Mourrou

Eus Wikipedia
Kozak eus an XVIII vet kantved
Panayot Hitov , hajduk ha dispac'her bulgar mourrennet
Mourrou hir
A bep seurt stumm mourrou

Ar mourrou eo ar blev a gresk war ar vuzell uhelan, dindan fri un den, hag a c'hall diskenn a bep tu d'ar genou. Darn a zoug mourrou berr a-walc'h, krennet bep an amzer, tud all a ra war o zro e-pad bloavezhiou ken e vezont hir-mat, hag e vezont gouest da rein a bep seurt stummou dezho.

Ar re hiran a vez kribet, plezhet zoken a-wechou.

Paotred zo o devez barv ouzhpenn ur vourrenn.

Merc'hed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Merc'hed zo o devez mourrou ivez, ha peurvuian e klaskont lemel anezho. Brudet e oa mourrou al livourez Frida Kahlo a ziskoueze anezho didro en hec'h emboltredou .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goap [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skeudenn dizoare gant Henri Gerbault

Plijout a ra d'ar vugale distresan poltredou ha lakaat mourrou d'ar skeudennou. Tud vras a ra kemend-all gant poltredou politikourie , ha dreist-holl pa vez dilennadegou. Mourrou Hitler a vez lakaet a-wechou, ha ne blij da zen.

E 1919 , al livour gall Marcel Duchamp a roas mourrou hag ur bouchig gavr da Vona Lisa Leonardo da Vinci , gant an titl L.H.O.O.Q. ("tomm eo d'he revr") [1] .

Ossip Mandelstam , en deus skrivet diwar-benn Stalin  : ≪ Pa c'hoarzh e vourrou, e kreder gwelout c'hwiled-du ≫.

Poltredou ha mourrennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kent ar XVI vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XVI vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XIX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XXvet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

XXIan kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Daniele Kriegel, La Moustache de Staline, Seuil, 2015.

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]