Sophie Scholl

Eus Wikipedia
Sophie Scholl
den
Rann eus Hans and Sophie Scholl   Kemmañ
Reizh pe jener plac'h   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Republik Weimar , Trede Reich   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Sophie Scholl   Kemmañ
Anv ganedigezh Sophia Magdalena Scholl   Kemmañ
Anv-bihan Sophia   Kemmañ
Anv-familh Scholl   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 9 Mae 1921   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Forchtenberg   Kemmañ
Deiziad ar marv 22 C'hwe 1943   Kemmañ
Lec'h ar marv Munich Prison   Kemmañ
Doare mervel Kastiz ar marv   Kemmañ
Abeg ar marv dibennan   Kemmañ
Killed by Johann Reichhart   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Friedhof am Perlacher Forst   Kemmañ
Tad Robert Scholl   Kemmañ
Mamm Magdalena Scholl   Kemmañ
Breur pe c'hoar Inge Scholl , Werner Scholl , Hans Scholl   Kemmañ
Yezh vamm alamaneg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet alamaneg   Kemmañ
Kondaonet evit high treason   Kemmañ
Micher university student , resistance fighter   Kemmañ
Bet war ar studi e Ludwig Maximilian University of Munich   Kemmañ
Relijion Luteriegezh   Kemmañ
Partner in business or sport Hans Scholl   Kemmañ
Ezel eus Ar Rozenn Wenn   Kemmañ
Present in work Sophie Scholl ? The Final Days , Weiße Rose   Kemmañ
Sophie Magdalena Scholl
Korf-bras gant Wolfgang Eckert
Walhalla, 2003

Sophia Magdalena Scholl ( Forchtenberg , 9 a viz Mae 1921 ? Munchen , 22 a viz C'hwevrer 1943 ) a oa ur stourmerez politikel alaman e-pad an Eil Brezel Bed , hag unan eus pennou ar Rozenn Wenn ( Die Weiße Rose ), un aozadur da stourm a-enep an naziouriezh en Alamagn.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evel an holl yaouankizou e voe ret dezhi kemer perzh e kevredigezhiou yaouankiz. Gouzanv a rae dre ma veze krennet war ar frankiz da sonjal ha da gaout ur relijion . War-lerc'h he bachelouriezh e 1940 ez eas da ziwallerez bugale. Goude ma oa difennet kaout levriou e ≪ servijou al labour ≫ hag er ≪ servij skoazell ≫ e teuas a-benn, e 1940- 41 , da virout Kofesionou sant Aogustin . Derc'hel sonj a reas eus ar frazenn : ≪  Krouet omp bet ganit evit ma'z aimp davedout, hag ankeniet eo hon c'halonou, ken na ziskuizho ennout.  ≫ [1] . Goude-se e stagas gant studiou bevoniezh ha prederouriezh e miz Mae 1942 e Munchen.

Abalamour d'he deskadurezh katolik , d'an enebiezh krenn embannet gant he zad ouzh an naziouriezh, da skiant-prenet he breur, soudard ha studier war ar vezegiezh ha goude klanvgarrour en ospitaliou talbenn ar Reter, test eus ar varbariezh nazi e-kenver ar Yuzevien hag ar Rused , e tigoras he daoulagad war stad Alamagn.

Adalek miz Mezheven 1942 en em vodas gant he breur Hans ha Carl Muth , hag o sikour a reas da embann ha da skignan traktou a-enep ar renad nazi hag ar brezel. Teurel traktou a reas e porzh diabarzh skol-veur Munchen ha diskuliet e voe d'ar Gestapo gant porzhier ar skol-veur. Harzet e voe Sophie hag he breur d'an 18 a viz C'hwevrer 1943 ha kaset dirak ar Volksgerichtshof , Lez-varn ar Bobl . Kondaonet e voe d'ar marv goude ur vreutadeg teir eurvezh hepken.
Roland Freisler , penn Lez-varn ar Bobl, deuet eus Berlin , a lennas ar varnidigezh, roet abalamour d'an ≪ trubarderezh, gwallbropaganda, kenwallerezh gant an enebourien, fallgalonin an armeou ≫.

Dibennet e voe d'an 22 a viz C'hwevrer 1943 e Munchen, daoust d'al lezenn a embanne splann e ranked gortoz 99 devezh a-raok lakaat un den d'ar marv goude bout kondaonet. Kalonek e tiskouezas bezan en deiz-se, hervez testeni gwarded an toull-bac'h.

Beziet e voe er vered damdost da goadeg Perlach , e-kichen he breur Hans ha Christoph Probst , a oa bet lazhet en deiz-se end-eeun.

Un toullad deiziou war-lerc'h he marv e voe kanet meuleudi dezhi gant Thomas Mann er BBC .

Bez Hans Scholl , Sophie Scholl, ha Christoph Probst , er Perlacher Friedhof, nepell diouzh toull-bac'h Stadelheim e Munchen

Abaoe o marv [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Pa gouezhas Moger Berlin e 1989 e voe digoret an diellou kozh er vro a oa bet Alamagn ar Reter ha kavet e voe danevellskridou ar Gestapo eus abadennou goulennata an daou yaouank.
  • En Alamagn ez eus bet lakaet un toullad mat a skoliou en anv Sophie ha Hans Scholl.
  • Ur priz lennegel zo ivez en o anv en Alamagn.
  • Sophie Scholl - Die letzten Tage ("Sophie Scholl - An devezhiou diwezhan") zo ur film alaman bet sevenet e 2005 gant Marc Rothemund ha Fred Breinersdorfer [2] .

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • (fr) Didier Chauvet, Sophie Scholl, une resistante allemande face au nazisme , L'Harmattan, 2004 ( ISBN 978-2-7475-7507-2 )
  • (fr) Carole Bitoune, La revolte au feminin : portraits de femmes exemplaires , Hugo et Compagnie, 2007, ( ISBN 978-2-7556-0154-1 ) .
  • (fr) Inge Scholl, La Rose Blanche : six Allemands contre le nazisme , Editions de Minuit, 2013 ( ISBN 978-2-7073-2694-2 ) ? C'hoar Sophie ha Hans eo Inge.

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (fr) Inge Scholl, La Rose blanche , Editions de Minuit, p. 48 ( ISBN 978-2-7073-2051-3 )
  2. (en) Internet Movie Database

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .