한국   대만   중국   일본 
Publius Septimius Geta - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Publius Septimius Geta

Eus Wikipedia
Publius Septimius Geta
Geta
Mirdi Pouchkin , Moskva
Geta ha Caracalla
gant Lawrence Alma-Tadema
Geta e 198
Mirdi ar Vatikan

Lucius Publius Septimius Antonius Geta ( 189 - 211 ) a oa un impalaer roman hag a renas 11 miz en 211.

E dud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa da Septimius Severus , a voe anvet da senedour e 172 gant an impalaer Marcus Aurelius , da brokonsul Tarraconense entre 178 ha 180, da gonsul e 190. Dimezet e oa da Paccia Marciana, hogen mervel a reas digantan. E 187 ec'h addimezas da Julia Domna , arabez eus Siria, a oa bet diouganet dezhi e timezje d'ur roue. Domna a oa merc'h d'un den pinvidik, Julius Basianus, beleg meur Templ an Heol en Emesa. Daou vab o doe : L. Septimius Bassianus " Caracalla " ha Publius Septimius Geta.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e oa Geta e Roma. Ur breur henan en doa, Caracalla , met Geta an hini e oa moumoun e vamm rak siouloc'h ha poellekoc'h eget e vreur e oa. Ne oa nemet bloaz etreze, met kaz o doa an eil ouzh egile, rak ne garent ket ar memes traou : Caracalla a oa sot gant an arme hag ar brezel, Geta a oa troet gant traou ar spered, ha plijout a rae d'ar Sened . Caracalla a oa feuls ha kriz, ha Geta dous e zoareou, ha kizidik, petra bennak ma lavar an istorourien ne oa ket gwell e vuhezegezh.

Irienn Plautianus [ kemman | kemman ar vammenn ]

Plautianus a oa un den uhel ha keneil d'an impalaer Septimius Severus, prefed ar pretordi , keneil Geta er gonsuliezh en 203 . Septimius Severus a zimezas e vab henan Caracalla da verc'h Plautianus. Pa glevas Geta e oa Plautianus oc'h iriennan evit lazhan Caracalla ez eas da gelaouin tad ha breur : ha setu kaset Plautianus kuit ha muntret war urzh Caracalla en 205 , gant asant e dad. Hag enoret Geta gant un delwenn arem war ar forom [1] .

Kenimpalaer [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 198 e voe anvet e vreur henan Caracalla da Augustus , evel e dad, da lavarout eo da genimpalaer ; e 209 e voe anvet Geta da Augustus ivez.

Brezel e Britannia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Denarius Geta

E 209, pan eas an impalaer Septimius Severus d'ober un dro-vrezel da Enez Vreizh e kemeras e zaou vab gantan evit o fellaat diouzh plijadurezhiou Roma , ha rein tro dezho da anvezout buhez ar soudarded, ha marteze ivez d'o fellaat diouzh fallguzulierien prest da glask gwashaat an enebiezh etrezo, ha da glask skoulman gwelloc'h darempredou dre ar c'henlabour en arme, hag evel-just evit o frientin da ren war e lerc'h. En 209 e lezas Geta gant e vamm Julia Domna en Eboracum da c'houarn Britannia Inferior tra ma'z eas gant e vab henan Caracalla da sinan un emglev gant poblou Kaledonia . Pa zistrojont ac'hano ez eas yec'hed an impalaer da fall, ma varvas e derou 211 . Ne oa ket deuet a-benn da lakaat e vibien d'en em glevout. P'edo o vervel edo Caracalla oc'h iriennan a-enep d'e dad ha d'e vreur. En Enez Vreizh eo e voent anvet da impalaerien o-daou. Hag int da zistrein da Roma.

Goude marv an tad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Marv Geta etre divvrec'h e vamm
Jacques Pajou , Staatsgalerie, Stuttgart

War o hent da Roma e chomjont pell an eil diouzh egile, hep prejan a-gevret gwech ebet, na kousket er memes ti [2] .

Koulskoude e seblantjont en em gavout d'ar c'houlz da rentan enor d'o zad. Met ren kichen-ha-kichen a oa tra dibosubl. Rannet e oa ar palez e div lodenn ha ne c'houzanve hini ebet anezho gwelout ur servijer d'e vreur en e lodenn-en. N'en em welent nemet dirak o mamm, gant un toullad brav a warded armet, gant aon dalc'hmat da vezan drouklazhet. [2]

Hervez an istorour Herodianus o dije divizet an daou vreur rannan an impalaeriezh e div hanterenn. Kement-se a voe nac'het gant ar vamm, a felle dezhi derc'hel stad he fried en he sav.
Met e dibenn 211 e oa troet fall-tre an traou [3] . Klask a reas Caracalla lazhan Geta da goulz ar Saturnalia (17 a viz Kerzu), met tro wenn a reas.
A-benn ar fin e voe ur vodadeg emglev aozet gant ar vamm en he ranndi. Dont a reas Geta hep e warded, evel goulennet gant e vreur, lazhet e voe etre divvrec'h e vamm gant kanturioned . [2] .

Caracalla a yeas da gamp ar warded pretorian da gontan e oa bet un irienn gant Geta, hag en devoa ranket lazhan e vreur da savetein e vuhez. Dirak ar Sened e lavaras en devoa graet evel Romulus ha Neron a rankas lazhan o breudeur ( Remus ha Britannicus ) evit mad an impalaeriezh. ≪ Zeus ≫, emezan, ≪ eo an hini nemetan a zalc'h ar galloud e-touez an doueed, hag ar galloud-se ne ro nemet da un den. ≫
Neuze e c'hallas Caracalla ren e-unan.

Goude marv Geta [ kemman | kemman ar vammenn ]

Caracalla a embannas lezennou an damnatio memoriae a voe kaset da benn : distrujet e voe an delwennou d'an impalaer Publius Septimius Geta, teuzet ar pezhiou moneiz ma oa poltredet.
Berzan a reas ouzh e vamm dougen kanv d'e vreur, hag en eskemm e roas dezhi galloud war aferiou diabarzh an impalaeriezh, tra ma rae en war-du an arme.

Ouzhpenn e reas lazhan harperien e vreur [2] . Hervez Cassius Dio e voe lazhet 20 000 a dud en abeg da se [4] . En o zouez e oa mab an impalaer Pertinax ( 126 - 193 , a renas tri miz e 193), ha c'hoar an impalaer Commodus ( 161 - 192 ).

Roue mojennel Breizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe e vije bet anvet Geta da roue al lejionou e ker York .

Liammou diavarez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (fr) Anne Daguet-Gagey, C. Fuluius Plautianus, hostis publicus, Rome, 205?208 apres J.-C. e La ≪ crise ≫ de l'empire romain, de Marc Aurele a Constantin , Presses de l'universite Paris-Sorbonne, 2006 ( ISBN 978-2-84050-465-8 )
  2. 2,0 2,1 2,2 ha 2,3 Edward Gibbon, The Decline And Fall Of The Roman Empire , The Modern Library, 1932, chap. VI., p. 114
  3. Herodian, History of the Empire from the death of Marcus , IV., p. 144 ( ISBN 978-1-97646-650-2 )
  4. Cassius Dio , Roman History