Moizez

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Moizez
e hieroglifou
<
F31S29S29
>
Moizez, gant Taolennou al Lezenn , livet gant Rembrandt .
Moizez, livet gant Jose de Ribera

Moizez , pe Moshe , a voe digabestrer ha lezenner Israel . Bez' ez eo unan eus profeded ar yuzevien , ha kontet eo da vezan skrivet an Torah . Anavezet eo ivez gant ar vuzulmaned ha tud ar relijion baha'i .


E istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mab e oa da Amram ha d'e wreg Jochebed . Hervez ar Bibl e oa bet gourc'hemennet gant ur faraon lazhan paotredigou ar yuzevien en Egipt . Ur vamm neuze a laoskas he mabig da vont gant red an dour en ur gavell war ar ster Nil . Ha dastumet e voe ar bugelig gant merc'h ar roue.

Hervez ar Bibl [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir lodenn zo e buhez Moizez, 40 vloaz pep hini.

  • Yuzev advabet gant merc'h Faraon, pa oa an Hebreed dindan gazel-ge hag o kian evel sklaved , e tegouezhas da Voizez gwelout un eilmestr egiptat o vazhata ur Yuzev. Lazhan a reas ar bazhataer, ha ret e voe dezhan tec'hout.
  • Skoazell a roas da verc'hed beleg Midyan , Yitro [1] (pe Jethro [2] ). Kemer a reas unan anezho da wreg, Zipora (pe Sefora) [3] hec'h anv. Mesaer denved e voe neuze.
  • D'e 80 vloaz e teuas Doue da ziskulian dezhan ar gefridi a oa bet aozet evitan, a-greiz ma oa gant e zenved. Kas a reas bugale Israel e-maez Egipt betek Bro- Ganaan . Mervel a reas pa oa o vont da zegouezhout eno, a-wel dezhi, d'e 120 vloaz.

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Troidigezh an Testamant Kentan gant An Tour-Tan , levrenn gentan, p 57
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad , p 50
  3. Hervez Er 2 18-22 e oa Zipora ur verc'h da Reouel , beleg Midyan.Met en Er 3 , 1 hag en Er 4 18-19 ez eo Yitro anv tad-kaer Moshe (Moizez). Daou hengoun dishenvel.