Strossburi

Eus Wikipedia
Straßburg
Ribl an Ill hag iliz-veur Itron-Varia.
Ribl an Ill hag iliz-veur Itron-Varia.
Ardamezioùlogo
Anv elzasek Strossburi
Anv alamanek Straßburg
Anv gallek (ofisiel) Strasbourg
Bro Elzas
Melestradurezh
Stad Frañs  Frans
Rannvro Grand Est ( prefeti )
Departamant Roen-Izel ( prefeti )
Arondisamant Straßburg ( pennlec'h )
Kanton Pennlec'h dek kanton :
1 , 2 , 3 , 4 , 5 , 6
Kod kumun 67482
Kod post 67000, 67100, 67200
Maer
Amzer gefridi
Jeanne Barseghian
2020-2026
Etrekumuniezh Strasbourg Eurometropole
Lec'hienn web https://www.strasbourg.eu
Poblansouriezh
Poblans 290 576 ann. ( 2020 ) [1]
Stankter 3 713 ann./km²
Douaroniezh
Daveennou
lec'hian
48°35′5″N 7°45′2″E
Uhelderiou bihanan 132 m ? brasan 151 m
Gorread 78,26 km²
Iliz-veur Strossburi

Ker-benn Elzas eo Strossburi ( alemaneg , distaget [??d?r?ːsb?uri]), Straßburg en alamaneg , distaget [??t?aːsb??k]) pe Strasbourg e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [st?azbu?], [st?asbu?]). War c'hlann gleiz ar ster Roen eman, e-tal ar ger alaman Kehl e Baden-Wurttemberg . Pennlec'h departamant ar Roen-Izel eo ivez, ha sez meur a ensavadur etrebroadel evel Parlamant Europa ha Kuzul Europa .

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Argentoratum e oa an anv keltiek a-raok donedigezh ar Romaned. Meneget e voe an anv er bloaz 12 kent JK, pa voe savet ur c'hamp roman gant Nero Claudius Drusus .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Adal ar bloaz 90 e voe kamp diazez al Lejion VIII Augusta .

E 842 e voe touet Leou Straßburg etre Karl Voal , roue Frankia ar C'hornog ha Loeiz Germania , roue Frankia ar Reter , a-enep o breur Lotar I an .

Ur perzh a-bouez a gemeras Strossburi en Disivoud protestant en XVI vet kantved .

Staget e voe ouzh Bro-C'hall e 1681, 1918 hag abaoe 1945 hervez ar brezeliou a oa etre Bro-C'hall ha Prusia pe Alamagn.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Treuzet eo Strossburi gant ar ster Ill . E traonienn ar Roen eman, war ribl kleiz ar Roen , etre meneziou ar Vojou un 20 km bennak d'ar c'hornog hag ar C'hoad Du 25 km d'ar reter en tu all d'ar ster bras, a-dal da ker g Kehl , e Baden-Wurttemberg . E kreiz ur c'hroashent bras europat eman, e-lec'h eo fetis ar treizhid dre hent, dre hent-houarn ha dre ster etre ar Su hag an Norzh.

Savaduriou ha glad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo an iliz-veur gotek savet e krag hag he horolaj steredoniel, ha tiez o bannou koad ar straedou grennamzerel. Kalz savaduriou eus mareou all a gaver avat : ilizou e-leizh, savaduriou eus an Azginivelezh alaman (ar gambr kenwerzh ha greanterezh), paleziou eus ar barok gall (ar palez Roc'han), tiez an Arz Nevez ( Palais des Fetes ), ha mell ensavaduriou evel ti Lez europat gwiriou mab-den .

Pontou eus ar Grennamzer betek ar mare a-vreman, parkou liesseurt ha mirdiou zo ivez, evel Mirdi an arzou-kaer, Mirdi an arzou-kinklan, Mirdi Tomi Ungerer, ar Mirdi elzasat, Mirdi an arkeologiezh, etc.

Sportou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Racing Club de Strasbourg zo e-touez ar c'hlubou sport a-vicher brudetan ar ger, ur c'hlub mell-droad eo. Klubou basket-ball ha hoke-war-skorn zo ivez.

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud ganet e Stroosburi [ kemman | kemman ar vammenn ]

Annezidi brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Keriou gevellet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Emgleviou kenlabour he deus Strossburi gant :

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Daveou ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Roadennou ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Boston Sister Cities . The City of Boston.
  3. British towns twinned with French towns . Archant Community Media Ltd .
  4. Stuttgart Stadtepartnerschaften
    (de)
    . Landeshauptstadt Stuttgart, Abteilung Außenbeziehungen .
  5. Dresden ? Partner Cities . 2008 Landeshauptstadt Dresden.
  6. Ramat Gan Sister Cities .