한국   대만   중국   일본 
Ned Thomas - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Ned Thomas

Eus Wikipedia

Ur c'helenner skol-veur hag ur skrivagner eus Kembre eo Ned Thomas ( Edward Morley Thomas ent leun). Ganet eo bet e 1936 e Little Lever , e Lancashire , e Bro-Saoz ). Dont a reas da Gembre da chom e 1968 hag un den anavezet eo war dachenn ar stourm evit ar c'hembraeg ha gwiriou broadel Kembre .

E vuhez hag e labour [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kembreiz ha kembraegerien e oa tud Ned Thomas. Tremen a reas e yaouankiz e meur a lec'h e Bro-Saoz, war douar-bras Europa hag e kreiz Kembre. Goude studiou e Oxford , e labouras evit ar gazetenn The Times e Londrez hag evel skridaozer kelaouenn rusianek kannati Breizh-Veur e Moskov . Kelenn a reas ivez e skoliou-meur Moskov ha Salamanca , e Spagn .

Ur post kelenner saoznek a dapas e skol-veur Aberystwyth e 1969. E skridou, d'ar mare-se, a levezonas kalz ar stourm evit ar c'hembraeg er bloavezhiou 1970 . The Welsh Extremist eo titl al levr saoznek a zeuas er-maez gantan e 1971. El levr-se e veze deskrivet ha dielfennet stad ar yezh e kevredigezh Kembre hag ar stourm eviti hag evit ar vro. Ul levr a bouez e voe evit displegan d'ar saoznegerien eus Kembre ha d'ar Saozon petra eo talvoudegezh ar c'hembraeg evit ar gembraegerien, ha kement-se d'ur mare ma rae berzh ar stourmou yezhel ha politikel kaset war-raok gant ar vrogarourien e Kembre ha d'ur mare ivez ma veze graet goap anezho er c'hazetennou saoznek. Skridou Ned Thomas o deus bet ul levezon vras war an emsav kembraek e fin an XX vet kantved ha war kresk ar mennozhiou eus an tu kleiz en emsav-se.

Savet e voe ar gelaouenn saoznek Planet (the Welsh internationalist) gant Ned Thomas ivez. E derou ar XXI an kantved e voe-en kadoriad Cwmni Dyddiol Cyf., ar gompagnunezh savet evit embann ur gazetenn gembraek pemdeziek anvet Y Byd [1] .

E levriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Y Byd