한국   대만   중국   일본 
Mandeegezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Mandeegezh

Eus Wikipedia

Ar vandeegezh zo ur relijion gnostek eus Irak , ma azeuler Adam , Abel , Seth, Enos, Noe , Shem, Aram ha Yann ar Badezour . Disteurel a reer Abraham , Moizez ha Jezuz . Dont a ra an anv manda eus ur ger arameek hag a dalv kement hag anaout , evel ar ger gregach gnosis .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez hengoun ar Vandeegerien (rak n'eo ket koshoc'h o dornskridou eget ar XVIvet kantved) e vefe bet savet o c'humuniezh en-dro da Yann ar Badezour en II vet kantved . Hervez ar skiantourien e oant aet eu kreisteiz Palestina da Mezopotamia er c'hantvedou kentan goude JK. Semited int, ha komz a reont mandeeg , ur rannyezh arameek .

A-raok 2003 ha derou brezel Irak e oa 65 000 mandeeger en Irak , a-hed leziou ar steriou Tigr hag Eufrat ha war-dro ar Chatt-el-Arab , war-lerc'h kember an Tigr hag an Eufrat, ha darn anezho en Iran hag e Khuzestan.

Strewet eo an darn vuian breman, aet da Iran dreist-holl, hag ivez da Siria , Jordania , ha broiou europat. En Irak eo koazhet o niver ken ez int aet da get koulz lavarout.

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]