한국   대만   중국   일본 
Saga - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Saga

Eus Wikipedia
Un tamm eus saga Njall (AM 132 folio 13r), war-dro 1350 .

Ar sagaou (eus ar ger islandek saga , el liester sogur ) a oa testennou lennegel skrivet e henyezh Skandinavia diwar-benn danveziou a bep seurt, da skouer beajou ar Vikinged o vont da Island ha pelloc'h, pe emgannou etre familhou viking. Skrivet e oant, peurvuian, e norseg ar c'hornog, henyezh Island.

Meurzanevellou e komz-plaen e oa ar skridou-se, ha kontan a raent kuriou a bep seurt kaset da benn gant tud na oant ket bev ken. An "harozed"-se a oa Vikinged anezho, paganed evit ar skridou koshan pe kristenien evit ar skridou nevesoc'h. Peurvuian eo gwir ar pezh a gonter er sagagou, nemet a-wechou e c'hall bezan tammou mojennou enno, dreist-holl evit a re a bled gant sent pe eskibien . Ar wirionez a c'hall bezan kaeraet a-wechouigou, met atav e vez an istoriou diwar-benn tud zo bet bev. Abalamour da se int dedennus-kenan evit an istorourien a studi ar Vikinged.

Un nebeud sagaou [ kemman | kemman ar vammenn ]