한국   대만   중국   일본 
Rhegin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rhegin

Eus Wikipedia

Ur rouantelezh vrezhon e kreisteiz Preden e oa Rhegin . En em astenn a rae war vord Mor Breizh e reter Enez Wight , e tachennad poblad kozh ar Regini

Hogozik netra a anavezer diwar-benn ar rouantelezh-se. Abred ez eo aet da get, moarvat. Hervez ar c'hronik angl-ha-saoz eo enni e tilestras ar pennvrezelour sakson Ælle e 477 , en ul lec'h anvet Cymenes ora . Stourm a reas ouzh ar Vrezhoned en Emgann Mearcredes burne e 485 , hag e 491 e kemeras Anderida ( Pevensey hiziv). War he zro e savas-en ar rouantelezh Sussex .