Nyiragongo

Eus Wikipedia

An Nyiragongo a zo ur menez-tan e Traonienn ar Rift Meur e reter Afrika . E anv a dalv e brezhoneg an hini a zivoged . Dre m'eman tost ouzh ur bern keriadennou poblet mat, met ivez dre ma tislonk alies hag ez eo redus-kenan e lava , ez eo anavezet an Nyiragongo evel unan eus ar meneziou-tan danjerusan en Afrika .

Lec'hiadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

ur gwel eus ar menez-tan Nyiragongo

E Republik demokratel Kongo eman an Nyiragongo, ha resisoc'h : 29,5° Reter ; 1,52° Su. En aridennad ar Virunga (80 km eus Reter da Gornog hag 20 km ledander) eman, gant ar meneziou-tan-man: ar Vuhaura , ar Vgahinga , ar Sabinyo , ar Vishole , ar Vikeno , ar Garisimbi hag an Niamuragira . War-hed 19 km eman an Nyiragongo eus ker Goma , tost d'ar vevenn etre ar C'hongo hag ar Rwanda . Ker Goma a zo war-dro 400 000 a dud o chom enni. Uhel a-walc'h eo an Nyiragongo, gant 3 469 m a uhelder. War rift Afrikan Esten eman an Nyiragongo.

Tarzhadennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa vez komzet eus an Nyiragongo e ranker gouzout o deus chenchet e darzhadennou e-kerzh ar bloavezhiou, da laret eo e oant tarzhus betek an 19vet kantved evit dont da vezan dislonkus adalek dislonkadenn 1927 hag he deus paouezet e 1977. E-kerzh an dislonkadenn a badas 50 vloaz e voe krouet ul lenn magma hag en em zileunias en un eurvezh. An dislonkadenn-man a gemeras hent Goma hag a baouezas un tammig a-raok an aerborzh, met lazhet e voe 600 den ha leusket ur graterenn 900 metrad donder.

Dislonket en deus dija peder gwech :ur wech e 1944, e 1948, e 1977 hag e 2002. Dislonkadenn 2002 he deus lakaet da fall 14 keriadenn nepell dioutan ha touchet he deus e lava keriadenn Goma en ur leskel un nant lava eus 60 km hirder ! Setu n'eo ket marv c'hoazh an Nyiragongo. Ur vojenn a zo en-dro d'an Niamuragira diwar-benn an Nyiragongo : laret e vez gant an dud o vevan tro- dro d'an daou venez-tan-se ez a ene an dud varv da lakaat anezhan da zislonkan.

Tarzhus eo an Nyiragongo hag ur stumm kemmesk en deus ar mnez-tan Peleat-man. Lava berradus ha tarzhadennou aezhenn dour a zo en e zislonkaduriou. Tenval eo liv e lava hag ur gimiezh bazek he deus. An Nyiragongo na servij da vann evit an dud o vevan tro-dro (labour-douar...).