한국   대만   중국   일본 
Mutoskop - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mutoskop

Eus Wikipedia
Ur mutoskop
Skritell evit ar werzherion (1899)

Unan eus ar mekanikou kentan bet ijinet a-benn diskouez skeudennou finvus e oa ar mutoskop , a voe breouet d'an 21 a viz Du 1894 gant an Amerikan Herman Casler ( 1867 - 1939 ).
Dreistpad al luc'hsae eo pennaenn ar mutoskop : lakaet e vez un heuliad skeudennou da zibunan buan evit rein kammzerc'h ar finv.
Ne veze ket bannet ar skeudennou blivet war ur skramm avat : ret e oa d'un den hepken sellet outo dre lagadellou, ha ne c'halle o gwelet nemet goude bout lakaet ur pezh-moneiz er mekanik. Kenwerzhel dreist-holl e oa ar pal neuze.

Eus ar ger latin mutare "kemman", hag ar ger henc'hresianek skopein "arsellin" e teu an anv Mutoscope bet dibabet gant H. Casler ; kement hag "arsellin kemmou" e talvezfe.

Arc'hwelerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diabarzh ur mutoskop (1896)

Deveret diouzh ar folioskop bet breouet e 1868 e Bro-Saoz eo ar mutoskop. Luc'hskeudennou a veze diskouezet avat, pa oa tresadennou en ijinadenn John Barnes Linnett .

Un heuliad luc'hskeudennou gwenn-ha-du moullet war garton tev ha gwenv, un 850 bennak anezho peurliesan, a oa staget ouzh ur granenn lakaet war he gant e korf ar mekanik. War-dro 7 x 4,75 cm e oa ment pep kartenn, ha 25 cm treuzkiz ar granenn gwisket a gartennou.
Ur veniad luc'hskeudennou hepken a oa e pep mutoskop, an dodenn anezhi o vout diskouezet war ur skritell bet lakaet a-us ar mekanik. War-dro ur vunutenn e pade pep abadenn.

Ret e oa silan ur pezh-moneiz er mekanik evit e lakaat da vont en-dro : dre dredan e veze luc'het ar skeudennou, a weled dre lagadellou, ha gant un dornikell e lakaed al luc'hskeudennou da zibunan.
Tu a oa d'an arvalion da c'hoari gant tizh an dibun, gant nebeut a frankiz avat ; ne c'hallent ket astenn ar badelezh dre baouez a drein rak gant finv an dornikell o vont war-raok hepken e veze stouet ar c'hartennou gwenv betek ar c'hogn dereat : pa chome difinv ar granell ez ae ar skeudennou diwar wel, ur winterell a lazhe ar goulou, hag er mekanikou diwezhan e kouezhe ur stign dirak al lagadellou. Tu a oa da drein an dornikell en tu kontrol, hogen ne lakae ket ar skeudennou da zibunan a-c'hin.

Ur mutoskop
Herne Bay Museum & Gallery

Kenderc'hadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Kerzu 1895 e voe diazezet ar gompagnunezh American Mutoscope and Biograph Company gant Herman Casler, an ijinadennerion William Kennedy Dickson ha Henry Marvin, kevret gant an nevidour Elias Koopman. Betek 1909 e voe fardet ha gwerzhet mutoskopou.
Er bloavezhiou 1920 e voe roet aotre d'ar gompagnunezh International Mutoscope Reel Company da kenderc'han beniou ha mekanikou, ar pezh a reas eus 1926 betek 1949 .

Remzad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diouzhtu e voe graet berzh gant ar mutoskop e saliou-c'hoari ar Stadou-Unanet. Breouiou all evit ar Mutoscope a voe enrollet e Pariz hag e Londrez e 1895 , hag e 1897 en hevelep lec'hiou evit kenteliou gwellaet eus ar mekanik [1] .

Meur a vekanik gant meur ag abadenn ? ha meur a briz goulennet digant an arvalion ? a veze staliet er saliou. E-kichen an abadennou boaziet e voe kinniget buan beniadou erotek , ar skalfad anezho oc'h en em astenn eus merc'hed atizus (d'ar mare-se) betek pornografiezh kerreizh (d'ar mare-se adarre) [2] . Alies avat e oa titlou an abadennou atizusoc'h a-galz eget ar pezh a veze diskouezet e gwirionez.

Berzh a reas ar mutoskopou e Breizh-Veur ivez, ker pell en XX vet kantved ha 1971  : da 15 a viz C'hwevrer ar bloaz-se e voe troet reizhiad ar moneiz da zekrannel er Rouantelezh-Unanet hag en Iwerzhon [3] . Abalamour ma oa re goustus kemman gwikefreou-paean ar mutoskopou e voe distrujet kalz anezho ; lod a voe kaset da Zanmark , ma oa bet lezennekaet ar skeudennou pornografek d'an 12 a viz Kerzu 1969 .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Flipbook.info (en)
  2. Gwelit Birth of the Pearl , YouTube ha What the Butler Saw! , YouTube (en)
  3. Gwelit Decimal Day (en)

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .