Liam Cosgrave

Eus Wikipedia
Liam Cosgrave e 1976

Liam Cosgrave , pe Liam Mac Cosgair en iwerzhoneg (13 Ebrel 1920 ? 4 Here 2017) a oa ur politiker iwerzhonat eus ar gostezenn Fine Gael . Taoiseach (kentan ministr) e voe eus 1973 betek 1977, penn ar strollad Fine Gael eus 1965 da 1977, ministr an Aferiou estren eus 1954 da 1957. Teachta Dala (kannad) e voe eus 1943 da 1981.

Ganet e voe Liam Cosgrave e Caislean Cnucha , e Dulenn , mab da William T. Cosgrave , hag a voe prezidant kentan Stad Dieub Iwerzhon er bloavezhiou 1920. Studiou gwir a reas hag ober politikerezh da c'houde. Dilennet e voe da gannad e Dail Eireann e 1943 ; neuze e oa en tu-enep asambles gant e dad. E 1948 e voe savet ur gouarnamant emglev etre an div gostezenn vras, Fine Gael ha Fianna Fail hag anvet e voe Liam Cosgrave da sekretour-stad e-kichen an Taoiseach John A. Costello . E 1954 e voe anvet da vinistr an Aferiou estren. D'ar mare-se eo ez eas Iwerzhon e-barzh Aozadur ar Broadou Unanet . E 1965 e voe dilennet Liam Cosgrave e penn ar gostezenn Fine Gael. Faezhet e voe ar strollad-se e dilennadeg 1969, met trec'h e voe en hini 1973. Neuze e teuas Liam Cosgrave da vezan Taoiseach, e penn ur gouarnamant emglev etre Fine Gael ha Strollad al Labour .

Mervel a reas kozh-mat, da 97 vloaz, d'ar 4 a viz Here 2017 [1] .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]