Ar
rom
zo un died alkoolek graet diwar chug ar
c'horz-sukr
. Lakaet e vez ar chug da c'hoin, goude e vez lambiget pe strilhet, ha neuze lezet da gozhan e barrikennou koad-derv.
Kentan ma voe meneget a voe e 1650 en un diell eus
Barbados
, hag anvet e oa
kill-devil
(lazh an diaoul) pe
rumbullion
, ur ger eus Devonshire, e bro-Saoz, hag a dalv kementha
todilhon
. En inizi gallek ar Mor Karib e teuas
kill-devil
da vezan
guildive
da gentan, met diwezhatoc'h e voe lavaret
tafia
, ur ger a orin afrikan pe henvroat. En 1667 e veze lavaret '
rom
.
Rom a vez graet e meur a vro, ha dreist-holl en inizi ar
Mor Karib
:
Gwadeloup
,
Martinik
,
Haiti
,
Jamaika
,
Kuba
,
Republik Dominikan
.
Er c'hevandir amerikan :
Venezuela
,
SUA
,
Guyana
,
Gwiana c'hall
.
En Afrika :
Kab Glas
(e
Santo Antao
) hag er
Reunion
.
Graet e vez ivez en
Aostralia
, en
India
.
Commons