Marksouriezh-leninouriezh

Eus Wikipedia
Marksouriezh-leninouriezh
ideologiezh politikel
Iskevrennad eus Marksouriezh , Leninism   Kemmañ
Anvet diwar Karl Marx , Vladimir Lenin   Kemmañ

Al Leninouriezh a zo anezhi un deorienn bolitikel hag armerzhel bet diorroet gant Lenin war diazezou ar varksouriezh rik bet diorroet gant Karl Marx . Lakaet e oa bet e pleustr an deorienn-se gant Lenin er penn-kentan en Unaniezh Soviedel goude an Dispac'h ha goude trec'h ar volchevourion ha kendalc'het e labour war e lerc'h gant Stalin .

Pennou bras ar varksouriezh-leninouriezh

A-wechou e vez graet un diforc'h etre ar varksouriezh-leninouriezh, hag a dalveze da teorienn hollek ar strollad, diouzh un tu hag al leninouriezh rik diouzh an tu all hag a dalvez da deskrivan an doare ma vez aozet ar strollad en diabarzh (d.s ar greizennouriezh demokratel, hag all).

Hervez tezennou Lenin ez eo a-bouez-tre ar strollad komunour evit ledanaat spered hag emzalc'h dispac'hel ar broletarion . Evit se e vez laret ez eo ar strollad komunour e penn an dispac'h. Ret eo, hervez al leninouriezh, d'ar strollad bezan aozet en un doare resis-tre a-benn e grenvaat. An greizennouriezh demokratel e vez graet eus an doare aozadur ispisial-se.

Al leninouriezh a gelenn ez eo ret skarzhan ar gapitalouriezh dre un dispac'h evit lakaat en he flas diktatorelezh ar broletarion kentoc'h dikatorelezh ar vourc'hizion. Dindan e veli e oa bet klasket ober kement-all dre sevel ar soviedou .

Unan eus tezennou pennan al leninouriezh a denn d'an impalaerouriezh dielfennet ganti evel pazenn uhelan ar gapitalouriezh. Koulz ar gapitalouriezh dre vras hag an impalaerouriezh es-resis na c'hell bezan trec'h warne nemet an dispac'h. Da laret eo ez eo ret o skarzhan, rak ne c'hellont ket bezan 'adwelet' pe 'adsonjet' evit servij interesou ar broletarion.

An tezennou bet savet gant Lenin diwar-benn an impalaerouriezh a dalvez da binvidikaat ha da glokaat tezennou Marx war al live etrebroadel bet diorroet evit displegan mont-en-dro ar gapitalouriezh war al live lec'hel pe broadel.

Tezenn an impaelouriezh a zo ziazezet war ar fed m'eman ar broiou kapitalour diorroet e-kenver an armerzh o diwall diouzh an dispac'h a savfe diwar ar broletaerion enne dre implijout ar broiou trevadennet gante evit en em dizober diouzh o froduiou a-re ha dreist-holl en ur implijout danveziou trevadennou hag en ur vac'homan al labourerion a vev enne. Evel-se, neuze, ez eo aezetoc'h d'ar broiou kapitalour lakaat o froletaerion da chom disoursi. Neze e c'helle bezan meret ar gapitalouriezh gant brientinelezh al labourierion hag ar strolladou sokial-demokratel evit dec'hel diouzh an dispac'h er broiou diorroetan (hervez skridou Marx) hag an dispac'h a teufe neuze da gentan er broiou impaelour gwanan.


met ma vez kaset da benn un dispa'h en ur vro baour ha diziorroet ez eu aman ur gudenn: ne c'hellfe ket hennezh, hervez tezennou diazez ar varksouriezh, mont pelloc'h ha sevel ur sistem sokial enni rak ar sokialouriezh a zo anezhi ur bazenn ne c'heller tizhout nemet da heul pazenn ar gapitalouriezh.

Kavet e vez un diskoulm d'ar gudenn-man gant div arguzenn hervez al leninouriezh:

  1. An dispac'h bet kroget da gentan er broiou paour ha diziorroet a gas d'an dispac'h er broiou pinvidik kapitalour. Ha neuze e vel stalietr ur sistem sokialour er vro diorroet hag a sikour ar vro dizioroet da sevl ur sistem enni war he zro. Dreist-holl un dispac'h en ur vro revadennet a gas d'un dispac'h da c'houde er vro impaelour kiriek d'an devadennerezh.
  1. Kaset e vez da benn un dispac'h e meur a vro diziorroet war un dro pe an eil war-lerc'h eben ha neuze e c'hell ar broiou-se en em glevout evit stourm a-stroll a-enep d'ar broiou kapitalour a fell dezhe mirout oute da sevel ur sistem sokialour. Setu unan eus arguzennou pennan krouidigezh an Unaniezh Soviedel .

N'eus forzh penaos, ar sokialouriezh ne c'hell ket padout en ur vro baour hec'h-unan penn, hag abalamour da se ez eo an dispac'h dre ar bed-holl unan eus arguzennou pennan al leninouriezh.

Peurliesan e vez dielfennet hollvedelezh ar marc'had a-hiziv evel un doare impaelouriezh gant ar strolladou varksourion-leninourien a-vreman.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberennou Vladimir Lenin:

  • [1] Petra ober?
  • [2] An impaelouriezh: Pazenn uhelan ar gapitalouriezh
  • [3] Ar stad hag an dispac'h