한국   대만   중국   일본 
Propaganda - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Propaganda

Eus Wikipedia
Propaganda a-enep an alkool e bro Suis e 1900

Propaganda a vez graet eus un doare kelaouin tuet hag a zo e bal levezonin ur boblans etrezek un doare sonjal pe un abeg.

Ma'z eo deuet da vezan ur ger gant ur meneg fall hiziv-an-deiz n'eo ket bet atav ar memestra dre ar ster orin hag a oa neptu betek kaout ur meneg pozitivel, implij brudadegou propaganda evit ar yec'hed pe c'hoazh brudadegou evit rein c'hoant d'ar geodedourien da vont da votin.

Orin ar ger [ kemman | kemman ar vammenn ]

Propaganda a zo ur ger modern latin o tont eus propagare. Deuet eo war wel ar ger propaganda adal krouidigezh ur gevrenn nevez d'an Iliz gatolik ( kenvreuriezh ) e 1622 anvet Congregatio de Propaganda Fide (Kenvreuriezh evit emled ar gredenn) hag a oa krennet e Propaganda. Pal an aozadur-se a oa ledan ar feiz gatolik etrezek ar broiou na oant ket c'hoazh eus ar gredenn-se.

Adalek 1790 e krog implij ar ger propaganda gant oberiaduriou laik. Kregin a raio ar ger propaganda da gaout ur meneg fall adal kreiz an 19vet kantved dres pa vezo adimplijet e bed ar politikerezh.


Doareou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diaes ez eo da sevel harzou sklaer etre propaganda ha doareou all da gelaouin pe da gendrec'hin an dud. E pelec'h e vez kavet an tu da ziforc'hian sklaer hag anat en ur chom gant ur sell skiantel? "Ar pezh a reomp-ni a zo dishenvel, int-i a ra propaganda".

Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.

Propaganda brezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Women of Britain say - GO! (1915) Skritell evit broudan maouezed Bro-Saoz da gas ar baotred d'ar Brezel bras

Ar propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudan an dud da gemer perzh eni pe da vroudan ar brashan niver ez eo ur brezel evit ar mat.