziantou a genveria daou deskad euriou.

Aozadennou zo eus Unix o deus pledet gant kement-man endeo. Da skouer, gant Solaris war reizhiadou 64-bit, time_t a zo 64 bit e hed, da lavaret eo ar RK e-unan hag an arloadou 64-bit a embrego reizh an deiziadou 292 miliard a vloavezhiou-pad (meur a wezh muioc'h eget oad an hollved ). Arloadou 32-bit hag a implij un time_t 32-bit a zalc'ho da vont en-dro war reizhiadou Solaris 64-bit, met techet ez vint c'hoazh d'an draen 2038.

Reizhiadou korvoin frank Unix-henvel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Linux a zo ur reizhiad modern Unix-henvel

E 1983, Richard Stallman a gemennas ar raktres GNU , ur striv youlek evit krouin ur reizhiad meziantou frank Unix-henvel  ; "frank" e doare kement hini a resev ur skouerenn anezhan a vije frankiz gantan d'e implijout, studian, kemman, hag ingalan pelloc'h. Pal GNU a voe sevenet e 1992. E raktres diorren ur graonell, GNU Hurd , ne oa ket disoc'h gant ur graonell oberiant, met ur graonell kenglotus Linux e anv a voe embannet evel meziant frank e 1992 hervez an Aotre Foran Hollek GNU . An daou a-gevret a vez graet aliesig "Linux" anezho, daoust ma ra ar Free Software Foundation ha dasparzhadennou Linux , evel Debian GNU/Linux , gant an anv kevredet GNU/Linux .

Ouzhpenn o implij er reizhiad korvoin Linux, kalz a bakadou GNU ? evel an Dastumad Kempuneriou GNU (ha nemorant ar chadenn ostilhou GNU ), al levraoueg C GNU hag ar mavegou kreiz GNU ? o deus kendalc'het ivez da c'hoari ur roll kreiz e reizhiadou Unix frank.

Dasparzhadennou Linux, a gaver enno Linux ha dastumadou bras a veziantou kenglotus, o deus tapet brud war un dro e metou an amatourien hag e bed an aferiou. E-touez an dasparzhadennou brudet eman Red Hat Enterprise Linux , Fedora , SUSE Linux Enterprise , openSUSE , Debian GNU/Linux , Ubuntu , Mandriva Linux , Slackware Linux ha Gentoo .

Un deveradenn frank eus Unix BSD , 386BSD , a voe ivez embannet e 1992 ha disoc'h a reas gant ar raktresou NetBSD ha FreeBSD . Hervez ar varnadenn douget e 1994 er breud savet gant UNIX Systems Laboratories enep da Skol-Veur Kalifornia ha Berkeley Software Design Inc. ( USL v. BSDi ), e voe lakaet sklaer edo gant Berkeley ar gwir da zasparzhan Unix BSD ? evit netra, ma venne kement-man. Dibaoe, Unix BSD zo bet diorroet hervez lies tuadur, en o zouez OpenBSD ha DragonFly BSD .

Linux ha BSD a zo breman krog da aloubin fonnus kalz eus ar marc'had a oa betek-henn dindan dalc'h reizhadou korvoin Unix perc'henn, ha war un dro emaint oc'h emledan e marc'hadou nevez evel re an ardivinkou bevezin burev, heloc'h hag entoueziet. A-drugarez d'an doare molladel m'eo bet empentet Unix, rannan tammou bitrakou a zo boutin a-walc'h ; da heul, ar bras eus an holl reizhiadou Unix hag Unix-henvel a gaver enno da nebeutan un tamm kod BSD, hag ar reizhiadou modern a gaver ivez aliesig en o dasparzhadenn ur maveg GNU bennak.

E 2005, Sun Microsystems a embannas ar bras eus kod tarzh e reizhiad korvoin Solaris , un argemm eus System V, dindan an anv OpenSolaris , en ur ober anezhan ar c'hentan reizhiad Unix kenwerzhel diorroet da vat da vont tarzhiou digor (meur a vloaz abretoc'h, Caldera en doa embannet kalz eus ar reizhadou Unix koshoc'h hervez un aotre kelenn ha diwezatoc'h BSD ). Da heul, ul lodenn vras eus ar c'hod bet perc'henniezh AT&T/USL eur breman frank da sellet outi.

Meran ar merk [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Here 1993, Novell , ar c'hevredad a oa perc'henn da kod tarzh Unix System V d'an ampoent, a dreuzkasas merk marilhet Unix d'ar c'hevredad The X/Open Company (breman The Open Group ), [7] ha gwerzhan a reas e 1995 an obererezh kenwerzhel kenstag da Santa Cruz Operation [9] . Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un dro gwrirou eilan ar meziant a oa danvez ur breud kevreadel, SCO v. Novell , a voe gounezet gant Novell ; galv a zo war ar breud. Ar pourvezer Unix SCO Group Inc. a damall da Novell c'hwiban e wiriou.

Perc'henn a-vreman d'ar merk marilhet UNIX® eo The Open Group , ur c'hengevread reoladou greantel. N'eus ken nemet reizhiadou hollgenglotus ha testeniekaet diouzh Spizadur eeun UNIX a zoug an anv "UNIX®" (reou all a reer "Reizhiad Unix-henvel" pe " Unix-henvel " anezho).

