한국   대만   중국   일본 
Sabotaj - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sabotaj

Eus Wikipedia
Tren diroudennet e Palestina gant nerzhiou lezluel yuzev e 1946.

Ar sabotaj pe tarverezh a zo un ober graet a-fetepans-kaer evit distruj, gwanaat pe disteraat ur benveg evit ma chomfe sac'het pe na vefe ket ken efedus ken. Graet e vez kalz gant ar ger da vare brezeliou (brezeliou etre broiou, pe brezeliou ekonomikel, pe eneberezh kevredigezhel) evit ober anv eus an oberou kaset war-raok evit lakaat rouestl ha mesk e-touez an enebourien, pe ar gevezerien, da skouer en ur zistruj kefluskeriou, hentou-houarn, linennou tredan... ha kement tra a c'hall lakaat dizurzh en o zouez. Implijet eo bet ivez an doare ober-se e bed al labour gant micherourien ’zo evit terrin mekanikou, da skouer pa ne veze ket aotre da ziskregin diouzh e labour evit gounit gwiriou pe kresk paeamant, pe pa veze re ziaes al labour.

Dishanval diouzh ar sponterezh eo ar sabotaj, pa ne glask ket lazhan tud, na lakaat ar spont da ren. Dishenvel eo ivez diouzh manifestagou ma vez distrujet traou en un doare arouezel a-wechou. Dre vras e chom kuzh ar saboterien ha ne glaskont ket displegan na brudan ar pezh a reont. Ober gaou eo ar pal.

Ar ger [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant ar ster-se eo tremenet ar ger sabotaj en holl yezhou ar bed. Moarvat e teu eus ar galleg sabotage ( sabot = botez-koad), pe marteze eus an nederlandeg . Diasur eo orin ar ger avat, daoust ma'z eus bet kinniget a bep seurt displegaduriou. E penn kentan ne dalveze nemet evit disoc'h ul labour graet foeltr forzh, buan ha n'eus forzh penaos. Kevatal e oa neuze da c'heriou brezhonek evel tarvan , batrouzan , mordokin , kilbouc'hat , porc'hellat ...

Sabotaj brezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Seurt oberou a c'hall bezan kaset da benn pe gant nerzhiou ispisial al lu, pe harzerien pe neuze gant tud en em silet er vro, pe tud o labourat evit an estren dispis . Gant al leziou-barn brezel e vez lakaet alies ar saboterien da spierien ha ne vezont ket degemer evel brezelourien (ne vezont ket lakaet da brizonidi brezel eta pa vezont paket).

Doareou nevez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant bed ar stlenneg e vez komzet eus sabotaj ivez pa vez lakaet meziantou "drouk" pe "brein" da vont e rouedadou ’zo. Kaoz a zo bet evel-se eus un ober kaset da benn gant ar Stadou-Unanet a-enep programm nukleel Iran.

Gwelet ivez : siberargad .

Bed an endro [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit difenn ha gwarezin an endro e vez klevet anv eus sabotaj ivez, ha savet ez eus bet ur ger ispisial evit se: ekotaj ur ger kemmesk gant "eko"+"sabotaj".

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]