한국   대만   중국   일본 
Phantasy Star I - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Phantasy Star I

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Phantasy Star )
Phantasy Star I
c'hoari video
Heuliad C'hoariou Phantasy Star   Kemmañ
Heuliet gant Phantasy Star II   Kemmañ
Tachenn RPG   Kemmañ
Ti-embann Sega   Kemmañ
Bro orin Japan   Kemmañ
Deiziad embann 20 Kzu 1987   Kemmañ
Game artist Rieko Kodama   Kemmañ
Diorroer Sega   Kemmañ
Programmer Yuji Naka   Kemmañ
Savenn Sega Master System   Kemmañ
C'hoariusted C'hoari video unc'hoarier   Kemmañ
Input device gamepad   Kemmañ
Diaz embann ROM cartridge   Kemmañ
Renkadur CERO A (All ages)   Kemmañ
Renkadur ESRB Everyone 10+   Kemmañ
Renkadur PEGI PEGI 7   Kemmañ
Renkadur USK USK 12   Kemmañ
Endro e-lec'h e tispak fictional planet   Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Phantasy Star I ( japaneg  : ファンタシ?スタ? Fantash? Sut? ) eo rann gentan un heuliad Sega brudet-tre a vez graet memes mod diouti. Embannet eo bet evit ar Sega Master System e Japan d'an 20 a viz Kerzu 1987 . Embannet eo bet ivez evit ar Sega Mega Drive , met e Japan nemetken, hag evit un embannadur termenet. Diwezhatoc'h ez eo bet embannet e daou zaspunerezh evit ar Sega Saturn and evit ar Game Boy Advance anvet The Phantasy Star Collection .

Notennou teknik, priz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er Stadou-Unanet e oa bet gwerzhet $69,99. Neuze e oa ar c'hoari-video keran a oa bet gwerzhet evit poent ; 4 Mb e oa ar gartouchenn, da lavaret eo 16 gwech muioc'h eget ur gartouchenn Master System voutin. Tu a oa da savetin 5 c'hoari gant ar gartouchenn.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lazhet breur Alis, Nero e anv, gant soudarded Lassic, mestr ar blanedenn Palm. Ret e vo da Alis dialan e varv. C'hoarvezout a ra an istor e koskoriad ar steredenn Algol . Beajet e vo ganti a blanedenn da blanedenn ha tamm-ha-tamm e vo kavet ez eo breinet ar c'hoskoriad gant ur boud, un nerzh anvet Dark Force ("Nerzh Tenval").

Goude bezan trec'het Lassic e vo ret da Alis ha d'he mignoned stourm a-enep an Dark Force .

Tudennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Alis Landale

Ur plac'h 15 vloaz eo harozez ar c'hoari, Alis Landale (a zo Alisa Landeel e japaneg). Ret eo dezhi dialan marv he breur Nero. Gant e anal ziwezhan e lavar Nero mont e darempred gant Odin a c'hallo sikour anezhi. Stourm a ra Alis gant ur c'hleze. Gouzout a ra ober gant stobinellerezh parean.

Myau

Kompagnun kentan Alis eo Myau. Evel ur c'hazh eo met er fin ez eo ur musk . En em gavet eo gant Alis en ur stal loened. Speredek ha gouest da gomz eo. Er penn-kentan e klasko gwerzher ar stal e werzhan ker-ruz met eskemmet e vo gant ur pod lakonian. Mignon gant Odin eo Myau ha ret eo dezhan mont da sikour anezhan peogwir eo bet maenet gant ur grouadurez anvet Medusa. Gantan eman al louzou evit parean Odin met n'eo ket evit digerin ar voutailh peogwir n'en deus daouarn ebet. Neuze e vo sikouret gant Alis. Stourm a ra gant skilfou.

Odin

Paotr krenv ar strollad eo Odin ( Tylon en doare japanek). Gouest eo d'ober gant armou n'int ket evit Alis met n'hall ket implijout strobinellerezh ebet. Lod e vo eus ar strollad goude bezan bet savetet gant Alis ha Myau. Ouzhpenn klezeier, bouc'hili, skoedou ez eo gouest d'ober gant fuzulhou, a zo armou efedus er c'hoari peogwir ne c'hwitont ket o gwennou gwech ebet.

Lutz (Noah)

Tudenn diwezhan ar strollad eo Lutz ( Lutsu e japaneg ; adanvet Noah en droidigezh kentan met adlakaet da Lutz evit an dastumadou diwezhan). Un Esper galloudus eo. Deskard Tajim eo, ha gouest eo d'ober gant meur a varr efedus-tre. Rok eo Lutz avat. Er penn-kentan e nac'h mont gant ar strollad, met goude bezan lennet ul lizher eus ar gouarner ec'h asant mont gant Alis hag he c'hompagnuned. Kontrol Odin eo Lutz : n'eo ket dreist e-kenver an emgann korfel met krenv-tre eo gant strobinellerezh. Tamm-ha-tamm e teuio da vezan an dudenn wellan.

Enebourien bennan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Reipard La Shiec

Tudenn fall ar c'hoari eo "Roue Lassig" ( King Lassic en droigigezh saoznek kentan). Ur rener madelezhus war Algol e oa gwechall, met breinet ez eo bet gant un nerzh diaoulek kent trein d'e servijer. E rann nevez e ren ez kresket an tellou, hag euzhviled a gantren en o frankiz dre ar planedennou. Da reuzeudik ez eo troet buhez annezidi Algol, met didruez e vez lazhet gant Robotcops (robotou-polis) kement den a gred sevel a-enep ar "roue".

Dark Force

Gant Dark Force ez eo bet breinet Reipard La Shiec. Goude-se e vreinas ivez gouarnour Motavia, en doa skoazellet Alis en he c'hlask. En eo pennrener ar c'hoari en diwezh.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]