Mayflower

Eus Wikipedia
Ar Mayflower e porzh-mor Plymouth, gant William Halsall, 1882

Ar Mayflower zo anv ul lestr a gasas trevadennerien saoz da Amerika e 1620 .

D’ar 6 a viz Gwengolo 1620 e kuitaas ar Mayflower porzh Plymouth gant, ouzhpenn d’an akipaj ha d’ar c’habiten Christopher Jones, 102 dreizhiad en e vourzh. En o zouez en em gave un 40 puritan bennak.

Ar buritaned-se a oa Saozon bet o chom e Bro-Holland ha c’hoant ganto mont da Amerika evit heulian reolennou-buhez o relijion. Breman e vez graet Pilgrim fathers (tadou pirc’hirin) anezho. Ar skrivagner William Bradford a oa unan anezho.

Ne oant ket an drevadennerien saoz kentan oc’h en em stalian en Amerika : e 1607 e oa bet krouet ar c’hontouer kentan e Jamestown (e Virginia ).

D’an 9 a viz Du 1620 ec’h errujont e Cape Cod (Kap ar moru) en New England , 200 km en norzh d'al lec’h rakdibabet. Eno e savjont New Plymouth .

Kerkent hag erruet e skrivjont ar Mayflower Compact , doare Bonreizh a vo ur skouer evit Bonreizh ar Stadou-Unanet skrivet e 1787.

Goude ur bloaz eno ne chome bev nemet an hanter eus ar strollad, daoust d’ar sikour roet dezho gant ar Wampanoag , Amerindianed ar rannvro-se, evit anavezet ar plant hag ar vro.

D’an 9 a viz Du 1621 e rejont ur pred evit lidan an trevadou kentan ha trugarekaat o doue da vezan tremenet ur bloavezh : ar Thanksgiving kentan e vefe.