한국   대만   중국   일본 
Omar al-Bashir - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Omar al-Bashir

Eus Wikipedia
Omar al-Bashir , luc'hskeudennet en Addis Abeba e miz Genver 2009.

Omar Hasan Ahmed al-Bashir (en arabeg  : ??? ??? ???? ???????) zo ur soudard hag ur politikour eus Soudan , ganet d'ar 1an a viz Genver 1944 e Hosh Bannaga . E penn ar Stad eman abaoe 1989 .

Soudard eo bet en arme Egipt da vare brezel Kippour ouzh Israel e 1973 . Pa zistroas da Soudan e voe lakaet e karg da stourm ouzh arme dieubidigezh Soudan e su ar vro. Kas a reas an taol-Stad ouzh ar ministr Kentan Sadeq al-Mahdi e 1989 ha kemer ar galloud. Dont a reas da vezan prezidant Soudan d'ar 16 a viz Here 1993 .

Urzhiou-bac'han anezhan zo bet embannet gant al lez-varn gastizel etrebroadel e 2009 ha 2010 evit torfed-brezel, torfed a-enep Mab-Den ha gouennlazh e-kerzh brezel an Darfour .

Addilennet eo da brezidant e 2015 gant 94,5 % eus ar mouezhiou.