한국   대만   중국   일본 
Lez-varn Etrebroadel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Lez-varn Etrebroadel

Eus Wikipedia
Logo al Lez-varn Etrebroadel

Al Lez-varn Etrebroadel ( Cour Internationale de Justice e galleg pe International Court of Justice e saozneg) a zo ul lez-varn bet krouet e mennad 92 karta ar Broadou Unanet . E Den Haag ( Izelvroiou ) eman he sez. Krouet eo bet e 1946 , da gemer lec'h al Lez-varn etrebroadel peurbadus a oa bet aozet gant Kevread ar Broadou [1] . Ar galleg hag ar saozneg eo an div yezh ofisiel implijet el lez-varn. Unan eus c'hwec'h aozadur pennan ABU eo, hag an hini nemetan a denn d'ar justis. Un aozadur peurbadus eo, ennan 15 barner (dilennet evit 9 bloaz). Dilennet e vezont gant dileuridi an Emvod Meur hag izili ar C'huzul Surentez. Paliou al lez-varn eo ober war-dro ar c'hudennou gwirel kinniget gant ar Stadou, hag ivez embann he savboent diwar-benn kudennou gwirel kinniget gant aozaduriou hag ajansou a zo grataet gant Emvod Meur ABU.

Aozadur al lez-varn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sez al lez-varn en Den Haag

Dizalc'hiezh, diduegezh ha barregezh a ya d'ober perzhiou al Lez-varn :

  • pennaenn dizalc'hiezh : dasparzh reizh ar varnerien etre kevandiriou (Afrika : 3, Amerika latin : 2, Europar ar C'hornog ha Norzhamerika : 5, Europa ar Reter : 2, Azia : 3 ; ur barner dre Stad d'ar muian). Ur gevrenn a c'hall dibab ur barner ad hoc pa gaver ur barner eus ar memes bro el Lez-varn.
  • pennaenn unaniezh : dre vras e vez bodet al lez-varn en he fezh. Abaoe reizhadenn 1975 e c'haller aozan kambrou enno 3 barner. Degemeret e voe an diferadou gant brasanniver ar varnerien vezant. Sinet hag arguzet eo an diferadou. Degemeret e vez an mennozhiou dishenvel (war an doare ma varn al Lez-varn) hag hiniennel (war abeg an diferadou).
  • gwarez ar varnerien : tennet e vez e garg digant ur barner nemet ma'z eo a-unvouezh ar varnerien all.
  • diduegezh : izili ar Lez-varn ne c'hallont kavout tamm labour ebet all, ha ne c'hallont ket kemer perzh e diskoulman aferiou o doa kemeret perzh enno a-raok, e forzh pe vod e vefe.

Izili [ kemman | kemman ar vammenn ]

Roll izili al Lez-varn (miz Even 2010):

Anv Broadelezh Perzh Penn-kentan ar respet Dibenn ar respet
Hisashi Owada Banniel Japan Japan Prezidant 2003 2012
Peter Tomka Slovakia  Slovakia Bezprezidant 2003 2012
Abdul G. Koroma Banniel Sierra Leone Sierra Leone Ezel 1994, 2003 2012
Awn Shawkat Al-Khasawneh Banniel Jordania Jordania Ezel 2000, 2009 2018
Bruno Simma Alamagn  Alamagn Ezel 2003 2012
Ronny Abraham Frañs  Frans Ezel 2005, 2009 2018
Sir Kenneth Keith Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez Ezel 2006 2015
Bernardo Sepulveda Amor Banniel Mec'hiko Mec'hiko Ezel 2006 2015
Mohamed Bennouna Maroko  Maroko Ezel 2006 2015
Leonid Skotnikov Rusia Ezel 2006 2015
Antonio Augusto Cancado Trindade   Brazil Ezel 2009 2018
Abdulqawi Yusuf Somalia Ezel 2009 2018
Sir Christopher John Greenwood Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Ezel 2009 2018
Xue Hanqin   Sina Ezel 2010 2012
Joan Donoghue Banniel ar Stadoù-Unanet Stadou-Unanet Ezel 2010 2015

Disoc'hou an dilennadeg diwezhan (6 a viz Du 2008) :

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .