한국   대만   중국   일본 
Romano Prodi - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Romano Prodi

Eus Wikipedia
Romano Prodi
Romano Prodi
Ministr kentan Italia
Er galloud
Er galloud adalek 17 Mae 1996 ? 21 Here 1998
17 Mae 2006 betek 8 a viz Mae 2008
A-raok : Lamberto Dini
Silvio Berlusconi
War-lerc'h Massimo D'Alema
9 Eost 1939
Scandiano , Italia
Strollad politikel
Pried Flavia Franzoni
Micher Kelenner
10 vet Prezidant Komision Europa
In office
16 Gwengolo 1999  –  30 Here 2004
A-raok Manuel Marin
War-lerc'h Jose Manuel Durao Barroso


Ur politikour italian eo Romano Prodi (bet ganet e Scandiano (nepell eus Reggio Emilia ) d'an 9 Eost , 1939 ). Kentan ministr Italia eo abaoe dilennadeg kannaded ha senedourien Ebrel 2006

Kentan ministr eo bet ur wech c'hoazh etre 1996 ha 1999 , ha goude-se eo bet anvet da Prezidant Kengor Europa .

Abaoe 1969 eo dimezet da Flavia Franzoni; daou vab o deus bet, Giorgio hag Antonio. Bevan a ra gant e familh e Bologna .

Studiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

War-lerc'h echuin e studi e lise Ludovico Ariosto e Reggio Emilia, eo bet studier war ar gwir e Skol-veur Gatolik Milano , ma'z eo bet degemeret gant an enoriou e 1961 da-genver displegadenn e dezenn war perzh ar warezouriezh e diorroidigezh greanterezh Italia. Kendalc'het en deus da studian e skoliou-meur Milano , Bologna , hag e London School of Economics dindan renerezh Basil Yamey, kelenner war an armerzh greantel.

Bet eo oc'h ober skol e Skol-veur Harvard hag en ensavadur imbourc'h Stanford .

Red micher akademek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kroget eo e red micher akademek e kevrenn armerzhouriezh ar Skiantou politikel e skol-veur Bologna e lec'h m'eo bet o labourat evel adkelenner ( 1963 ), eilkelenner ( 1966 ) ha kelenner ( 1971 - 1999 ) war an aozadur hag ar politikerezh greantel.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bet eo Prodi hag e oa un Demokrat kristen a-gleiz. E-tro kreiz ar bloavezhiou 1970 e krog da emellout ouzh politikerezh Italia hag anvet eo Ministr ar greanterezh e 1978 e-pad gouarnamant Giulio Andreotti ; E karg eo bet eus meur a vodad a-hed ar bloavezhiou 1980 hag e derou ar bloavezhiou 1990 . Kadoriad ar gompagnunezh Stad galloudus IRI eo bet etre 1982 ha 1989 hag adarre etre 1993 ha 1994 . Dindan enklask evit goubrenerezh eo bet dre ziv wech evit ar prantad amzer ma oa bet e penn an IRI. Da gentan e voe tamallet dezhan un tabut interestou e darempred gant kevratou bet deroet d'e gompagnunezh enklask armerzhel personel. Da eil eo bet tamallet evit bezan gwerzhet ar c'hengevredad boued Stad SME a oa war goll d'ar c'hevredad liesvroadel Unilever ma oa bet ur c'huzulier paeet anezhan e-pad ur frapad. Koulskoude e voe didamallet-krenn dre ziv wech. E 1995 e teu da vezan kadoriad an tu kreiz-kleiz, kenemglev an Ulivo (olivezenn) hag, e 1996 , kentan ministr . E 1998 eo distaolet e c'houarnamant kenemglev pa ziviz ar strollad komunour en em dennan. Dre se e teuas Massimo D'Alema da stumman ur gouarnamant nevez. Diskar Prodi a c'hoarvezas war-bouez ur vot e Kambr ar Gannaded (ret eo kaout harp muianiver an div gambr).

E miz Ebrel 2006, e voe meneget gant Gerard Batten ( UKIP ), anezhan ur c'hannad saoz eus Londrez , komzou ar gwazour, Kol. Alexander Litvinenko , a rae eus Prodi ur spiour bet o labourat evit an FSB kozh hag e oa e gwirionez "paotr" ar C'HGB e Italia. Goulenn a reas ma vije savet un enklask evit gwirian ar c'homzou-se.

Prodi poltredet gant Kentan Ministr Sveden Goran Persson ha George W. Bush e Gunnebo Slott nepell eus Goteborg , Sveden, 14 Mezheven 2001 .

Etre Gwengolo 1999 hag an 18 a viz Du , 2004 , eo bet Prezidant Kengor Europa .

Dilennadeg Kentan Ministr 2006 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E penn "an Unaniezh", anezhan ur c'henstroll strolladou eus an tu kleiz eo bet trec'h Romano Prodi war ar c'hentam ministr eus an tu dehou Silvio Berlusconi gant nebeutoc'h eget 1% eus ar mouezhiou diforc'h. Tabut hag amjestregezh e-leizh a voe pa zizklerias Prodi bezan bet trec'h eurvezhiou a-raok na vije embannet an disoc'h klok tra ma c'houlenne Berlusconi e vije adkontet ar mouezhiou.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Araozan:
Lamberto Dini
Kentan ministr Italia
1996 - 1998
War e lerc'h:
Massimo D'Alema
Araozan:
Manuel Marin
Prezidant Kengor Europa
1999 - 2004
War e lerc'h:
Jose Manuel Durao Barroso
Araozan:
Silvio Berlusconi
Kentan ministr Italia
2006 betek breman
War e lerc'h:
digor