한국   대만   중국   일본 
Priz Turing - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Priz Turing

Eus Wikipedia
Alan Turing e 1936

Ar Priz Turing , ACM A. M. Turing Award e anv saoznek , zo ur priz a vez deroet bep bloaz abaoe 1966 gant an Association for Computing Machinery (ACM) d'un den a zo bet diuzet goude degasadennou pouezus ha padus war dachenn galvezadel ar stlenneg .

En enor d'ar matematikour ha stlennegour breizhveuriat Alan M. Turing ( 1912 - 1954 ) e voe aozet ar Priz Turing ; " Priz Nobel ar stlenneg" a vez graet anezhan a-wechou [1] .

Ne oa ket arc'hant gant ar Priz adalek 1966 betek 2006  ; adalek 2007 e voe roet 250 000 dollar gant an embregerezhiou Intel ha Google  ; abaoe 2014 e vez roet 1 milion azollarou, gant Google hepken [2] .

Loreidi [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Etre 1966 ha 2022 , 76 den zo bet enoret gant ar Priz Turing, en o zouez 73 gwaz ha 3 maouez ; e 2006 e voe roet ar Priz d'ar vaouez kentan, e 2008 hag e 2012 d'an div vaouez all.
 Eus Geriadur ar stlenneg Guy Etienne (1995) ez eo tennet termenou kalvezel ar pennad-man. [3]
Bloaz Anv Bro Abeg Ensavadur
1966 Alan Perlis SUA E levezon war ar goulevin urzhiataeriou hag ar sevel kempuneriou . Carnegie Mellon University, Pittsburgh , PA
1967 Maurice Wilkes Bro-Saoz Farder an Electronic Delay Storage Automatic Calculator (EDSAC) e 1949 , an eil urzhiataer gant ur goulev e-barzh. Kenaozer ul levr diwar-benn an aozan gouleviou evit urzhiataeriou niverel elektronek, The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer 1951 , ma voe displeget ar gouleviaouegou [4] . University of Cambridge, Cambridge , R-U
1968 Richard Hamming SUA E labour war an hentennou niverel, an enbonegan emgefreek, ar bonegou kavout ha reizhan ar faziou. Bell Labs, Murray Hill , NJ
1969 Marvin Minsky SUA Bezan bet kalon an enklaskou evit krouin, stumman, kas war-raok ha gwellaat tachenn an naouegezh alvezel . Massachusetts Institute of Technology (MIT), Cambridge , MA
1970 James H. Wilkinson Bro-Saoz E enklaskou war dachennou an dezrann niverel e-sell da aesaat implij an urzhiataeriou niverel herrek, an aljebr a-linenn hag an dezrann faziou en un algoritm goude endevout bet un disoc'h peuzreizh. National Physical Laboratory, Teddington , R-U
1971 John McCarthy SUA E enklaskou war dachenn an naouegezh alvezel. Stanford University, Stanford , CA
1972 Edsger W. Dijkstra Izelvroioù Unan eus saverien bennan ALGOL ( ALGOrithmic Language ), un Lavar programmin a live uhel hag a zo aet da batrom ar sklaerder hag ar reizhder. Unan eus diazezerien skiant an aregou goulevin eo. Centrum Wiskunde & Informatica, Eindhoven  ; University of Texas, Austin , TX
1973 Charles Bachman SUA E zegasadennou war dachenn kalvezouriezh ar stlennvoniou General Electric Research Laboratory, Schenectady , NY
1974 Donald Knuth SUA E zegasadennou da zezrann an treoliou ha sevel aregou goulevin. California Institute of Technology, Stanford , CA
1975 Allen Newell SUA Degasadennou war dachennou an naouegezh alvezel, bredoniezh komprenezon mab-den hag an danzen listennadou. RAND Corporation, Santa Monica , CA  ; Carnegie Mellon University
Herbert A. Simon SUA