Hervez un diferad eus The Open Group, an termen "UNIX®" a zave muioc'h d'ur renkad a reizhiadou korvoin eget d'un enkorfadur dibar a reizhiad korvoin ; hiziv e c'hallfe ar reizhiadou korvoin a wiria an Spizadur eeun UNIX digant The Open Group bezan e-tailh da zougen ar merk marilhet UNIX® 98 pe UNIX® 03 , goude m'en devo paet pourvezer ar reizhiad korvoin frejou da The Open Group. E-touez ar reizhiadou aotreet da implijout ar merk marilhet UNIX® eman AIX , HP-UX , IRIX , Solaris , Tru64 (gwezhall "Digital UNIX"), A/UX , Mac OS X 10.5 war savennou Intel , [10] hag ul lodenn eus z/OS .

A-wezhiou e implijer berraduriou evel "Un*x", "*NIX", pe "*N?X" evit ober anv eus an holl reizhiadou korvoin henvel ouzh Unix. Dont a ra diwar implij an arouezennou "*" ha "?" evel "meta-arouezenn" gant meur a vaveg. Implijet eo ivez an notadur-se evit deskrivan reizhiadou all Unix-henvel, da sk. Linux, BSD, etc., na sevenont ket an divizou evit ar merk UNIX® digant the Open Group.

Goulenn a ra The Open Group e vije implijet atav "UNIX®" evel un anv gwan da heul un termen rummel evel "reizhiad" e seurt ne yafe ket ar merk marilhet da anv boutin.

"Unix" a oa an doare-skrivan orinel, met ledet a-walc'h e chom implij ar stumm "UNIX" o vezan ma oa, gouez da Dennis Ritchie p'en doa distaget ar brezegenn Unix orinel d'an trede Kendalc'h ar Reizhiadou Korvoin eus an Association for Computing Machinery stadunanat, ≪ en em gavet ganeomp ur skriverez nevez ha troff a oa o paouez bezan ijinet ha sordet e oamp dre ma c'hallemp produin pennlizherennou bihan. ≫ [11] . Kalz eus diaraogerien ha kempredidi ar reizhiad korvoin na implije ken nemet pennlizherennou, da heul kalz a dud a skrivas an anv gant pennlizherennou gant ar boazet ma oant.

Meur a seurt liester eus Unix a zo en implij e saozneg pa reer dave da lies seurt reizhiad Unix hag Unix-henvel. An hini boazetan a zo an " Unixes " boutin, met ar sevenadur hacker hag a grouas Unix a zo tuet d'ober fent gant ar yezh, ha brudet eo ivez " Unices " (a sell ouzh Unix evel un anv Latin eus an trede troadur). Ar stumm liester hensaoznek " Unixen " a zo divoaz, daoust ma 'z er gweler gwezh an amzer. E brezhoneg eo ar stumm " Unixou " an hini vo degemeret, emichans.

Anviou merkou a c'hell bezan marilhet gant ensavaduriou dishenvel e broiou dishenvel, hag ar reolennadur war ar merkou e broiou zo a aotre an hevelep merk da vezan perc'hennet gant meur a ensavadur keit ha ma implij pep ensavadur ar merk e rummadou aes da zigejan. Se zo kaoz e weler Unix implijet da verk marilhet evit produiou liesseurt en o zouez stalikennou levriou, liv-skrivan, peg e boutailhou, trezhou babiged, sec'heriou-blev hag endalc'heriou boued. [2] .

Urzhiadou Unix boutin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Urzhiadou Unix implijet a-vras a zo en o zouez :

  • Krouin kavlec'hiou ha restrou, ha merdein drezo : ls cd pwd mkdir rm rmdir cp find touch mv
  • Gwelet hag aozan restrou : more less ed vi emacs head tail
  • Skridtreterezh : echo cat grep sort uniq sed awk cut tr split printf
  • Kenverian restrou : comm cmp diff patch
  • Ostilhou shell diseurt : yes test xargs
  • Meran ar reizhiad : chmod chown ps su w who
  • Kehentin : mail telnet ftp finger ssh
  • Dilesadur : su login passwd

Daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Ritchie, Dennis M.. Space Travel: Exploring the solar system and the PDP-7 . Kavet : 2007-03-11 .
  2. Bell Labs
  3. Bell Labs
  4. Stallings, William. "Operating Systems: Internals and Design Principles" 5th ed, page 91. Pearson Education, Inc. 2005.
  5. UNIX History . www.archive.org .
  6. Google
  7. 7,0 ha 7,1 http://groups.google.com/group/comp.std.unix/msg/c9974cf0022884f8
  8. Stephen Shankland (7 Kerzu 2005). Itanium: A cautionary tale . Tech News . ZDNet. Kavet : 2006-10-04 . “In the third quarter of this year, 7,845 Itanium servers were sold, according to research by Gartner. That compares with 62,776 machines with Sun Microsystems' UltraSparc, 31,648 with IBM's Power, and 9,147 with HP's PA-RISC.”
  9. Novelll
  10. The Open Group. Mac OS X Version 10.5 Leopard on Intel-based Macintosh computers certification . Kavet : 2007-06-12 .
  11. CATB

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]