Tierniezh Jin (265 - 420)

Eus Wikipedia


晉朝
Tierniezh Jin
Flag
Flag
265  ?  420
Location of Jin
Location of Jin
Tachenn Tiernezh Jin
Ker-benn Dianav
Yezh(ou) Sinaeg
Gouarnamant Impalaeriezh
Istor
 - Aloudabeg Wu ar Reter 265
 - Erlec'hiet gant Liu Song 420


Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadou Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornog Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou )
Republik Sina ( Taiwan )


An Dierniezh Jin ( Sinaeg 晋朝), unan eus ar C'hwec'h Tiernezh a heulias marevezh an Teir rouantelezh e Sina . Kent marevezh an Tierniezhiou Su & Norzh eman. Gant ar familh Sima e voe diazezet.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E daou brantad e vez disrannet an tierniezh Jin. Tierniezh Jan ar C'hornok (西晉, 265 ? 316 ) a voe krouet gant Impalaer Wu Jin e 265 . Daoust ma teuas a-benn da unvanin ar vro dre stagan Wu ar Reter e 280 ne voe ket gouest da harz ouzh ar gantreidi goude Brezel an Eizh Prins . Aloubet e voe Luoyang e 311 gant Han Zhao ha lazhet e voe Impalaer Huai Jin . Repuin a reas an dierniezh da Chang'an met kouezhout a reas ar ger e 316 ha kollet e voe an norzh evit ar Jin.

Da su ar vro e tec'has ar pezh a chome eus al lez hag e gerbenn nevez e savas e Jiankang , e-kichen er pezh a zo Nanjing Da impalaer Tierniezh Jin ar Reter e voe embannet Prins Longya met ne voe ket anavezet gant stadou an norzh. Distabil ha gwan e voe Jin ar Reter e-pad an 104 bloavezh o vuhez.E 383 , avat e faezhas Qin Diaraok en-doa unvanet norzh ar vro en Emgann Fei , ar pezh a voe abeg fontadeg rouantelezh an norzh.

E 403 e voe skrapet an tron gant Huan Xuan a ziazezas un diernezh nevez , Chu . Ne badas ket pell amzer, avat, rak faezhet e voe Huan Xuan gant Liu Yu . Liu Yu a adlakaas Impalaer An Jin war an tron met env a oa an hini a dalc'he ar galloud gwir. Brasaat a reas tachenn ar Jin dre aloubin Yan ar Su ha Qin Diwezhat . E 419 e voe taget An ha erlerc'hiet e voe gant e vreur Impalaer Gong Jin . Ur bloavezh diwezhatoc'h e lezas Gong e dron da Liu Yu a grouas Tierniezh Liu Song .

Impalaerien Jin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anv Anv Familh ha Rakanv Ren Marevezh
"Jin" + anv + "di"
Jin ar C'hornok 265 ? 316
Wu Di Sima Yan 265 ? 290
Hui Di Sima Zhong 290 ? 307
Sima Lun 301
Huai Di Sima Chi 307 ? 311
Min Di Sima Ye 313 ? 316
Jin ar Reter 317 ? 420
Yuan Di Sima Rui 317 ? 323
Ming Di Sima Shao 323 ? 325
Cheng Di Sima Yan 325 ? 342
Kang Di Sima Yue 342 ? 344
Mu Di Sima Dan 344 ? 361
Ai Di Sima Pi 361 ? 365
Fei Di Sima Yi 365 ? 372 * Taihe 365 ? 372
Jianwen Di Sima Yu 372
Xiaowu Di Sima Yao 372 ? 396
An Di Sima Dezong 396 ? 419
Gong Di Sima Dewen 419 ? 420


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat  ? ?到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadou a denn d'ar bed sinaat.