1976 Michael O. Rabin SUA Evit o fennad Finite Automata and Their Decision Problem diwar-benn an ardivinkou nannsavelek : un ardivink savelek a ro un hent hepken goude danzeet ur saviad, unan nannsavelek a ro meur a hent e stumm ur wezenn, pep skourr a ziskouez un hent hag a c'heller heulian. Princeton University, Princeton , NJ
Dana Scott SUA University of Chicago, Chicago , IL
1977 John Backus SUA Sevel an areg goulevin IBM Mathematical FORmula TRANslating System ( FORTRAN ) ha dre-se termenin argerzhaduriou evit sevel aregou goulevin a live uhel. IBM , Armonk , NY
1978 Robert W. Floyd SUA Hentennou evit sevel meziantou efedus ha fizius, hag e zegasadennou da dachennou diazez ar stlenneg : damkaniezh an dezrann kevreadurel , steroniezh an aregou goulevin, gwiriekadur emgefreek ar gouleviou, kendod emgefreek ar gouleviou ha dezrann an treoliou. Carnegie Mellon University ; Stanford University
1979 Kenneth E. Iverson Kanada E strivou war dachenn an aregou goulevin hag an notadur matematikel (an areg APL , A Programming Language ), e zegasadennou d'ar reizhiadou etreoberiat, d'an implijout APL en deskadurezh, da zamkaniezh ha pleustr an aregou goulevin. IBM
1980 Tony Hoare Bro-Saoz Degasadennou diazez evit termenin hag aozan aregou goulevin. Queen's University Belfast, Beal Feirste  ; University of Oxford, Oxford
1981 Edgar F. Codd Bro-Saoz Degasadennou diazez evit termenin hag aozan reizhiadou meran ar stlennvoniou, ar re zaveaduriek dreist-holl. IBM
1982 Stephen Cook SUA  Kanada Evit endevout hol lakaet da gompren donoc'h ha sklaeroc'h e kemplezhded ar stlenneg. University of Toronto, Toronto
1983 Ken Thompson SUA Damkaniezh ar reizhiadou korvoin genadel, hag evit endevout lakaet Unix e pleustr. Bell Labs
Dennis Ritchie SUA
1984 Niklaus Wirth Suis Ijinan meur a areg goulevin nevezus : ALGOL W , Euler , Modula , Oberon ha Pascal . Stanford University ; Universitat Zurich, Zurich
1985 Richard M. Karp SUA Degasadennou da zamkaniezh an treoliou, en o zouez treoliou evit red ar rouedadou hag an amzer rekis evit ma'z afe un treol en-dro, ha da zamkaniezh an NP-klok ( Nondeterministic Polynomial-time completeness ). University of California]], Berkeley , CA
1986 John Hopcroft SUA Degasadennou diazez en aozan ha dezrann treoliou ha frammou roadennou. Cornell University, Ithaca , NY
Robert Tarjan SUA Stanford University ; Cornell University ; University of California, Berkeley ; Princeton University
1987 John Cocke SUA Degasadennou da aozadur ha damkaniezh ar c'hompuneriou, da adeiladezh reizhiadou bras ; ijinan ar RISC ( Reduced Instruction Set Computer , "Kewerier e Spletad Ditourou Krennet"/KSDK). IBM
1988 Ivan Sutherland SUA Degasadennou diazez war dachenn ar stlenngevregan ( computer graphics ), dre Sketchpad hag all. Stanford University ; Harvard University, Cambridge, MA ; University of Utah, Salt Lake City , UT  ; California Institute of Technology, Pasadena , CA
1989 William Kahan Kanada Degasadennou diazez d'an dezrannan niverel ; unan eus an arbennigourion bennan war ar stlenneg dre skej tonn . University of California, Berkeley
1990 Fernando J. Corbato SUA Unan eus difaosterien tachenn an urzhiataeriou bras ha liesimplij a c'hall labourat en amzer rannet gant loaziou rannadus, CTSS ( Compatible Time-Sharing System ) ha Multics ( MULTiplexed Information and Computing Service ). MIT
1991 Robin Milner Bro-Saoz LCF ( Logic for Computable Functions ), ur benveg da brouin delakadennou en un doare emgefreek dre un urzhiataer ; ML ( Meta Language ), an areg kentan ennan an treren liestumm a-gevret gant ur reizhiad evit meran nemedennou ; CCS ( Calculus of communicating systems ), aljebr ar reizhiadou kehent. Stanford University ; University of Edinburgh, Dinedin
1992 Butler Lampson SUA Degasadennou en diorren endroiou enno urzhiataeriou dasparzhet, personel, hag ar c'halvezerezh evit o stalian : hanvaou labour , rouedadou stlennegel , reizhiadou korvoin, reizhiadou goulevin, unveziou gwerean , surentez ha meziantou kewerian testenn . Palo Alto Research Center, Palo Alto , CA ; Digital Equipment Corporation (DEC), Maynard , MA
1993 Juris Hartmanis Latvia  SUA Diazezan damkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg : amzer rekis evit jedin, rannvaez er vemor, ment un amred, an niver a gewerierou, ar gremm rekis, hag all. General Electric Research Laboratory
Richard E. Stearns SUA
1994 Edward Feigenbaum SUA Difraostan tachenn an aozan ha sevel reizhiadou bras naouegezh alvezel ; prouin ez eo kalvezerezh an naouegezh alvezel un dra bouezus koulz diouzh ur savboent pleustrek hag unan kenwerzhel. Stanford University
Raj Reddy India  SUA Stanford University ; Carnegie Mellon University
1995 Manuel Blum Venezuela  SUA Degasadennou da zamkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg, ha d'he arver er rinegouriezh hag e gwiriadur furmel ar gouleviou. University of California, Berkeley
1996 Amir Pnueli Israel Labour diazez evit degas ar boelloniezh amzerel e skiant ar stlenneg ; degasadennou pouezus war dachenn ar gwirian gouleviou ha reizhiadou. Stanford University ; Tel Aviv University, Tel Aviv  ; Weizmann Institute of Science, Rehovot  ; Courant Institute of Mathematical Sciences, New York , NY
1997 Douglas Engelbart SUA Endevout rakwelet hag awenet ar stlenneg etreoberiat, hag endevout ijinet ar c'halvezouriezhou rekis evit e zegas da wir. SRI International, Menlo Park , CA ; Tymshare, Cupertino , CA ; McDonnell Douglas, Berkeley , MO  ; The Doug Engelbart Institute, Sebastopol , CA
1998 Jim Gray SUA Degasadennou diazez war dachenn ar stlennvoniou hag an treuzgreadou ; bezan bet e penn ar galvezourien o lakaas e pleustr. IBM ; Microsoft
1999 Fred Brooks SUA Degasadennou hollbouezus da adeiladezh an urzhiataeriou, d'ar rezhiadou korvoin, ha d'ar sevel meziantou. IBM ; University of North Carolina, Chapel Hill , NC
2000 Andrew Yao Republik Pobl Sina Degasadennou diazez da zamkaniezh ar stlenneg, enni damkaniezh ar genel niverou gaouzargouezhek, ar rinegouriezh ha kemplezhded ar c'hehentin. Stanford University ; University of California, Berkeley ; Princeton University
2001 Ole-Johan Dahl Norvegia Mennozhiou diazez a-zivout ar goulevin dre ergorennou dre an aregou Simula I ha Simula 67 ( Sim ple u niversal la nguage ). Norwegian Computing Center, Oslo  ; Universitetet i Oslo
Kristen Nygaard Norvegia
2002 Ron Rivest SUA Lakaat ar rinegouriezh ankemparzhek, pe rinegouriezh dre alc'hwez foran, e pleustr dre o zreol RSA (Rivest-Shamir-Adleman). MIT
Adi Shamir Israel
Leonard Adleman Israel University of Southern California, Los Angeles , CA
2003 Alan Kay SUA Difraostan meur a zachenn diazez evit ar goulevin dre ergorennou, dre ren ar skipailh a aozas ar goulev Smalltalk , ha degasadennou diazez war dachenn ar stlenneg personel. University of Utah ; Palo Alto Research Center ; Stanford University ; Atari , New York ; Apple Inc. , Cupertino , CA ; Walt Disney Imagineering , Glendale , CA ; Viewpoints Research Institute, Glendale, CA ; HP Labs , Palo Alto, CA
2004 Vint Cerf SUA Difraostan tachenn an etrekennaskan rouedadou, dre aozan ha lakaat e pleustr ar c'homenadou diazez TCP/IP . University of California, Los Angeles ; Stanford University, Defense Advanced Research Projects Agency , Arlington County , VA  ; MCI Communications , Washington, D.C.  ; CNRI , Reston , VA ; Google
Bob Kahn SUA MIT  ; [Bolt Beranek and Newman]], Cambridge, MA ; DARPA, CNRI
2005 Peter Naur Danmark Degasadennou diazez en aozan aregou goulevin ha termenin ALGOL 60 ( ALGOrithmic Language ), en aozan kempuneriou, hag er goulevin dre vras. Regnecentralen, København  ; Københavns Universitet
2006 Frances Allen SUA Difraostet he deus damkaniezh ha pleustr ar gwellekaat kalvezouriezhiou ar c'hempuneriou a gasas d'ar c'hempuneriou gwellekaer arnevez ha d'an erounezadur kenstur emgefreek. IBM
2007 Edmund M. Clarke SUA O ferzh en aozan kalvezouriezhiou efedus-kenan evit ar gwiriekaat patromou, a zo bet degemeret gant hogozik holl c'hreanterezh ar periantou hag ar meziantou. Harvard University ; Carnegie Mellon University
E. Allen Emerson SUA Harvard University ; University of Texas, Austin
Joseph Sifakis Gres  Bro-C'hall CNRS
2008 Barbara Liskov SUA Degasadennou pleustrek ha damkaniel d'an aregou goulevin ha d'an aozan reizhiadou, dreist-holl war dachenn ar roadennou difetis, an heptreugan chanadou hag ar stlenneg dasparzhat. MIT
2009 Charles P. Thacker SUA Ijinan ha fardan Xerox Alto , ar c'hentan urzhiataer personel ( 1973 ) ; degasadennou da Ethernet hag d'ar Microsoft Tablet PC ( 2003 ). PARC ; DEC ; Microsoft
2010 Leslie Valiant Bro-Saoz  SUA Degasadennou pouezus da zamkaniezh ar rinverezh, enni damkaniezh ar Probably Approximately Correct learning (PAC ; un treol a "zesk" ditourou nevez hogozik hep fazian) ; da gemplezhded an ezrevelladuriou hag ar rinverezh aljebrek ; da zamkaniezh ar stlenneg kenstur ha dasparzhet. Harvard University
2011 Judea Pearl Israel  SUA Degasadennou diazez d'an naouegezh alvezel dre ur rinverezh evit ar poellata tebek hag arbennek. University of California, Los Angeles ; New Jersey Institute of Technology, Newark , NJ
2012 Silvio Micali Italia Labour diazez war dachenn ar rinegouriezh ha hentennou nevez evit gwiriekaat prouennou matematikel e damkaniezh ar gemplezhded. MIT
Shafi Goldwasser Israel  SUA MIT ; Weizmann Institute of Science
2013 Leslie Lamport SUA Degasadennou diazez da zamkaniezh ha pleustr ar reizhiadou dasparzhet ha kevezer, dreist-holl ijinadenn meizadou evel an arbennelezh hag an horolajou mezoniel, ar surentez hag ar riskl, SMR ( State Machine Replication  : dasparan dafariaded ha kenurzhian an darempredou etre an arvalien hag an eildafariaded), hag ar c'hevanien a-gemal. Massachusetts Computer Associates, Wakefield , MA ; SRI International ; DEC ; Compaq , Harris County , TX ; Microsoft
2014 Michael Stonebraker SUA Degasadennou diazez d'ar meizadou ha d'ar pleustrou a skor ar reizhiadou stlennvon a-vreman. University of California, Berkeley ; MIT
2015 Whitfield Diffie SUA Degasadennou diazez d'ar rinegouriezh a-vreman. O fennad For New Directions in Cryptography ( 1976 ) a zegasas mennozhiou ar rinegouriezh dre alc'hwez foran hag ar sinaduriou niverel, a skor ar braz eus komenadou-surentez an Internet hiziv an deiz. Stanford University
Martin Hellman SUA
2016 Tim Berners-Lee Bro-Saoz Ijinan ar World Wide Web , ar merdeer kentan, ar c'homenadou diazez hag an treoliou rekis evit ma'z afe ar Web en-dro. CERN , Pariz  ; MIT ; World Wide Web Consortium , Cambridge, MA
2017 John L. Hennessy SUA Difraostan en un doare reizhiadel ha kementadel tachenn an aozan ha prizian adeiladezhiou an urzhiataeriou, gant ul levezon bras ha padus war greanterezh ar c'horrgewerierou . Stanford University
David Patterson SUA University of California, Berkeley
2018 Yoshua Bengio Kanada Araokadennou meizadel ha kalvezoniel hag o deus troet ar reizhiadou neuronel don (DNN, Deep Neural Networks ) da elfennou hollbouezus ar stlenneg. Universite de Montreal, Montreal  ; McGill University, Montreal ; Institut quebecois d’intelligence artificielle, Montreal
Geoffrey Hinton Bro-Saoz  Kanada University of Toronto ; University of California, San Diego , CA ; Carnegie Mellon University ; University College London, Londrez  ; University of Edinburgh ; Google-AI
Yann LeCun Bro-C'hall University of Toronto ; Bell Labs ; Courant Institute of Mathematical Sciences , New York, NY ; New York University ; Meta -AI, New York
2019 Edwin Catmull SUA Degasadennou diazez er stlenngevregan e teir ment (3D), ha levezon divent ar c'halvezerezhiou-se war al lunerezh ganet dre urzhiataer ( Computer-Generated Imagery , CGI) er filmaozan ha war dachennou all. University of Utah]] ; Pixar , Emeryville , CA ; Walt Disney Animation Studios , Burbank , CA
Pat Hanrahan SUA Pixar ; Princeton University ; Stanford University
2020 Alfred Aho Kanada Treoliou diazez hag an damkaniezh a skor kefloueran an aregou goulevin ; kendodin an disoc'h-se ha re tud all en o levriou levezonus-tre hag a zeskas rummadou stlennegourien. Bell Labs ; Columbia University, New York, NY
Jeffrey Ullman SUA Bell Labs ; Princeton University ; Stanford University
2021 Jack Dongarra SUA Difraostan tachenn an treoliou ha levraouegou niverel hag a roas tro da veziantou gourc'hefleunius da chom a-live gant araokaduriou argemmvac'hel ar periantou a-hed pevar dekvloaziad. Argonne National Laboratory, Lemont , IL ; Oak Ridge National Laboratory, Oak Ridge , TN  ; University of Manchester, Manchester  ; Texas A&M University, College Station , TX ; University of Tennessee, Knoxville , TN ; Rice University, Houston , TX
2022 Robert Metcalfe SUA Ijinan, skoueriekaat ha kenwerzhelan Ethernet. MIT ; Harvard University ; PARC ; University of Texas, Austin
2023

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (en) Bob Brown : Why there’s no Nobel Prize in Computing , NetworkWorld, 06 Meheven 2011
  2. (en) ACM : ACM's Turing Award Prize Raised to $1 Million
  3. (fr) (en) (br) Guy Etienne : Geriadur ar stlenneg , Preder , 1995 ( ISBN 2-901383-14-9 ) ? En-linenn
  4. (en) Maurice M. Wilkes, David J. Wheeler & Stanley Gill : The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer  ; Reading, Massachussetts : Addison-Wesley, 1951 ? En-linenn