Milan ?ufflay

Eus Wikipedia
Milan ?ufflay

Milan ?ufflay ( 1879 e Lepoglava 18 a viz C'hwevrer 1931 e Zagreb ) a oa un istorour, skrivagner ha politiker kroat . Brudet eo e studiadennou war Albania ha gantan e voe savet ar romant skiant-faltazi kentan e kroateg . Lazhet e voe gant servijou kuzh Yougoslavia .

Studian a reas an istor e skol-veur Zagreb, betek tapout un doktorelezh. E-pad e studiou e teskas meur a yezh : galleg, alamaneg, italianeg, saozneg, ar yezhou sklavek, latin, henc'hresianeg, ha diwezhatoc'h gresianeg modern, albaneg, hebraeg ha sanskriteg. Un istorour brudet e teuas da vezan, gant e labouriou war istor Kroatia er Grennamzer ha war istor Albania, e dachenn labour pennan. Displijout a rae d'un toullad broadelourien serb mennozhiou ?ufflay hag a lavare e oa Albaniz diskennidi da Illirianed an Henamzer hag e oant diazezet pell zo er Balkanou , kalz a-raok ar Groated hag ar Serbed.

E 1928, goude muntr ar politiker kroat Stjepan Radi? e Parlamant Yougoslavia, e voe embannet ul levrig gant ?ufflay, anvet Hrvatska u svijetlu svjetske historije i politike ("Kroatia e sklerijenn istor ha politikerezh ar bed"), ma skrive e oa gwasket pobl Kroatia gant diktatouriezh Yougoslavia ha ma rankje bezan dizalc'h. Sellet a rae ouzh ar ster Drina evel ar vevenn etre Kroatia ha Serbia, hag etre sevenadurezh ar Gornaoueg ha hini ar Reter. Abalamour d'ar sonjou-se moarvat e voe muntret, e Zagreb, gant servijou kuzh Rouantelezh Yougoslavia. Ne voe graet enklask ebet evit kavout e vuntrerien. Da-heul e vuntr e voe kaset ul lizher gant Albert Einstein ha Heinrich Mann d'ar C'hevre Etrebroadel evit Gwiriou Mab-Den , e Pariz, da c'houlenn e vije gwarezet gwiriou ar skiantourien groat lakaet en arvar gant ar renad yougoslavat.

Gant ?ufflay e voe skrivet ar romant skiant-faltazi kentan e kroateg ivez. Ne voe embannet nemet e 1998 avat.

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • 1901: Hrvatska i zadnja pregnu?a isto?ne imperije pod ?ezlom triju Komnena
  • 1904: Die Dalmatinische Privaturkunde
  • 1913-1918: Acta et diplomata res Albaniae mediae aetatis illustrantia kune kun K. Jire?ek kaj L. Thalloczy
  • 1920: Kostadin Bal?i? (1392-1401): historijski roman u 3 dijela
  • 1925: Srbi i Arbanasi
  • 1928: Hrvatska u svijetlu svjetske historije i politike : dvanaest eseja
  • 1931: Hrvati u sredovje?nom svjetskom viru
  • 1998: Na Pacifiku god. 2255.: metageneti?ki roman u ?etiri knjige
  • 1999: Izabrani eseji, prikazi i ?lanci
  • 1999: Izabrani eseji, rasprave, prikazi, ?lanci i korespondencija
  • 2000: Izabrani politi?ki spisi

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]