M.I.A.
(
17 a viz Gouere
1975
e
Londrez
), anv gwir
Mathangi ≪Maya≫ Arulpragasam
, a zo ur sonaozerez, kanerez, raperez ha produerez pladennou
[1]
. A orin
tamoul
(
Sri Lanka
) eo. En he sonerezh e vesk elfennou
grime
,
hip-hop
,
ragga
,
dancehall
,
elektro
ha
funk
. E-touez dodennou he c'hanaouennou e kaver ar politikerezh hag ar vuhez sokial.
Pa oa 6 miz e kuitaas
Bro-Saoz
hag ez eas da
Sri Lanka
gant he zud hag he c'hoar Kali
[2]
. Seno e teuas he zad da vezan brudet war dcahenn ar politikerezh hag unan eus krouerien EROS (Eelam Revolutionary Organisation of Students) e voe. Un aozadur studierien dispac'hel e oa e bal stourm evit dizalc'hidigezh an
Ilam tamoul
[3]
. Bloaz goude ez eas da
Jaffna
gant he mamm hag he c'hoar, eno e vo ganet he breur Sugu
[3]
. Pa grogas ar brezel diabarzh ez ejont da
Chennai
, en
India
[3]
. Distrein a rejont da
Jaffna
met abalamour d'ar brezel diabarzh e rankjont distrein da
India
ha goude-se ez ejont da repuin da
Londrez
[3]
. 11 vloaz e oa Maya ha deskin a reas saozneg hag e krogas da vezan dedennet gant ar sonerezh
hip-hop
[3]
. Degemeret e voe e
Central Saint Martins College of Art and Design
Londrez, ma teskas an arzou-kaer, ar sinema hag ar video
[3]
.
E
2001
e voe aozet he diskouezadeg kentan e
Portobello Road
Londrez
, hag e voe embannet ul levr titlet
M.I.A.
, ennan hec'h oberennou
[3]
. Goude-se e reas ur videoklip eviut ar strollad
Elastica
hag a oa gant un droiad
[3]
. Kejan a reas ouzh
Peaches
, ma teskas dezhi penaos implijout ur sampler Roland MC-505 ha sed penaos e stagas Maya gant ar sonerezh
[3]
. Pa zistroas da
Londrez
e prenas ur sampler eil-dorn hag ec'h enrollas c'hwec'h ton
[3]
. Plijet e voe an
DJed
gant he fladenn single
Galang
, bet embannet 500 skouerenn anezhi
[3]
. E
2004
e teuas da vezan brudet, dreist-holl en toullou-nioz hag en internet. Tapout a reas Priz Mercury 2005 gant he fladenn
Arular
ha lakaet e voe M.I.A. El luskad nu rave
[4]
. Brudetoc'h c'hoazh e teuas da vezan pa voe implijet he c'hanaouenn
Paper Planes
(pladenn
Kala
) er film
Slumdog Millionaire
.
E
2009
e voe e roll ar c'hant den levezonusan hervez skipailh
Time
.
D'ar
26 a viz Ebrel
2010
e voe embannet videoklip he c'hanaouenn nevez titlet
Born Free
a oa da zont er-maez en deiz goude. Ur videoklip feuls nav munutenn-pad savet gant
Romain Gavras
eo. Un nebeud eurvezhiou goude ma vefe bet embannet e voe tennet eus Youtube, hag adlakaet goude gant strishaduriou
[5]
. He zrede albom a zeuas er-maez e
Japan
d'an
23 a viz Ebrel
2010.
D'an
11 a viz Mae
2010 e voe skignet an ton
XXXO
war internet. Single kentan he zrede albom eo
[6]
. En deiz a-raok e oa bet skignet gant BBC Radio One
[7]
.
M.I.A.
a dalvez daou dra
[8]
:
- Missing In Acton
, liammet ouzh anv karter
Londrez
ma kasas e bugaleaj ennan.
- Missing In Action
, a vez lavaret e saozneg diwwar-benn ar soudarded marvet e-pad emgannou.
- ↑
imdb.com
- ↑
popmatters.com
- ↑
3,00
3,01
3,02
3,03
3,04
3,05
3,06
3,07
3,08
3,09
ha
3,10
lfsm.net
- ↑
Pennad gant Joel Vacheron er magazin Vibrations niv. 96 (miz Here 2007)
- ↑
http://mashable.com/2010/04/27/mia-born-free-video/
- ↑
http://www.musiquemag.com/news-xxxo-le-nouveau-single-de-mia-2038.htm
- ↑
http://pitchfork.com/news/38755-new-mia-xxxo/
- ↑
guardian.co.uk