한국   대만   중국   일본 
Sarah Palin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sarah Palin

Eus Wikipedia
Sarah Louise Heath
Sarah Palin
Sarah Palin e miz Mae 2010
Anv Sarah Louise Heath
Ganet 11 a viz C'hwevrer 1964
Sandpoint , Idaho ( SUA )
Broadelezh stadunanat
Micher
Pried Todd Palin
Bugale Track Palin
Bristol Palin
Willow Palin
Piper Palin
Trig Palin
Sinadur


Sarah Palin (ganet Sarah Louise Heath d'an 11 a viz C'hwevrer 1964 [1] e Sandpoint ) a zo ur bolitikourez stadunanat ezel eus ar Strollad republikan .

D'ar 4 a viz Kerzu 2006 e voe dilennet gouarnourez Alaska . Ar vaouez kentan hag an dileuriadez yaouankan dilennet eno e voe. D'an 29 a viz Eost 2008 e voe dibabet gant John McCain (danvez-prezidant SUA e 2008 en anv ar Strollad republikan da vont war ar renk gantan evel danvez bezprezidantez. Sarah Palin a voe neuze an eil maouez (goude Geraldine Ferraro e 1984 ) a voe kinniget da vezprezidantez gant ur strollad politikel bras. D'ar 26 a viz Gouere 2009 e tilezas he c'harg a c'houarnourez.

Kemer perzh a ra e Strollad Tea Party hag er Mamas Grizzlies . Abaoe miz Genver 2010 e kinnig ur gronikenn politikerezh skignet gant ar chadenn skinwel Fox News Channel [2] . Abaoe ar 14 a viz Du 2010 [3] e kinnig Sarah Palin's Alaska , hag a zo ur stirad skinwel eizh rann anezhan diwar-benn Alaska skignet gant The Learning Channel [4] , [5] .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. ≪ Sarah Palin, la cure de jouvence de John McCain ≫ , Le Figaro , 29 a viz Eost 2008.
  2. ≪ Palin to Join Fox News as Contributor ≫ , Fox News , 11 a viz Genver 2010.
  3. Alex Weprin, ≪ 'Sarah Palin's Alaska' Gets Premiere Date ≫ , TV Newser , 6 a viz Eost 2010.
  4. Lisa de Moraes, ≪ Discovery makes it official: “Sarah Palin's Alaska” to TLC ≫ , The Washington Post , 25 a viz Meurzh 2010.
  5. Alex Strachan, ≪ The fun facts of Sarah Palin's new reality show about Alaska ≫ , Vancouver Sun , 27 a viz Meurzh 2010.


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .