Portugaleg

Eus Wikipedia
Portugaleg
( Portugues )
Perzhiou
Komzet e : Portugal , Brazil , Angola , Timor Lorosae ,
Ginea-Bissau , Macau , Mozambik ,
Sao Tome ha Principe , Kab Glas ,
ha meur a vro all
Komzet gant : 218 000 000
Renkadur : 6
Familh-yezh  : Yezhou Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel  e : Portugal , Unaniezh Europa , Brazil ,
Angola , Timor Lorosae , Ginea-Bissau ,
Macau , Mozambik , Sao Tome ha Principe ,
Kab Glas , Macao
Akademiezh : Instituto Internacional de Lingua Portuguesa
Kodou ar yezh
ISO 639-1 pt
ISO 639-2 por
ISO 639-3
Kod SIL POR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .

Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an III e kantved kt JK . Levezonet e voe gant ar poblou germanek etre ar V vet hag an VIII vet kantved goude JK.

Gant an XI vet kantved ha penn kentan ar Reconquista , emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned , e teuas ar galizeg -portugaleg da vezan ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza .

A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.

Daoust d’ar yezh semitek -se bezan laosket roudou stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg . Preizhet e voe Faro (ker eus rannvro Algarve , e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’han diouzh ar galizeg.

Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185 , argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha .

Etre ar XIV vet kantved hag ar XVI vet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika , Amerika hag en Azia . Mont a reas Bartolomeu Dias , Vasco da Gama , Pedro Alvares Cabral , Fernao de Magalhaes (Magellan)... war moriou ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezan ur genyezh betek Japan .

Takad ar portugaleg dre ar bed hiziv

A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezan an 3 de yezh europek muian komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8 vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola , Brazil , Kab Glas , Ginea-Bissau , Mozambik , Portugal , Sao Tome ha Principe ha Timor Lorosae .

Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Paises de Lingua Portuguesa (Kumuniezh ar broiou portugalek) a zo he fal skignan ar portugaleg ha broudan an dud d’e zeskin. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

Yezh ar sinou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .