한국   대만   중국   일본 
Tad - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Tad

Eus Wikipedia

Tad eo an hini a grou ar vugale gant ar vamm , pe an hini a sav anezho.

Tadelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tad ha mab

Bezan tad zo da gentan un afer a embaran pa gomzer eus bevoniezh evel eus lezenn . Prouin piv eo tad ar bugel zo bet ur gwall afer er gevredigezh a-hed kantvedou. Hervez ar reolennou degemeret peurvuian er gevredigezh europat kristen da vihanan, e ranke an tad bezan an hini a oa gwaz ar vamm. Pa veze arvar war an dra-se e veze ur vezh evit an dud e kaoz.

E-kenver al lezenn e veze graet hervez ar gomz latin: Mater semper certa; pater est quem nuptiae demonstrant (Ar vamm a ouzer sur atav; an tad eo an hini a zo diskouezet en dimezin). Breman gant an araokadennou skiantel n'eo ket an dimezin a ra an tad ken, met ar vevoniezh.

Hervez ar vevoniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • An tad naturel eo an hini a ra ur bugel gant ur vaouez e-kerzh an embaran .
  • An tad ganer eo an hini a ra ar bugel, met ne sav ket anezhan, dre ma kuita ar vamm hag ar bugel peurvuian
  • An tad dic'hortoz pe tad hep gouzout dezhan , pa ne oar an tad ez eo tad nemet pell war-lerc'h, bloavezhiou alies,
  • An tad dalif , pa varv an tad a-raok ganedigezh ar bugel,
  • An tad krennard a zo ur c'hrennard a c'han ur bugel.
  • An tad sperier , ha ne ra nemet rein e sper hep en em baran.

Hervez ar gevredigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • An tad-kaer (pe tadeg ) eo tad ar pried all
  • An tad-kozh eo tad an tad pe ar vamm
  • An tad-kunv eo tad an tad-kozh
  • An tad-you eo tad an tad-kunv
  • Al leztad eo an hini a zimez gant ar vamm ha n'eo ket an tad naturel; an tad-mager a vez graet anezhan ivez
  • An adtad eo an hini a advugel
  • An tad-paeron eo ar paeron .

Geriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • E-lec'h tad , pe ma zad , pa gomz an den ouzh e dad, e lavar tadig , pe tata e brezhoneg.


Kevredigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kalz e vez komzet eus pouez an tadou, pe an ezhec'h , o koazhan er gevredigezh. Unan eus an abegou eo ar c'hemm en doare da welout an tiegezh , ha lec'h an tad en tiegezh, pa n'eus ken harzou divrall etre statud kevredigezhel an tadou hag ar mammou evel betek kreiz an XX-vet kantved.


Doue, an Tad, poltredet gant Cima da Conegliano .

Er relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Implijet e vez ar ger er relijion gristen, ha gant ar gatoliked dreist-holl.

  • Doue an Tad , a zo unan eus tri ferson an Drinded , e-kichen ar Mab , Jezuz-Krist, hag ar Spered Santel ;
    • Sin ar groaz a vez graet en anv an Tad
  • Tadou an Iliz , eo an oberourien gentan a zoueoniezh er c'hantvedou kentan eus an oadvezh kristen
  • Hon Tad santel ar Pab , a vez graet eus ar pab ;
  • Tad zo un titl roet gant doujans d'ur beleg katolik
    • Anaout a reer evel-se an tad Juluan Maner , an Tad Medar .
    • Deuet eo da vezan par d'ar ger beleg, evel en titl Un tad kapusin e foar Landi ur pennad-skrid fentus gant an Tad Medar a oa tad kapusin just a-walc'h.
    • Tad, ma zad , a lavarar gatoliked ouzh ur beleg katolik:
  • An Tadou Gwenn a veze graet ouzh misionerien zo a veze gwisket e gwenn en oadvezh an Trevadennin.
Viktor Vasnetsov , Tadelezh

Implijou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jan Pellicorne hag e vab Caspar , gant Rembrandt van Rijn , XVIIvet kantved .

Implijet eo bet ar ger tad a-hed an istor e troiennou zo.

  • E Roma gozh e veze graet an anv Pater Patriae (≪ Tad ar Vammvro ≫) eus jeneraled zo ;
  • graet e veze an anv-se ivez eus Cosimo de' Medici , lesanvet ivez Cosimo il Vecchio
  • E 1506 e voe graet ≪ Pere du Peuple ≫ (Tad ar Bobl) eus ar roue Loeiz XII a Vro-C'hall , gant Stadou Bro-C'hall dre m'en devoa digresket an tailh , a veze paeet gant an dud dinobl  ;
  • ≪ Tad Bihan ar poblou ≫ a veze graet gant propaganda Unvaniezh ar Pepublikou Sovietek hag ar strolladou komunourien eus Job Stalin .

E Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Drevezet eo bet an implij istorel se e Breizh hag e brezhoneg, pa voe graet:

Gouel an Tadou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tadou arall [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • An Tad Nedeleg zo deuet tamm ha tamm e brezhoneg dre ma veze lidet er skoliou gallek, ha ma veze santet ezhomm da ober henvel er skoliou brezhonek pa voe krouet Diwan .