한국   대만   중국   일본 
Norseg - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Norseg

Eus Wikipedia
norseg
yezh varv , yezh istorel , yezh aet da get
Iskevrennad eus yezhou skandinavek   Kemmañ
Arvez sevenadur norsek   Kemmañ
Stad Norvegia , Sveden , Danmark , Island   Kemmañ
Raklec'hiet gant kentnorseg   Kemmañ
Heuliet gant norneg   Kemmañ
Linguistic typology Mentadur hervez an taol-mouezh , yezh enteuzel   Kemmañ
En deus an troadou yezhoniezh troad nominativel , genitivel , troad dativel , troad ablativel   Kemmañ
Reizh yezhadurel gourel , benel , nepreizh   Kemmañ
Lizherenneg Lizherenneg latin , Runou , Younger Futhark   Kemmañ
Kod yezh Wikimedia non   Kemmañ
An takad ma veze komzet norseg ha yezhou kar en Xvet kantved . Takad norseg ar c’hornog zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en oranjez. E roz eman takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhou germanek all.

Ur yezh c’hermanek e oa an norseg . Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broiou all bet aloubet gant ar Vikinged , betek ar XIVvet kantved .

Anavezet eo ganeomp gant testennou eus Island dreist-holl (ar sagaou ), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornog, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia , a anavezer ar gwellan.

Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden . Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechou gant norseg enez Gotland , an hini a anavezer an nebeutan.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar runou koshan a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh 700 pe war-dro. Mare klasel an norseg a lakaer en XIIvet ha XIIIvet kantved . D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasan eus sagaou Island, ken brudet. Betek an XIIIvet kantved e c’helle komzerien ar rannyezhou-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto dansk tunga (er reter) pe donsk tunga (er c’hornog), ar pezh a dalvez "yezh danek".

Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar vosenn goude 1370 . Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezan dishenvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden. En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an islandeg . Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaou.

Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant lizherennegou runek . Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al lizherenneg latin . Dalc’het e voe d’ober gant ar runou evit enskrivaduriou berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.

Emled [ kemman | kemman ar vammenn ]

Henvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, norseg ar c’hornog . Ar yezh-se en em ledas en trevadennou savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en Inizi Faero , e Greunland , en Enez Vanav pe war aodou Bro-Skos . Graet e veze gant norseg ar reter e Danmark , e Sveden hag en trevadennou savet e Rusia , Bro-Saoz ha Normandi . Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennou zo er reter. En XIvet kantved e oa an norseg ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus Vinland , en Amerika, er c’hornog betek ar ster Volga er reter. Mont a reas da get e Rusia en XIIIvet kantved .

Diskennidi an norseg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar yezhou skandinavek , evel an islandeg , ar faeroeg , an norvegeg (en e zoare nynorsk dreist-holl) hag an norneg , ur yezh varv a veze kaozeet en Inizi Orc'h hag en Inizi Shetland diouzh un tu, hag an daneg hag ar svedeg diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedou gant yezhou skandinavek ar reter.

E-touez ar yezhou skandinavek ez eo an islandeg hag ar faeroeg ar re o deus chenchet an nebeutan e-kenver an norseg. Kalzik a levezon en deus bet an norseg ivez war yezhou all, evel ar saozneg pe ar skoteg .

Yezhou all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhou skandinavek, o deus amprestet un nebeud geriou diganto, evel gouezeleg Skos , ar rusianeg pe ar finneg . Ur ger bennak e brezhoneg, evel stur da skouer, a c’hellfe bezan bet amprestet digant an norseg ivez.

Traou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh meta:Requests_for_new_languages .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]